Frédéric Tonolli

Kavout ar poltred

Frédéric Tonolli a zo ezel eus ur familh sevenerien hag a blij kalz da Ouel ar Filmoù Douarnenez. Ur familh pennoù kalet, stourmerien, rebelled o c'halonoù tener. Gouest int da gampiñ e-pad devezhioù dirak burev ur skigner, da badout e-pad 14 miz war ar vorskorneg pe da gregiñ filmañ brezel Karabagh, etre Armenia hag Azerbaidjan, souchet e touflezioù leun a fank hag a zelioù sec'h. Ha barrek int ivez da lavaret bloavezhioù goude, fougeüs evel ma oar Frédéric bezañ: «En touflezioù-se e oa ar bravañ dimp a-benn ar fin!».

Da 14 vloaz e oa Frédéric etre daou soñj, bezañ furlukin pe luc'hskeudenner. Savet en deus ur labo-skeudennoù hag e talc'h penn d'e dad, micherour, a blijfe dezhañ gwelet e vab oc'h ober traoù all. Er gêr, e komzer armenianeg hag e tebrer giz ar vro, met pa guita ar gêr e rank en em ober, kousto pe gousto. Lakaet en deus e anv en ur skol arbennik er rann ar skeudennoù, hervez Frédéric ez eo bravoc'h ar merc'hed a zo er rann video hag e kav dezhañ emañ ar frankiz eus tu ar skeudennoù bev. Dao d'ar sinema neuze !

D'ar c'houlz-se, echu gant ar studi, ez aed da lakaat e anv war roll France3 e Ti ar Radio. N'eus tamm labour ebet bremañ a voe respontet dezhañ. Met peogwir eo chomet d'ober strapenn e-pad an deiz en un trepas dirak burev ur produer en deus tapet kaout e labour kentañ. «Evel-se e tremeno an traoù bep tro, arabat fallgaloniñ, arabat diskregiñ. Bet on e trepasioù all, lâret ’zo bet nann din meur a wech, troet ha distroet em eus e-pad eurvezhioù. Arabat kilañ, morse.»

Met istor e familh a zegas da Armenia en-dro da geñver kren-douar 1988. D'ar c'houlz-se e oa Tonolli gant ur vicher vat evel frammer, labourat a rae evit holl abadennoù tennis Rolland Garros, met divizet en deus lezel pep tra da gouezhañ evit mont da filmañ en Armenia. Lavaret a reer dezhañ : «An teulfilmoù ne reont ket berzh». Ne vern, prenañ a ra ur c'hamera Beta ha mont da filmañ. «Hep gouzout re penaos, raksantout a raen hepken, ne oa ket re a lorc'h ennon.»
Pa oa o sellet ouzh ar skeudennoù degaset gantañ eus Armenia e trepas ur produer (un trepas all adarre !) e sellas ar produer-se a-us d'e skoaz a ziviz implijout anezhañ diouzhtu : «Petra ’ri warc'hoazh ? Kinnig a ran dit mont da filmañ da Vro-Bologn evit ar 5vet chadenn».

Petra ’ri warc'hoazh ? a zo ur goulenn hag a zeu ingal e danevell buhez Tonolli. Ne chom ket da dortal, met kemer a ra e amzer evit ober e labour, moarvat evit ober an heg d'ar skinwel na oar ket kemer e amzer. N'eo ket echu gant Armenia pell ac'hane, bet eo o filmañ eno un dek gwech bennak, Le sang de montagnes e 1994 a zo ur film kaer, hag emañ en e soñj distreiñ du-hont.

Ha bez’ emañ ivez istor ar Tchoutkched a bado ibez ur pennad brav. Da gentañ Les neuf lunes de Béring, e 2004, graet pa 'z eo chomet 9 miz e Ouelen, e Tchoukotka, e penn pellañ tu biz Sibiria. Pa oa diskaret ar bloc'h soviedel emañ pell Tchoukotka eus arc'hant Moskov. Ar sovkhozoù o deus graet freuz-stal hag ar Tchoutkched o deus adkavet doareoù o zudoù-kozh, morueta, chaseal, bevañ e yourtoù, ar yaranga. Mont a ra Frédéric da vevañ ganto, rannañ a ra o foanioù hag o flijadurioù, ha lidoù ar chamaniezh ivez. Nac'het en deus groñs kaout aezamantoù broioù ar c'hornôg : na pellgomz hezoug, na sevener ebet gantañ. Evel-just ar frammañ a vo graet gantañ e-unan.

