War ar savenn gant ... Fulvia Alberti

Fulvia Alberti

War ar savenn gant ... Fulvia Alberti

Kavout ar poltred

Ur savenn e Taggia, war vord ar mor, tostik-tost ouzh harzoù Italia ha Frañs. Pondalezioù kinklet, skalieroù, straedoù kamm-digamm, kleier ilizoù o seniñ er pelloù. Gwin gwenn hag a ziskenn aes ha genougammed hiliennet.
Divizet em eus mont da c'houlennata Fulvia, en he zi, en Italia.
Gallet em bije ivez kejañ ganti e Pariz el lec'h ma vez o vevañ koulz lavarout bepred.
Pe ivez war ur c'hrav sonn e Kusdistan Irak...

Fulvia, amañ en Italia ec'h eus divizet ober un enklask, unan personel da gentañ hag unan politikel da c'houde en ur filmañ Grazie Berlusconi !, Peurechuet e 2005.
Gwir eo, a-raok dilennadegoù 2001, em boa prenet ur c'hamera ha dre ma'n em adkaven gant mignoned, stourmerien anezho, em eus heuliet ar C'havaliere a c'houneze tachenn diehan. Darvoudoù Genova, ar c'hreizennoù sokial, ar radioioù dizalc'h... Furchet em eus evit klask ar pezh a roe nerzh da'm engouestl... Bremañ eo gwelloc'h ganin peurzebriñ ma genougammed...Mmm ! Ha ne gomzan ket pa vez leun ma c'henoù !

Fulvia, tro hon eus bet d'en em welet e salioù sinema. Petra en deus degaset ac'hanout d'ar sinema ?
Adalek an deroù, ar wech kentañ. 14 vloaz e oan pa’m boa gwelet Mouchette gant Robert Bresson e ti ar seurezed (gwir bater!!). Ur film faltazi eo met ar c'hoarierien o deus un emzalc'h aketus a gaver en «teulfilmoù», pa roed bri d'ar skeudenn, d'ar son reizh (d'ur poent resis, ha n'eo ket d'unan all, e klever an tamm sonerezh). Engravet eo aze (stokañ a ra ouzh he fennad blev melen gant he biz-yod). Bremañ e kav din e ran teulfilmoù, pa c'hellan, savet evel filmoù faltazi... Kerzh da welet penaos e tro kement-se em fenn !

Gwelet em eus bet ac'hanout dreist-holl e-kerzh stummadurioù, e stalioù-seveniñ, Doku-Kurd bet krouet ganit ha kendalc'het da gas war-raok, gant youl, asambles gant da gompagnun Baudouin Koenig.
Da gentañ hag aboe 1991, on aet d'ar C'hurdistan evel kelaouennerez evit kelaouennoù ar skinwel. Plijet en deus din mont di ken-ha-ken ha kejañ gant an dud. Klask kompren kemplezhded ar gevredigezh-se : Kurded, Arabed, Chiited, Sunnited, Kristenien, Yezidied pe laiked. Klask «restaol» am eus graet. Graet em eus ur bern kelaouadennoù, evel poltredoù kristenien en Irak. Ha bep ma'z aemp du-hont, hon eus merzet, me ha Baudouin, penaos, a-drugarez da arc'hant ar petrol, e c'helle bagadoù kameraourien, gant binvioù a-leizh, filmañ ar pezh a dremene hep kaout tamm savboent bet. Hep kaout tamm frankiz ebet kennebeut evit seveniñ ar filmoù a felle dezho ober, pe kontañ an istorioù fromus o doa c'hoant...

