pe youl ar c'hoant

Gulya Mirzoeva

pe youl ar c'hoant

Kavout ar poltred

A-viskoazh he deus lammet-dilammet Gulya Mirzoeva etre daou sevenadur, etre div vevenn evel ma c'hoarier troadig-kamm. Ar sevenadur tadjik hag an hini rusian.
Ha Bro-C'hall goude-se, evel-se emañ an traoù pa vez kaoz eus karantez, etre daou ved, etre daou deulfilm o klask he merkoù, etre daou stern peurlipet brav ganti, skeudennoù fiñvus, etre daou senario faltazi goveliet hag adc'hoveliet, etre div varzhoneg, peogwir emañ ar vuhez evel-se.

Savet eo bet Gulya e Tadjikistan, ur republik sokialour ha soviedel, e dalc'h an URSS, er gêr-benn Douchanbe, gant he mamm klaskerez hag he zad barzh, ur c'homunour taer anezhañ. Aet eo goude-se da Voskov da studiañ al lennegezh, ar brederouriezh, an troidigezhioù ha zoken da heuliañ kentelioù sinema gant soviedourien, diaraogerien vrudet. Bep ma’z a e tizolo a bep seurt traoù. Lenn a ra Gargantua gant Rabelais, Baudelaire ha Rimbaud e rusianeg hag adkavout a raio anezho diwezhatoc'h e galleg, bamet eo gant Boulgakov ha Gogol.

Debron ar skrivañ a zo ganti, skrivañ a ra neuze ur bern senarioioù hag a vez filmet gant mignoned goude-se e studioioù stad an amzer-se, Tadjiks Films. Un deiz ez eus kouezhet klañv ur sevener ha setu-hi oc'h ober war-dro ar seveniñ. Graet al lamm bras ganti ha derc'hel a ra soñj gant from eus an degouezh-se, ur film berr hag a bade dek munutenn diwar-benn daou baourkaezh den eus Duchanbe, Duo e 1989.
«Adalek neuze em eus gouezet n'hellfen ket chom ken hep filmañ.»

Setu diskar ha dispenn an URSS e 1991. Er bloaz-se ivez e ra Gulya Shabbat, ur film hag a chom tost d'he c'halon, diwar-benn Yuzevien Boukhara en Azia ar C'hreiz. Filmañ a ra ar vinorelezh-se a ya da harluiñ da Israel, kuitaat a reont ur bed evit unan all. Brezel diabarzh e Tadjikistan e 1992. Etretant e ra Gulya ur pikol lamm a-us da harzoù Bro-C'hall, kouezhet e karantez gant ur Gall ! Ha neuze eo ret dezhi ober diouzh un trede sevenadur. «Ne gav ket din em eus tec'het, morse, en em ober a ran bepred, etre daou ved gant ar c'hoant divrall d'ober filmoù.»

Filmañ a raio neuze Derrière la forêt e 1999, ur film sonerezh etnografek, unan kaer,diwr-benn mêsaerien tadjik hag a oa kantreidi gwechall, hag a zo bremañ staliet e Turkia, muzikerien ha troubadoured... Kenderc'hel a ra Gulya gant an emsell e Retour à Douchanbé e 2000 ha war ar memes danvez Où es-tu Elvira ? E 2007, mont da glask un Alamanez, Rusianez harluet... Mont a ra dre vilendall an Istor Bras, sellet ar pezh a zo silet etre daou, terriñ an dilavar, setu penaos ez a Gulya war-raok. Tamm-ha-tamm, gant ar c'hoant bepred da c'hoari troadig kamm a-us d'al linennoù merket a-did gant politikourien, Le temps des frontières e 2006 a zo ur skouer deuet brav ganti. Pa weler ar re a ya d'ar marc'had da werzhañ o marc'hadourezh, war o fouez, e komprener penaos eo bet daoubennet ar c'hempouez a oa abalamour da harzoù serret da vat. Buhezioù a-gostez.

