lesanvet ar C'hozak, dindan selloù ar stered...

Gilles Elie Dit Cosaque

lesanvet ar C'hozak, dindan selloù ar stered...

Kavout ar poltred

Ar filmaozour-mañ en dije gallet bezañ sterdead, rener arzel er bruderezh pe keginer steredennet. Diouzh an tu-mañ eus hon hunvreoù pe en tu all d'ar mor bras, war aodoù an Antilhez, anavezet mat gantañ o lusk sonioù hengounel. Evit hor plijadur en deus dibabet kas ac'hanomp da bourmen gant Zetwal, pe da varc'hegezh dre hentoù treuz ; a film da film e vezer estonet gantañ.
Fichenn ebet evitañ na hent eeun kennebeut evit an epikurad leun a ijin gant e lagad furch.

Pep tra zo kroget gant tresadennoù, seizh vloaz e oan, p'hon eus gwelet, ma breur ha me, e gwerenn ur stal gelaouennoù, albom kentañ Spiderman. Aspedet hon eus hon tad da brenañ anezhañ met ne blegas ket. Gwall zipitet neuze, omp krog hon-daou da dresañ forzh pegement. Ober a raemp hon albomoù dimp-ni. Ijinañ a raemp bannoù-treset. Ma breur a oa troet muioc'h gant ar c'hourarozed ha me a chome tostoc'h ouzh doare skol-dresañ Belgia, gant un tres sklaer. Helebini a veze etrezomp, ha me a gav din eo alese e teu ma c'hoant da gontañ istorioù.

Pa oa krennard e oa Gilles e karg eus un abadenn diwar-benn ar bannoù-treset war ur radio dieub : se zo bet un digarez eus ar c'hentañ evit kejañ gant tresourien a-vicher. Diskouez a ra e blankennoù treset d'unan anezhe, heuliet e vo gantañ. Abaoe m'en deus bet e alioù mat ha fur evit ar frammañ en deus miret plijadur o pledal gant al lodenn-se.
« Hiziv c'hoazh e soñjan en alioù-se pa glaskan ur framm evit un atersadenn. Ne vestronian ket pep tra, met dre santadur... Alies a-walc'h eo goude e tizoloan penaos lakaat al livioù da glotañ, pegen pouezus ha gwelus eo an danvez.»

En e vuhez pemdeziek ez eo ur paotr hag a seblant kaout c'hoant da vont bepred un tamm pelloc'h. N'eo ket a wel d'an holl avat. N'eo ket unan da sellet a-us d'ar voger met klask a ra kentoc'h ar frailh er vogerenn, pe toull an alc'hwez, an toullig dic'hortoz a ro an tu dezhañ da lakaat e lagad.
Daoust ha bez' e vez bepred o klask ar frailhig evit damwelet ar bed ?
Marteze en enor da Glissant, kement e plij e zoare soñjal dezhañ.

« Goude eo deuet amzer ar studioù, dibab a ran ar bruderezh. Eus tu an ekonomiezh da gentañ hag ar c'hrouiñ war-lerc'h. Graet em eus stajoù an eil war-lerc'h egile en ajañsoù evel rener arzel ha goude on bet kemeret da labourat evit pevar bloaz. Goude on aet war ma c'hont. Dedennet bras on gant ar graferezh, an dipografiezh, bitrakiñ a ran, meskañ. Tamm-ha-tamm em eus graet muioc'h-mui a filmoù bihan, grafek holl koulz lavaret.
Plijadur am bez, se eo a gont ar muiañ : an ajañsoù bruderezh a zo bet lec'hioù stummañ eus ar c'hentañ evidon. D'ur mare ma oa kalz a cheñchamantoù gant an teknologiezhioù nevez, muioc'h a frankiz a oa ha d'ar mare-se e oa kroget ar c'hlipoù. »

Gilles, neuze, a ra filmoù.
Ar rummad Kamo adalek ar bloavezh 2000, er Martinik, tammoù taolennoù pemdeziek. Meskañ a ra enno barzhoniezh, sokiologiezh ha deizlevrioù... hanter hent etre ar c'hlip, an teulfilm hag ar film-arnod. Plijout a ra dezhañ peurlipat ar skeudennoù ha rannañ gant an dud an taolennoù tud dic'hortoz.

