Cinéaste rare et précieux

Farouk Beloufa

Cinéaste rare et précieux

Kavout ar poltred

Farouk Beloufa a zo ur filmaozer aljerian. Adalek ar bloavezhioù 1970, en em gav mouget en e vro. Yaouank-tre e tiviz tec'hout kuit a-drugarez d'ar skeudennoù. Dizoleiñ a ra Bro-Liban p'emañ ar brezel diabarzh oc'h ober e reuz e 1976. Dont a ra en-dro eus e veaj verr gant soñj ur senario a zeuio buan da wir hag e tistro da Veyrouth da filmañ e-mesk boledoù dianket hag emgannoù etre kavailhadoù. Anvet eo Nahla, ur film hir gwelet gant an holl evel unan dibar en istor ar sinema, degemeret eus ar c'hentañ eo gant al Libaniz hag emañ e-touez ar filmoù anavezetañ er sinema aljerian.

Farouk, douget out da vat gant ar sinema ?
Abred-kaer em boa divizet achap a-drugarez d'ar skeudennoù. Skeudennoù an dud all da gentañ, barner filmoù on bet. Tro em eus bet da c'houlennata filmaozerien hag a blije kalz din, Roman Polanski da skouer. Goude-se on bet en INC, ar skol sinema aljerian gentañ hag a zo bet diskaret buan-buan. Aet e oan neuze d'an IDHEC ha da vodadoù-studi Roland Barthes, e Pariz. Bamiñ a raen dirak Bresson, Antonioni, Godard...

Ar sinema en deus roet tro deoc'h da vont d'an estrenvro? Hag istor Nahla a grog en Egipt...

Skoazeller Youssef Chahine e oan evit Le retour de l'enfant prodigue, e 1976 e Kaero, hag em eus gellet mont da Veyrouth e-pad teir sizhun. Ar brezel diabarzh a oa oc'h ober e reuz. Bemdez e veze tud lazhet hag emgannoù, met eno e oan em bleud, trellet zoken, hag eno eo e felle din filmañ. Distroet e oan da Aljer evit skrivañ ha klask kendrec'hiñ. Ur produer, Laghouati a asantas. Unan eus renerien gentañ an RTA eo, ar skingomz ha ar skinwel Aljerian diouzhtu goude brezel an dieubidigezh. N'hellen ket dont war ma c'hiz ken. Peurechuet eo bet Nahla e 1980.

Daoust ha ne oa ket ur film dibosupl d'ober ?

Ne oa ket, daoust da bep tra, ar pezh ne vije ket bet posupl en Aljeria a c'helle bezañ graet el Liban. Graet hon eus diouzh ar feulster. Paouez a raemp da filmañ pa veze re zañjerus, a-wechoù e-pad un devezh pe zaou, ur wech hon eus paouezet e-pad teir sizhun diouzh renk. Ur skipailh bihan e oamp, nebeutoc'h eget dek den, aes ober ganto. En Aljer e oan pennasket, dinerzhet, o klask frankiz, e Bro-Egipt hag e Bro-Liban e oan diere. Kement-se a seblant bezañ digredus met evel-se emañ. Pep tra a oa bet dilamet diganimp em bro, ne oa ket tu da gendivizout, tu ebet da gaout un dazont. Kuitaet em eus Aljeria en diwezh e dibenn ar bloavezhioù 1980 just a-raok ma oa krog an anterinouriezh da ren ha da vac'hañ ar gevredigezh a-bezh.

Hep diskuliañ istor Nahla, e vezer bepred en entremar daou ved. Unan faltazius, hini ar ganerez Nahla, leun a bimpatromoù diwar-benn an Arabed, liammet gant an diabarzhelezh. Ha bed ar feulster, hini ar brezel emañ ar skeudennaouer aljerian Larbi war glask. Larbi oc'h-c'hwi en istor ?

Ne vez morse Larbi el lec'h ma tlefe bezañ e gwirionez, un tamm skizofren eo, un tamm dilec'hiet. Treuziñ a ra ar straedoù en ur redek e-keit ma vez an tennoù o nijal a-us dezhañ. Met bepred e vez gant e afer, met an dud all ne verzont ket se. Ijin ar sinema a zo treuzfurmiñ seurt skinofreniezh en ur perzh soutil, speredek... Dre daoulagad subjektivel Larbi e tizoloer ar brezel. Pep tra zo bet ijinet gant Larbi marteze ? N'eus forzh penaos arvesterien Aljeria o deus adkavet er skeudennoù-se un tamm brav eus o istor... ha lavaret o deus din e oant bet fromet-mat.

Chom a ra Nahla ur film a-bouez, un oberenn, ur c'hevrin. Ne zinac'hit ket anezhañ bremañ ?
Ne ran ket, ar film-se eo em boa c'hoant d'ober, frankiz ouzhpenn e oa evidon. A wir galon eo bet graet ganin. Pell eus kement emglev a vefe...

Trugarez da Samir Ardjoum, e bennad a c'heller lenn war lec'hienn beuzglok Africultures. Aze e kaver ivez filmadurezh Farouk Beloufa.

Daou levr a-bouez evidon :
Les liens invisibles gant Leïla Chellabi, skrivagnerez c'hall, ganet e Maroko.
Un thé au Sahara gant Paul Bowles, ur skrivagner amerikan en deus bevet e-pad pell e Maroko, ur film a zo bet graet diwar al levr gant an Italian Bertolucci.

Ur pennad-kaoz gant Farouk Beloufa e-kerzh Gouel ar Filmoù Douarnenez e 2008, kaset da benn gant skipailh Canal Ti Zef eus Brest.

 

Remerciements à Samir Ardjoum, dont vous pouvez lire l’article sur le site très complet d’Africultures. Vous y trouverez aussi la filmographie de Farouk Beloufa.
http://www.africultures.com/php/?nav=personne&no=7140

Deux livres qui ont compté pour Farouk :

  • Les Liens invisibles de Leïla Chellabi, écrivaine française née au Maroc
  • Un thé au Sahara de Paul Bowles, écrivain américain ayant séjourné longtemps au Maroc, et adapté au cinéma par l’Italien Bertolucci

Une interview de Farouk Beloufa dans le cadre du Festival de cinéma de Douarnenez en 2008, réalisée par l’équipe de Canal Ti Zef, de Brest : http://www.youtube.com/watch?v=lGgLUtvaImc

Filmlennadur

  • 1979  Nahla
    Après la bataille de Kfar Chouba au Liban, en janvier 1975, Larbi Nasri, un jeune journaliste algérien, est pris dans le tourbillon des évènements  [...] (ENTV/Radiodiffusion Télévision Algérienne (RTA)
  • 1973  Insurrectionnelle (La guerre de libération)
    La première production majeure de Farouk Beloufa. Le film finit censuré.
  • Situation en transition
    Une espèce de course-déambulation à Alger qui se terminait par une bagarre sur une barque à l'Amirauté. Court métrage de Farouk Beloufa Film d'école [...] (IDHEC/FEMIS)
  • Travestis et cassure, noir sur blanc
    Film tourné à l'Idhec. Le héros est joué par Merzak Allouache. Court métrage de Farouk Beloufa Film d'école, réalisé à l'IDHEC (IDHEC/FEMIS)
Nahla

Nahla

Farouk Beloufa

Film war e hed

Goude emgann Kfar Chouba el Liban, e 1975, Larbi Nasri, ur c'helaouenner aljerian yaouank, a zo tapet e tourni an darvoudoù c'hoarvezet a-raok ar brezel diabarzh. Ur film-faltazi ha n'haller ket ankounac'haat.

Gwelet ar fichenn