Ar bloaz-se ivez e ro Gulya dimp ur berlezenn a film : Sept jours de la vie du père Noël, ur gronikenn dousik ha c'hwervik war un dro diwar-benn ur c'houblad arzourien eus Saratov, ur gêr rusian war vord ar Volga. Mare gouelioù dibenn bloaz eo ha klask a reont treuzvevañ. Kollet int ? An deneridigezh evel ur vur dirak ar vizer.

« Ar bed-se eo a grouer pa filmer, klask a ran dalc'hmat kaout ar gwirvoud hag ar bed filmet. Ar pezh a grouer hag a adkrouer. Pa’m boa dizoloet skridoù Deleuze war ar skeudennoù fiñvus em eus kendalc'het da lenn noz-deiz, hep diskregiñ. N'on tamm ebet hegredik bremañ, poaniañ a ran d'ober filmoù na vezont ket degemeret holl, gounit a ran ma buhez oc'h ober troidigezhioù. Kenderc'hel a ran da labourat ha da hunvreal war ur film faltazi, n'eo ket aes pa'z on anavezet evel plac'h an teulfilmoù. Met youl ma c'hoant a zo ken divent... ».

Gulya a ra daveda zaou skrivagner eus Rusia :

  • Gogol hag e Œuvres complètes

Boulgakov : Le Maître et Marguerite

Filmlennadur

2014 Afghanistan 79, la guerre qui a change la face du monde
Documentaire, 52 min
Production Point Du Jour /Arte France

2011 Mikhaïl Gorbatchev, simples confidences
Documentaire, Beta numérique (deux versions de 43 et de 55 min)
Production .Mille et Une. Films / Arte France /Focus Pictures

2011 Les habits des tadjiks (la collection Tous les habits du monde)
Documentaire, HDV 26 min
Production Point Du Jour /Arte France

2010 La télé des tadjiks (la collection Toutes les télés du monde)
Documentaire, HDV 26 min
Production Point Du Jour /Arte France

2007 Où est tu, Elvira ?
En 1971 Elvira, une fille russe-allemande, la copine de classe de Gulya Mirzoeva, a quitté le
Tadjikistan pour émigrer en Allemagne de l’Ouest. En cherchant la trace de cette fille, les
auteurs du film retrace l’Histoire des Allemands de la Volga arrivés en Russie au 18 siècle à
l’appel de la Grande Catherine et déportés en Asie centrale en 1941 par Staline.
co-réalisation avec Gisèle Rapp-Meichler
Documentaire, Beta numérique 52 min
Production LGM Films
France 3 Alsace

2007 Sept jours de la vie du Père-Noël
Tous les ans autour des fêtes de la fin d’année Igor, acteur de théâtre de Saratov (Russie),
travaille comme Père Noël pour gagner de l’argent.
Documentaire, Beta numérique 58 min
Production Mille et Une Films / Arte France

2006 Le temps des frontieres
Comment les ex-républiques de l’Asie centrale soviétique appréhendent leur indépendance en
renforçant leurs frontières.
1Documentaire, DV 52 min
Production Mille en Une Films/Arte France

2005 Promenade d’architecte (du Boukhara à Douchanbé)
Découverte des villes de la Route de la Soie.
Documentaire, 26 min
Production France 5, CNDP

2002 Les chroniques d’un atelier du chant
Pendant dix mois (de septembre 2001 au juin 2002), l’équipe du film suit la vie et le travail
des huit chanteurs lyriques. Venus de huit pays différents, ils forment la quatrième promotion
de l’atelier "Jeune Voix du Rhin " de l’Opéra National du Rhin.
Documentaire, DV / Beta, 52 min
Production Carmin Films / France 3 Alsace.

2001 Martin Gester : la passion du baroque
Le travail minutieux et passionné d’un chef d’orchestre.
Documentaire, DV / Beta, 52 min
Production Carmin Films / France 3 Alsace

2000 Retour à Douchanbé
Le retour dans une ville après la guerre civile.
Documentaire, Beta numérique, 64 min.
Production Les Films de l'Observatoire / La Sept-ARTE

1999 Derrière la forêt
Un musicien de village du Sud-Ouest de la Turquie part chercher un vieil ami pour organiser
une fête.
Documentaire co-écrit avec Jérôme Cler, 35 mm, 75 min.
Production Les Films de l'Observatoire / E-motion picture Baden-Baden /
ZDF-Das kleine Fernsehspiel pour ARTE

1992 Angel (ange)
Une journée d’un garçon de huit ans dans une banlieue lointaine de Moscou.
Documentaire, Beta vidéo, 10 min. Production TV Ostankino (Moscou).