Goude-se e tremeno 14 miz, er memes kêriadenn e penn pellañ Sibiria, lakaet en deus 17 devezh da vont di. N'heller ket mont pelloc'h.

Selaouomp Tonolli o kontañ e distro d'ar sevenadur !
«Evel-just e oa kemmet an traoù er skinwel e doug 14 miz, evel evit ar mell-droad ! Setu-me o tiskouez ma film d'ur skignerez war ur skramm karez pa’m boa filmet e 16/9e, o tapout krog en orjalenn gant ma zorn evit ma'z afe mat en-dro hag e klevan ar plac'h-se o lavaret : «Prenet hoc'h eus ar reunig-se pe betra, seblantout a ra marv ?! pe c'hoazh «N'eo ket un dañs chamanek gwir hoc'h eus filmet, gouzout a ran a-walc'h, un diplom etnologiezh am eus...»

Kendelc'erh a ra Tonolli gant e gaoz : «Ne vo diskouezet Les enfants de la baleine biken. Ur c'hwitadenn a zo chomet war ma spered betek m'en deus kinniget Pernoud din mont en-dro du-hont evit Thalassa. Anvet e voe ar film nevez La mort d’un peuple, e 2009, kinniget em boa Les larmes de la baleine. Piv omp-ni evit divizout eo marv ur bobl ? En holl, em boa tremenet 3 bloaz hanter gant an dud-se. Mirout a ran an eñvor anezho don em fenn. Plijout a rafe din mont en-dro da filmañ ar vugale a zo bremañ e karg a familh. Mont da besketa un eog bennak ganto.

Pa c'houlenner digant Tonolli reiñ anv ul levr a blij dezhañ, e stag da c'hoarzhin.
«Dic'hallus, lenn a ran 4 pe 5 levr ar sizhun, a-bouez-bras eo evidon. Dalc'hmat e vezan o lenn, Pa oan aet kuit e-pad 14 miz em boa kaset 123 levr ganin evit delc'her ma c'hrog Lenn a ran pep tra, levrioù Jack London ma bugaleaj betek…»
Neuze ne venegimp nemet al levr kaer les enfants de la baleine, skrid ha tresadennoù gant Tonolli, bet skrivet e-pad ar goañv e ti e vignoned Tchoukched e Ouelen, e strizh-mor Bering, el lec'h ma sav an heol da gentañ a-raok na ra war peurrest ar bed...

Les Enfants de la baleine, embannadurioù de la Martinière

Filmadurezh

  • 2014 André Mare, carnets de guerre d’un caméléon, avec Laurence Graffin
  • 2014 Normandie Niemen
  • 2014 Belfast, mon amour
  • 2014 André Mare, carnets de guerre d'un caméléon
  • 2013 Berlin, mon amour
  • 2013 Syrie, les enfants de la liberté
  • 2013 Bagdad, mon amour
  • 2013 Syrie, les enfants de la liberté, 52'.
  • 2012 Bagdad taxi, 52'
  • 2011 Sarajevo mon amour, 52'
  • 2011 Le Secret des sept sœurs, 52'
    4 épisodes
  • 2009 La Mort d'un peuple, 115'
  • 2007 Les enfants de la baleine
  • 2001 Ch'Toyota, 26'
    4 épisodes
  • 2000 Micki and the Dark Wind, 52'
  • 1995 Arménie : le sang des montagnes, 52'
  • 1995 Les Seigneurs de Behring, 52'
  • 1994 Éthiopie : les Rastas de Shashamene, 12'
  • 1994 Éthiopie : l'Omo, la vallée du matin du monde, 15'
  • 1991 Berlin l'excentrique, 12' minutes

Crédits photographiques : Lucas Faugère

André Mare, carnets de guerre d'un caméléon

André Mare, carnets de guerre d'un caméléon

Frédéric Tonolli / Laurence Graffin

Bandenn-vrudañ

Istor ul livour norman hag a vesk an arzoù-kinklañ, an darguzhat-brezel hag un testeni diwar ar brezel bed kentañ.

Gwelet ar fichenn

Arménie, le sang des montagnes

Arménie, le sang des montagnes

Frédéric Tonolli

Film war e hed

Menezioù Karabagh Uhel a oa bet roet da Azerbaidjan gant Stalin e 1921. E 1988 he doa dibabet ar bobl bezañ stag eus Armenia. Pogromoù a zo deuet war-lerc'h seurt « atahin ». Deroù ur brezel war-blas hag a bad abaoe c'hwec'h vloaz... dindan (...)

Gwelet ar fichenn