tonkadurioù dibar

Guillaume Kozakiewiez

tonkadurioù dibar

Kavout ar poltred

Ur pennoberataer donezonet-kaer war a seblant en em laka un deiz d’ober e filmoù dezhañ hag e kas ac’hanomp pelloc’h-pellañ. E Belarus da gentañ, gant ul Leonarda gevrinus. Da vBrazil da c’houde, gant an dud dizouar, e kompagnunezh Naiara, ur grennardez 16 vloaz. Hag a-us d’ar c’houmoul gant e film diwezhañ Salto mortale. War un orjalenn, dreist da c’hoantoù an darn vrasañ eus an dud, ez eomp da heul ur fungoroller hag a glask mont pelloc’h eñ ivez...

Eus pelec’h e teu ar c’hoant-se da filmañ ?

En ur luc’hskeudenniñ da’m soñj. Dizoloet em eus santadenn entanus ar stern, ar skeudenn a baouez red an amzer hag ra d’ur momed bezañ peurbadel. Son, lusk ha padelezh a vez degaset gant ar sinema. Teir elfenn hag a c’hell reiñ d’ur skeudenn – ha d’un heuliad skeudennoù – mentoù mezevennus. Gant stern ar skeudenn e tigresk ar bed en ur prenestrig hag e c’heller treuzfurmiñ ur draig bihan-bihan en unan divent.
Gant ar benveg hag al lavar-se e c’halled lidañ ar vraventez, huchal an direizhder, saveteiñ ur eñvor pe un tonkad. Ur ger, ur fiñv.

Ur film diazez ?

Da’m soñj eo bet ivez film Chantal Akerman, D'est. Teir eurvezh dilavar, tud o tremen hepken, gweledvaoù, hag un hent didec’hus betek an euzh, o veuliñ an dremm, ar poltred.
Gant ar sinema e c’heller sellet pizh ouzh ar pezh a zo boutin, en traoùigoù hag er munudoù a dalvez un dra bennak evidomp-ni lagadoù hag empennoù. Hag a ginniger d’an holl, e ken kaz... Ur wech tañvaet ar blijadur-se, n’haller ket paouez ken.

Filmañ zo stourm ivez ? Kendrec’hiñ pe dougen testeni hepken ? Kaer-meurbet eo ho tudennoù !

N’emaon e strollad pe emsav politikel ebet, ha n’an morse en-dro el lec’hioù am eus bet gweladennet c'hoazh. C’hoant am befe memes tra da vont en-dro da vBrazil, gant ar beizanted dizouar. Ne'm eus ket bet tro c’hoazh da zistreiñ eno.
E pep film e tizoloer renkadoù disheñvel, ur gwirvoud bevet gant tud all hag e tivizan enrollañ. Hir e vez ma frantadoù filmañ peurliesañ, neuze e steuz an harz etre ar film hag ar vuhez wirion. Echuiñ ur film a dalvez mont da lec’h all, ne dalvez ket “ankouaat”.
Pa ginnigan ar filmoù pe pa ran kaozeadennoù, gant skolveuridi pe tud all, e klever komzoù ar stourmerien, tud dianav, talvoudus eo kejañ ganto abalamour d’al liamm o deus gant an douar hag ar vuhez.

Komzomp diwar-benn ho filmoù, da gentañ gant an hini emaoc’h o paouez echuiñ ?  

Heuliet em eus Antoine Rigot, un arzour sirk hag en deus bet ur gwallzarvoud grevus-tre hag a zo sellet evel unan nammet... Un abadenn arzel dreistordinal gant un den hag a ya bepred war-raok daoust d’ar gwallzarvoud. Salto mortale eo anvet ar film ha tu a vo da welet anezhañ e miz Here 2014. Ur film hir !


Da lenn, ur pennad kaer gant Nathalie Marcault war lec’hienn films en Bretagne :
http://filmsenbretagne.org/guillaume-kozakiewiez-tout-se-resume-en-un-mot-filmer/

Ar film da zont ? An hini ’peus c’hoant d’ober ? 

Ar film a vo diwar-benn ur skrivagnerez, ur vaouez desket, ur c’hast a zo bet o stourm e-pad 30 vloaz evit dispac’h denel ar gisti. Fromet e oan bet gant he levrioù pa oan o labourat en ur gevredigezh a rae war-dro yec’hed ar gisti e Lyon. Grisélidis Réal eo hec’h anv.

Skoet oc’h bet gant ur film nevez ‘zo ?

Ur film anvet L'escale, gant ar filmaozour iranian-ha-suis Kaveh Bakhtiari, diwar-benn an enbroañ kuzh hag e genvroidi eus Iran kuzhet e Gres. Skoet on bet gant ar film spontus-se. Ur filmaozer o filmañ an dud o vont diwar-wel an eil war-lerc’h egile, evel un eurier-traezh o c’houllonderiñ.