1991 Shabbat
La communauté juive de Boukhara, au moment des grandes migrations vers Israël et les
États-Unis.
Documentaire, 35 mm, 30 min. Production Studios Tadjikfilm.

1990 Ia vizu niebo (je vois le ciel)
Un regard poétique sur le destin de Bobard, compositeur tadjik du Moyen âge.
Documentaire, 35 mm, 10 min. Production Studios Tadjikfilm.

1990 Deus conservat omnia
Un jour dans une usine où travaillent des aveugles.
Documentaire, 35 mm, 10 min. Production Studios Tadjikfilm.

1989 Dvoe (duo)
Le quotidien de deux vieillards russes misérables, à travers leurs conversations, leur passé, et
un amour qui a illuminé l'existence de l'un d'entre eux.
Documentaire, 35 mm, 10 min. Production Studios Tadjikfilm.

Afghanistan 1979, la guerre qui a changé le monde

Afghanistan 1979, la guerre qui a changé le monde

Gulya Mirzoeva

Tamm

Un dro-bleg e Istor an XXvet kantved e voe aloubadeg an Afghanistan gant soudarded an Unvaniezh Soviedel a roas lañs d’Al Qaida ha da Ven Laden.

Gwelet ar fichenn

Derrière la forêt

Derrière la forêt

Gulya Mirzoeva

Film war e hed

Soner ur gêriadenn eus mervent Turkia a ya da glask ur c'homper kozh evit aozañ ur gouel.

Gwelet ar fichenn

Duo

Duo

Gulya Mirzoeva

Film war e hed

Dre an troc'hadoù kaoz etre daou Rusian kozh reuzeudik  e ouezer penaos eo o buhez pemdeziek, e tizoloer o istor hag ar garantez en deus bet unan diouto hag a zo bet sklêrijenn e vuhez. Ur berlezennig a film tener ha barzhonius war un dro.

Gwelet ar fichenn

Le temps des frontières

Le temps des frontières

Gulya Mirzoeva

Tamm

A-raok na vefe diskaret an Unaniezh Soviedel ne oa harzoù an Tadjikistan, re an Ouzbekistan, re ar C'hirghizstan ha re ar C'hazakstan nemet reoù galloudel pe dost. Abaoe diskar an impalaeriezh ez eo koulz lavarout dic'hallus treuziñ anezho. (...)

Gwelet ar fichenn

Où es-tu Elvira ?

Où es-tu Elvira ?

Gulya Mirzoeva

Film war e hed

E 1971, Elvira, ur plac'h rusianez alaman, mignonez skol Gulya Mirzoeva, a guita an Tadjikistan evit mont da vevañ da Alamagn ar C'hornôg. Sevenerien ar film a zo aet war roudoù ar plac'h-se, un digarez da gontañ istor Alamaned ar Volga bet (...)

Gwelet ar fichenn

Retour à Douchanbé

Retour à Douchanbé

Gulya Mirzoeva

Film war e hed

E 1992, un tamm a-raok deroù ar brezel -diabarzh feuls spontus a reas kement a reuz er Tadjikistan, e kuitae Gulya, ar sevenerez, he bro c'henidik evit mont da Vro-C'hall dre garantez evit un den. Seizh vloaz goude e tistro da Azia Greiz evit (...)

Gwelet ar fichenn

Sept jours de la vie du Père Noël

Sept jours de la vie du Père Noël

Gulya Mirzoeva

Tamm

Poltred tener ur familh hag ur gevredigezh o koll o merkoù. Igor ha Luba a zo komedianed e c'hoariva Saratov. E-pad gouelioù dibenn ar bloaz e c'hounezont arc'hant o vont a di da di, dic'hizet e Tad Nedeleg hag e Plac'hig Vihan an Erc'h. Kuzhut ha (...)

Gwelet ar fichenn