Da heul, e teu da vat ur raktres skeudennoù er Gwadeloup, un diskouezadeg skeudennoù hag ivez un teulfilm kentañ, e 2004, Ma grena et moi. An holl dud-se, skeudennet war o motobekan, anvet grena du-hont, o deus istorioù buhezioù da gontañ. Neuze Gilles a laka anezho war wel. Tapout a ra o c'homzoù, ha selaou ouzh kan ar c'hreoleg.
Evit strollañ e labour e krou e di-broduiñ dezhañ e-unan, ar Maison-garage. Kendelc'her a ra gant filmoù all, Outre-mer, outre-tombe, ur freskenn kañvaouus ha barzhonius, hag a ziskouez pegen dibar eo an darempred o deus tud an Antilhez gant ar marv.

Zetwal e 2008 a zo ur stumm all c'hoazh da veskañ un hunvre bugel hag an entan : istor ar Martinikad kentañ en doa c'hoant da vont war al Loar. Mont a ra en-dro gant eoul-tan barzhoniezh Césaire, ken tellurek ma c'hell lakaat ur fuzeenn da loc'hañ ! Gilles, eñ ivez, en deus hunvreet e-pad pell bezañ sterdead. Plijout a ra dezhañ fleukiñ evel un artizan. Césaire a zo brudet er Martinik, un arouez politikel, un aourflamm liesliv. Diaes chom hep bezañ fromet. Neuze ec'h ijin. Klask a ra testoù, treizherien marvailhoù...

Boas eo d'ober monedoneoù etre Pariz, el lec'h m'eo bet savet, hag ar Martinik.
« Mont a raemp di pa oamp bugel evit ar vakañsoù bras, ma zud a zo aet da chom du-hont en-dro bremañ. Met ne'n em santan ket filmour ofisiel ar Martinik, na kennebeut hini an Antilhez, ne blij ket din bezañ kemeret evit ur broadelour ha ne blij ket din an emglevioù tavel ivez. Nann, c'hoant em eus c'hoazh da c'hellout tec'hel... »
Dre ur faoutig all ?

Ar pezh a blij dezhañ kalz ? Tresañ ha krouiñ evel plastikour. Ar boued, blazioù ha livioù kemmesket.
Labouret en deus Gilles war un heuliad pegadennoù anvet Lambeaux, hag a vesk ar vemor hag ar vorianelezh. Ar pezh a grabis hag a bare, ar pezh a ro meuleudi da gaerded ar merc'hed, a lavar feulster an trevadennerezh, a gont kreolegezh ar bed, un tem tomm d'e galon ? Marteze peogwir eo kizidik ouzh ar sonerezh, ouzh lusk ar skeudennoù kenkoulz hag ouzh hini ar sonioù, ouzh ar frazennoù e kreoleg, ouzh froumadennoù an taboulinoù...

Keneiled en deus : Miles Davis, John Coltrane, Nina Simone ha François Causse an hini a ra sonerezh e filmoù. Met plijout  ra dezhañ ivez tremen e amzer gant Raphaël Confiant, gant Patrick Chamoiseau ha gant  Manifeste pour les produits de haute nécessité. Labour an navintellektual-se eus an Antilhez hag a zo ivez e-kreiz e film La liste des courses, e 2011, un sell a-dreñv war heuliadoù enkadenn 2009 en Antilhez hag e Gwiana.  « Tremen a ran amzer gant Corto Maltese, Jean-Michel Basquiat, Matisse, met ivez gant Leos Carax, Wes Anderson, William Klein... Plijout a ra din mont betek penn ar pezh a fell din gouzout. Plijout a ra din bezañ souezhet ha souezhiñ ar reoù all ivez d'o zro, pa c'hellan. Evel pa oan en helebini gant ma breur hag e c'hourharozed. »
E 2014 e teu er-maez On ira voir Pelé sans payer, ur souezhadenn...

