Foued Bellali, kameraet ha mennet da vat

Foued Bellali

Foued Bellali, kameraet ha mennet da vat

Kavout ar poltred

Foued Bellali, kameraet ha mennet da vat

Lakaet en deus Foued en e soñj e oa ur c'hamera unan eus ar binvioù evit e stourm a-enep an diforc'hidigezhioù. Implijout a ra anezhañ gant Bahar Kimyongür, en arvar da vezañ adkaset da Durkia. Penndudenn ar film Résister n'est pas un crime eo, ur film kenaozet gant Marie-France Collard ha Jérôme Laffont e 2007. Ur film graet evit lakaat sklaer d'an holl an diouer a frankiz a zo en Europa a-bezh.


Daoust da bep tra e wel Foued an traoù diouzh an tu mat, mont a ra da Varoko, bro e dud, plijout a ra dezhañ stourm evit an divsevenadurezh en e vro c'henidik, Belgia. Mennet eo da vat.

 

E film kentañ Rue du nord, a zo ur film graet a-stroll, eme Foued kerkent. «Desket em eus ma-unan gant filmaozerien Laurent Van Lancker ha François Ducat. Goude-se em eus kiet e-pad mizvezhioù war ar frammañ gant ar c'henaozourezed... komprenet em eus ha bremañ e c'houlennan digant frammerien a-vicher !
Place Belgique a zo deuet er-maez goude-se e 2006, ur film diwar-benn an divsevenadurezh. Klevet a reer ennañ ur plac'h yaouank o c'hoarzhin goap : diforc'hidigezh yael ? N'hell ket bezañ !
Ha bremañ ? Foued, keodedour belgiat a orin marokan, a zalc'h en he sav, abaoe ouzhpenn dek vloaz, ar gevredigezh 2bouts, evel ma c'hell, da lavarout eo gant nebeut a yalc'hadoù ha gant e wenneien dezhañ. Ar sifr 2 a dalv evit an daou sevenadur, an hini en deus desket abred-tre, gant un tad berber hag ur vamm arabez, e c'helle an divsevenadurezh bezañ ur chañs. Foued a gomz arabeg ouzh e vab ha bep tro e vez stad ennañ pa'z a da Varoko. Met e Belgia eo e vez o stourm.

E-barzh 2bouts e kas da benn meur a dra, bevaat, stummañ, kelennadurezh ar mediaioù ha stalioù video. Dispenn ar c'hlichedoù o deus an dud diwar-benn an enbroerezh a zo a-bouez-bras, en ur vro a zo doujusoc'h, hervezañ, ouzg gwirioù an enbroidi eget ned eo ar Frañs, met santout a ra mennozhioù an tu dehoù pellañ o kreñvaat abaoe dek vloaz, mennozhioù silet gant strolladoù hengounelour. Sevel a ra start a-enep ar prezegennoù-se graet war vuzul, setu perak ec'h adro ar gaoz da vugale enbroidi e Place Belgique, ur strobad testenioù dastumet e 2006. E 2007 e tizolo Clea (Comité pour le Liberté d'Expression et d'Association) hag ez a da heul Bahar Kimyongür, un Turk yaouank, bepred en arvar eus e vuhez. «Ret e oa filmañ buan, gwalldaolioù an 11 a viz Du o deus startaet al lezennoù. Bahar, ur Belgiad yaouank a orin eus Turkia, a zo diskred warnañ evit bezañ aet a-du gant an DHKPC, na ra nemet disklêriañ gwallerezh gwirioù mab-den e Turkia. En arvar da vezañ kaset d'e vro, lakaet en toull-bac'h meur a wech, ez eo un arouez hollvedel eus ar stourmerien lakaet da dorfedourien er bed a-bezh. Kit war lec'hienn Clea evit ober ho soñj. Ar film-se a zo un ober, un doare stourm en ur vro hag a blij din abalamour d'an degemerusted, evit an doare ma ra war-dro an enbroidi. Daoust ma kav din e starta an traoù, e chom fiziañs ennon hag e welan ar gwirvoud (bezomp realourien, greomp ar pezh a zo dic'hallus, a lavare ar Che).»

N'eus nemet gwelet e film diwezhañ, kensevenet gant François Pirotte, Cuire ensemble, peurechuet e 2014 goude bezañ filmet e stalioù kegin e-pad daou vloaz. Penaos e c'hell tud eus ar Maghreb, Rusianed, Italianed, Ivoriz ha Belgiz fardañ boued asambles ha dont d'en em anavezout tamm-ha-tamm. Diskoachet e vez pep tra tro-dro d'ar podhouarnioù gant tud diaes o stad, galleg e teskont ivez el lec'hioù-se. « Ur gevredigezh evel-se a blijfe din gwelet, ur bed el lec'h na vo ket tamallet an Arabed vuzulman, hep prezegennoù a gasoni, netra nemet c'hwezh vat o sevel eus ar chidouronoù» eme Foued en un taol-c'hoarzh laouen oc'h echuiñ e gaoz.

 

  • lec'hienn 2bouts e Belgia
    http://www.2bouts.be/
  • lec'hienn CLEA Titour a-leizh ha difenn Bahar Kimyongür hag ar frankiz da gomz
    http://www.leclea.be/
  • Lec'hienn Henvroidi ar Republik
    http://indigenes-republique.fr/
  • Des livres qui ont compté pour Foued :
    Lec'hienn Henvroidi ar Republik de Thierry Jonquet et Boumkœur Boumkoeur gant Rachid Djaïdani, diwar-benn ar vuhez en ur gêrig eus ar bannlev ...

Filmographie

  • Rue du Nord - 2004
  • Place Belgique - 2006
  • Résister n'est pas un crime – avec Marie-France Collard et Jérôme Laffont -2007
  • Vu des quartiers Schaerbeek – 2012
  • Le vent des parents - 2012
  • Cuire ensemble - 2014
Cuire ensemble

Cuire ensemble

Foued Bellali

Film war e hed

Istor ur strollad tud deuet eus amañ hag ahont hag a felle dezho keginañ asambles, ijinet o deus ur rekipe dic'hortoz…

Gwelet ar fichenn

Place Belgique

Place Belgique

Foued Bellali

Tamm

Komz a ra « Place Belgique » eus an daouberzhiadegezh. Nag eus amañ nag eus lec'h all, eus an daou lec'h war un dro, bugale an enbroidi a grou un identelezh dezho o-unan. Evit kompren mat pinvidigezh ha kemplezhded ar sach-disach etre an div (...)

Gwelet ar fichenn

Résister n'est pas un crime

Résister n'est pas un crime

Foued Bellali / Marie-France Collard

Film war e hed

E Belgia, da gentañ, eo bet gwelet efed an aergelc'h a surentez lakaet e pleustr war-lerc'h «ar brezel a-enep ar sponterezh» goude an 11 a viz Gwengolo 2001. En ur heuliañ ar stourm kaset gant Bahar Kimyongür ha Kuzul ar  Frankiz Ezteurel (...)

Gwelet ar fichenn

Rue du Nord

Rue du Nord

Foued Bellali

Film war e hed

Testeni enbroidid eus ar rummad kentañ, paotred ha merc'hed eus ar Maghreb, hag hini disheñvel un enbroad polonat hag ur beleg katolik belgiat. Buhezioù an dud hag an enbroañ.

Gwelet ar fichenn