Al liesseurted sevenadurel er sinema ? 

Evidon-me eo moarvat Johann Van Der Keuken an hini en deus gouezet filmañ ar bed hag ar reoù all, hegarat ha digor, gant daoulagad lemm ha leun a garantez.

Levrioù da ginnig ? 

- Tristes tropiques gant Lévi-Strauss
- Capitaine des sables gant Jorge Amado
- Pédagogie des opprimés gant ar Brazilian Paulo Freire, Pédagogie de l'autonomie...
- Holl levrioù Soljenitsyne
- Bannoù-treset Davodeau ha Marc-Antoine Mathieu
- Le mythe de Sisyphe gant Albert Camus
- levrioù Erich Muhsam, ur barzh yuzev-hag-alaman

Ul lec’hienn ? 

Ul lec’hienn diwar-benn al luc’hskeudenniñ hag a blij kalz din peogwir e vesk pep tra hag e vod stummoù labour disheñvel : La boite verte http://www.laboiteverte.fr

Filmlennadur

Réalisation

  • 2014 Salto mortale
    Long-métrage documentaire - Portrait d'un artiste de cirque. Vivement lundi - Distribué par Zeugma films. Sortie en salle octobre 2014
  • 2011 La lutte n’est pas pour tous...
    Documentaire 85'. Mille et Une. Films / NEED Productions
  • 2009 Les Cuisiniers
    Documentaire 43'. Produit par « Grand Ensemble » Atelier de cinéma populaire. Résidence documentaire sur le travail.
  • 2007 Quelques Mots
    Documentaire 40', sur la parole de réfugiés politiques, commandé par France Terre d’Asile.
  • 2007 Léonarda
    Documentaire 68'. Mille et Une. Films / TV Rennes
  • 2005 Recording America
    Documentaire musical 58', sur des musiciens bretons et états-uniens, à Rennes et Boston. Sélectionné au festival de Douarnenez.
  • 2004 FACE B
    Série documentaires de 8 x 26', sur des adolescents de Rennes, réalisée sur une année. Diffusion sur TV Rennes et le réseau TLSP.

CHEF OPERATEUR

  • 2013 La Mort aux livres
    Court-métrage fiction de Jean-François Marquet
  • 2013 Peau de chagrin
    Court-métrage fiction de Clarisse Battas
  • 2013 Grève du crime
    Court-métrage fiction de Grégory Nieuviarts
  • 2012  Je rentrais
    Court-métrage fiction de Jean-Christophe Dartois, avec France Télévision et Paris-Brest Productions
  • 2012 Après la chute
    en post-production, Documentaire 52', de Grégory Nieuviarts / Vivement Lundi
  • 2011 La source
    Documentaire de Mirabelle Fréville. Nommination aux lutins 2013 dans la catégorie « meilleure photo » / Production Paris- Brest
  • 2010 Mille jours à Saïgon
    Documentaire 52' de Christine Courtès / Vivement Lundi
  • 2009 Le veilleur
    Documentaire 52' de Céline Dréan (Etoile de la SCAM 2011) / Vivement Lundi
  • 2006 Examen d’entrée
    Documentaire 52' de Marianne Bressy pour France 3. Candela Productions
La lutte n'est pas pour tous

La lutte n'est pas pour tous

Guillaume Kozakiewiez

Tamm

Naiara, ur grennardez 16 vloaz, a sell ouzh un dachennad dismantroù a oa bet ur c'hamp leun a spi hag a zo bet distrujet gant ar gouarnamant. Al lec'h-se e oa arouez ar stourm evit gwellaat stad peizanted dizouar  Brazil. Eno e oa ivez skol (...)

Gwelet ar fichenn

Léonarda

Léonarda

Guillaume Kozakiewiez

Tamm

Leonarda, setu anv ur film a gont emgav ur mab-bihan gant e vamm-ioù-gozh. Ur « c'hantreer kapitalour » hag ur beizantez katolik. Ur c'houblad kaer ha dic'hortoz a zo eus ar plac'h kozh hag ar sevener ha bevañ a reont ar prantadoù-se o-daou, en (...)

Gwelet ar fichenn

Salto mortale

Salto mortale

Guillaume Kozakiewiez

Tamm

Er bloavezh 2000 e koll Antoine Ribot, ur fungoroller ampart, implij e zivhar. E-lec'h kuitaat bed al leurennoù e ro e wallzarvoud c'hoant dezhañ da vezañ tem ha sujed e abadennoù. Tamm-ha-tamm e teu c'hoant dezhañ en-dro da c'hoari gant ar (...)

Gwelet ar fichenn