Filmlennadur

  • 2004 Ma grena' et moi
    52' une galerie de portraits amusés de propriétaires de mobylette motobécane 89 (dites Grena’). Bien plus qu'un simple véhicule, cette mob se révèle être une digne remplaçante de l'âne et une fidèle compagne de travail, presque une muse ou plus prosaïquement un baromètre social.
  • 2006 Outre-mer Outre-tombe
    52' un documentaire sur les veillées mortuaires et les traditions d'accompagnement du défunt aux Antilles : contes, blagues, chants de rhum, devinettes, jeux de mots, et autres messes. Un peu comme si la mort en Caraïbe était moins une fin que le début d'autre chose.
  • 2008, Zétwal
    52' le portrait d’un Martiniquais grand admirateur d’Aimé Césaire qui au milieu des années 1970 avait comme ambition d’être le premier Français dans l’espace. Ce film a reçu une mention spéciale au festival Vues d'Afrique à Montréal en 2010.
  • 2009, vidéo-mix FDF/RMX (Fort de France remix)
    créé à Fort de France, puis joué en 2009 à Paris puis en 2010 au festival de cinéma de Douarnenez
  • 2011 La liste des courses
    52'50 revient sur le mouvement de grèves de 2009 en Martinique, prenant comme point de départ une revendication des grévistes : l’établissement d’une liste de produits de première nécessité - reprise par neuf intellectuels antillais - sur lesquels était exigé une baisse de prix.
  • 2013 Un air de Césaire
    Coordination et création d'une série de films d'animation
  • 2014 Nous irons voir Pelé sans payer
    65' en janvier 1971 le Santos FC, le mythique club de foot de São Paulo avec à sa tête le non moins mythique “roi Pelé” débarque en Martinique afin de disputer un match contre les meilleurs joueurs locaux
  • 2016 Je nous sommes vus
    52' dresse le portrait de 3 “accros” aux télénovelas, de la Guyane à la Réunion en passant par la Martinique

Crédits photographiques : Lucas Faugère

Ballade

Ballade

Gilles Elie Dit Cosaque

Film war e hed

Barzhonegig-video a Vartinik.

Gwelet ar fichenn

Danmyé

Danmyé

Gilles Elie Dit Cosaque

Film war e hed

Barzhonegig-video a Vartinik.

Gwelet ar fichenn

Kamo – Mme Renée

Kamo – Mme Renée

Gilles Elie Dit Cosaque

Film war e hed

Kamo a zo un dastumad momedoù tapet dre laer, tammoù eus ar vuhez pemdeziek er Martinik, ar film a zo hanter-hent etre un teulfilm, ur c'hlip hag ur film arnod.

Gwelet ar fichenn

La liste des courses

Gilles Elie Dit Cosaque

Tamm

D'ar 5 a viz C'hwevrer 2009, goude Gwiana ha Gwadeloup, e oa tro ar Martinik d'ober harz-labour evit ar wech kentañ, un harz-labour bras ha hir. Unan eus ar goulennoù pennañ a oa kaout un distaol 20%  war ar produoù ret-holl,  ul (...)

Gwelet ar fichenn

Le port

Le port

Gilles Elie Dit Cosaque

Film war e hed

Barzhonegig-video a Vartinik.

Gwelet ar fichenn

Ma grena et moi

Ma grena et moi

Gilles Elie Dit Cosaque

Tamm

Ar grena eo al lesanv a vez roet en Antilhez da vobiletenn hollvrudet Motobécane. Kement a berzh he doa graet d'ur mare a zo bet zo bet ma c'heller lavarout diwar he fenn e roe stad ar gevredigezh. Ma grena et moi eo poltred ar re ziwezhañ a chom (...)

Gwelet ar fichenn

Nous irons voir Pelé sans payer

Gilles Elie Dit Cosaque

Bandenn-vrudañ

E miz Genver 1971 e tilestr ar Santos FC, klub mell-droad hollvrudet São Paulo, gant ar « Roue Pele » ken brudet all e penn, er Martinik evit c'hoari ur match a-enep gwellañ c'hoarierien ar vro.

Gwelet ar fichenn

Outre-mer, Outre-tombe

Outre-mer, Outre-tombe

Gilles Elie Dit Cosaque

Tamm

En Antilhez, muioc'h c'hoazh eget er pennvro, eo ar marv un dra a-bouez e red ar vuhez. Bevañ a reer an darvoud-se koulz lavarout evel ur gouel.  

Gwelet ar fichenn

Sur un air de Césaire

Gilles Elie Dit Cosaque

Bandenn-vrudañ

Un dastumad souezhus filmoù bevaat diwar dek barzhoneg gant Césaire, une doare nevez da zizoleiñ e oberenn.

Gwelet ar fichenn

Zépons

Zépons

Gilles Elie Dit Cosaque

Film war e hed

Barzhonegig-video a Vartinik.

Gwelet ar fichenn

Zetwal

Zetwal

Gilles Elie Dit Cosaque

Tamm

Dre zegouezh on en em gavet gant Hugues Saint-Rose, saver kigi-emgann. O welet  pegen souezhet e oan o doa  al loened pluñv-se anvioù astraerien e respontas e oa en enor d'e vreur : « Robert Saint-Rose, an den a rankfe bezañ bet ar (...)

Gwelet ar fichenn