Ar soñj ho poa ivez da grouiñ ur memor ?
Evit-se, hon eus divizet, gant mignoned all, skoazellañ anezho da gaout skeudennoù eus o amzer evir sikour anezho da gaout ur sell gwirion war o bro, n'eus forzh eus peseurt kumuniezh e vefent ezel. Ar pezh a fell dimp e gwirionez eo diskouez sinema ar gwirvoud evel un ostilh a gendiviz, en ur vro drailhet gant an dizemglevioù. Kemer perzh e gwirionez e memor ar vro-se. Kemer amzer d'ar skrivañ,ar pezh a zo un dra ret. Deskiñ mont er-maez eus furmoù ar skinwel, eus o reolennoù, kempenn ar skeudennoù. Peurlipat ha c'hoari gant ar son... A-bouez e oa ivez evidomp e vije digor ar stalioù labour-se da verc'hed ha da baotred a bep seurt relijion. Graet hon eus pemp prantad betek-henn, ha bez' e c'heller gwelet an holl filmoù-se en-linenn hag o skignañ. http://doku5.wordpress.com/


Kendelc'her a rit? Ha gant peseurt skoazell ?
Ou... na pegen diaes an abadenn, dreist-holl klask arc'hant, gwask ar bolitikourien, ar pezh a vez roet dimp da gompren hep lavaret sklaer. Dalc'het hon eus penn a-drugarez da skoazelloù kreñv, hini Skol-Uhel Kurd ha Gall Sulaimaniya hag ivez a-drugarez da dud all a-vicher eveldomp, e diabarzh Alterdoc, gant sikour Skol-Veur Provañs, Nisimasa, ur rouedad filmaozourien yaouank european, Guerilla Sound ha Bridge Initiative. Bremañ, un tamm ehan !

Hag ar c'hoant stummañ ?
Plijout a ra din stummañ tud ha plijout a ra din bezañ stummet... An eil tra o vont da heul egile da'm soñj. Plijout a ra din labourat gant tud all, soñjal pa vezer meur a hini, ha reiñ ma soñj zoken pa vez diaes en ober (koulz lavaret bepred), war didalvoudegezh ar pezh a welan pe gentoc'h war dizonestiz skeudennoù 'zo. C'hoant em befe da gendelc'her da stummañ ha d'en em stummañ met gwelloc'h eo ganin e vefe goulennet diganin, evel m'eo bet graet er C'hurdistan. Plijout a ra din tabutal ha terriñ ma fenn, paouez gant dereadegezh politikel ar c'hendivizoù divlaz diwar-benn ar sinema, hag evañ ur banne gwin gant ar re am eus hegazet.

Ha ma komzfemp eus unan eus da filmoù ?
Komz a rafen eus Soran fait son sinéma, hag e lazhfen div c'had gant un tenn, rak ken koulz eo e film dezhañ evel ma hini (Soran Qurbani, roet ur c'hamera bihan dezhañ gant Fulvia, en deus filmet e droiad kuzh, eus ar C'hurdistan iranian betek aodoù Bro-Saoz. Fulvia a oa gantañ, kenkoulz en droukchañs evel en tuoù mat ar prantadoù deskiñ.)
C'hoant em befe bremañ da skoazellañ anezhañ d'ober e film dezhañ, war ganerienn ar PKK, met ur film all a blijfe dimp ober a-gevret : dezerzh an Dartared er «C'hurdi», war ar stourmerien a zo o c'hortoz abaoe keid-all ha ne welont netra o tont.

Hag en Italia, raktres ur film all ?
Ya... Filmañ an dokerien-se a zo kaer ha trist war un dro, gant dremmoù evel re Pasolini, e porzh-mor Palerma, krignet gant an aon ha ne ouzont ket en em zifenn. Dirak ar Mafia ? Ket, dirak al lezennoù, ar varnouriezh a sko ganto pa n'hellont ket skeiñ lec'h all. Eus an dokerien-se a soñj en emlazh evel dared teñval en o daoulagad, un nozvezh a viz Here en un ostaleri e Palerma, tost ouzh ur porzh-mor a zo deuet da vezañ o enebour, givri prest d'o frikañ... An dokerien-se – ne ran foutre kaer pe 'z int kablus pe n'int ket – adalek ar mare ma ouzon-me ez int reuzidi. Hag an dokerien-se a oufe ivez, marteze, ma vefen kreñv a-walc'h, pouez ar skeudennoù hag o galloud.

Echuiñ a reomp ar genougammed. Hag ar gwin gwenn n'eo ket ken fresk a se ken. En ur c'hoarzhin !

Daniel Sibony: «Islam, phobie et culpabilité»

Filmlennadur

  • Présumés coupables (2015)
  • Media au pays de l’omerta (2013)
  • Soran fait son cinéma (France 3 Corse)
  • L’exode des Chrétiens d’Irak (ARTE)
  • Irak : le quatrième pouvoir (ARTE)
  • Leptis Magna, un rêve de Rome en Afrique (ARTE, L’aventure humaine)Mgr Rabban, évêque en Irak (France 2)
  • Grazie, Berlusconi ! (TV10 Angers) (Premiers prix au festival des médias indépendants-Bologne)
    sélection festival Z'engagés La Ciotat/FIGRA-Festival International du Grand Reportage/ECU Film Festival-Festival du Film Européen)
  • Portraits Robots (France 3)
  • Dili-Le port de l’espoir (France 3)
  • Les enfants mineurs du Burkina (ARTE)
  • La corrida du feu (France 3)
  • Les Iraniennes du docteur Aminpour (ARTE)
  • Albanie : Les gardiennes de la montagne (France 3)
  • Les marchands de Bagdad sous embargo (France 3)
  • La croix d’Ohrid (France 3)

Teulfilm

  • Toutes les télés du monde (ARTE) – conception et réalisation
    • La télé des Kurdes d’Irak (Prix FIGRA, Festival du Grand Reportage/ festival de Douarnenez)
    • La télé des Irakiens
      La télé des Bosniens
    • La télé des Macédoniens
    • La télé des Kosovars
  • Tous les habits du monde (ARTE) – conception et réalisation
    Les habits des Kurdes (Prix Festival d’Erbil)
  • Visages d’Europe (ARTE) – conception et réalisation
    • Fatmire(Premier Prix Festival de Mitroviça)
  • La Seine Partagée (France 3-ZDF-Odyssée) – conception et réalisation
    • Épisode 2
    • Épisode 5
  • Mille enfants pour l’an 2000-série documentaire courte (France 2)
    • Samarra
    • Bagdad

Kenlabour

  • La Turquie nouvelle frontière de l'Europe (France 5)
  • Voix de Palestine (Prod. Multimédia ArticleZ)
  • Globalisation : violence ou dialogue (ARTE)
  • L’Europe sème à l’Est (ARTE)

Documentaires unitaires indépendants

  • Sei mesi dopo (Entretien avec Haidi Giuliani, prod. Alterdoc)
  • Entretien avec Maria Persichetti (Série in progress: Les Brigades Rouges et la prison - Prod. Alterdoc)

Sinema (BERRFILM)

  • Au nom de la mère
  • Un homme attend
L'exode des chrétiens d'Irak

L'exode des chrétiens d'Irak

Fulvia Alberti

Film war e hed

E dibenn miz Here 2010, e Bagdad, eo bet taget  iliz-veur Itron Varia ar Sikour Peurbabel, e-pad an oferenn. Ul lazhadeg euzhus. Abaoe ez eus muioc'h- mui a gristenien o kuitaat Bagdad evit divroañ.

Gwelet ar fichenn

Le printemps irakien

Le printemps irakien

Fulvia Alberti

Film war e hed

Goude Tunizia, Egipt, Libia ha Bahrein.... setu tro Bagdad e 2011 da gaout un nevezamzer arab. Yaouankiz Iraq a sav a-enep an dizonestiz, an dilabour hag an diouer a frankiz hiniennel.

Gwelet ar fichenn

Monsieur Rabban, évêque en Irak

Monsieur Rabban, évêque en Irak

Fulvia Alberti

Film war e hed

An eskob Rabban, esbob kaldean katolik e norzh Iraq, a zo ennañ perzh ar savourien hag ar brederourien : « Graet e vez an dazont , n'en gortozer ket ». Ur glaoustre wirion eo e hunvre a unaniezh hag a beoc'h en ur vro krignet gant ar brezel (...)

Gwelet ar fichenn

Soran fait son cinéma

Soran fait son cinéma

Fulvia Alberti

Tamm

Ar film a gont an hent hir graet gant Soran, ur repuad kurd, etre Kurdistan an Iran ha Bro-Saoz el lec'h ma fell dezhañ lakaat e anv en ur skol sinema. Soran en deus filmet eñ e-unan e veaj gant skoazell ar sevenerez. Paperoù faos ha treizherien, (...)

Gwelet ar fichenn