Gourc'hemennoù !

Emmanuel Audrain

Gourc'hemennoù !

Kavout ar poltred

Pa welan ar film Reporter savet gant Raymond Depardon e teskan ez on-me ur c'helaouenner-skeudennaouer. Fromet on da vat. Ma c'heller ober sinema o vezañ ken uvel, engouestlet e-pad bloavezhioù evel ma vez peurvuiañ ul luc'hskeudenner, e rankan neuze dibab an hent-se.
Pemp bloaz em eus lakaet d'erruout. Met n'eus tamm douetañs ebet, an darempredoù a bad keid-all eo a laka ma c'halon da dridal. Tregont vloaz goude, ar vicher-se, ar stumm bevañ, an emzalc'h a-dal d'ar bed a zere ouzhin. Ur misi !

Pa welan ar film Reporter savet gant Raymond Depardon e teskan ez on-me ur c'helaouenner-skeudennaouer. Fromet on da vat. Ma c'heller ober sinema o vezañ ken uvel, engouestlet e-pad bloavezhioù evel ma vez peurvuiañ ul luc'hskeudenner, e rankan neuze dibab an hent-se.
Pemp bloaz em eus lakaet d'erruout. Met n'eus tamm douetañs ebet, an darempredoù a bad keid-all eo a laka ma c'halon da dridal. Tregont vloaz goude, ar vicher-se, ar stumm bevañ, an emzalc'h a-dal d'ar bed a zere ouzhin. Ur misi !

Met kavet en deus Emmanuel amzer ivez da selaou aketus-bras ar re wallgaset gant ar vuhez. Gouezet en deus filmañ ar frailhoù, selaou ouzh ar poanioù hag o resteuler gant dereadegezh vras. Da gentañ gant Partir accompagné (1992) fromus meurbet, ur film diwar-benn ar prederioù habaskaus a ziskouez dimp ar pezh a zo diwelus hag a laka da soñjal er pezh a zo dilavarus. Ha neuze c'hoazh Je suis resté vivant (1993), evit rentañ enor da vugale Sarajevo gloazet er brezel-se hag a badas, a badas… Danvez tud en o sav er brezel-se re bounner evito !

Alies ec'h adkemer Emmanuel hent ar beajoù. E 1996 ez a da welet ur gumuniezh all. «En ur lenn skrid-herêzh an tad Christian, tad-abad abati Tibhirine en Aljeria eo deuet ar c'hoant din d'ober ur film. Lazhet e oa bet seizh manac'h e miz Meurzh. An tad Christian en doa skrivet an toullad pozioù-se nebeut a-raok. An dud-se o doa divizet chom eno daoust ma oant e dañjer. Karout a raent o amezeien, Aljerianed anezho. Bevet o doa asambles daoust ma oant disheñvel-bras. Fromet bras on bet gant ar skrid-se.»
Teir gwech ez a Emmanuel, e-unan, da Aljeria, hep embann war ar groaz, gant doujañs evel boaz. Mont a ra da welet holl familhoù ar venec'h. An eil war-lerc'h eben. Ar film a zeu er-maez : Testament de Tibhirine (2006), a zo ur brav a film kizidik.

Un den a gredenn eo Emmanuel, a-enep ar feulster dreist-holl. Mont a ra da heul soudarded bet galvet da vont da Aljeria hag o deus dibabet nac'h o leve soudard evit arc'hanta raktresoù diorren en Aljeria. Setu obererezh kaer ar gevredigezh 4ACG hag hini soudarded vrokus a weler e Retour en Algérie (2014). Brokus evel ma'z eo Emmanuel.

 

Filmographie

  • 1985 - Boléro pour le Thon Blanc 16 mm, 26’
  • 1987 - Sauveteurs 16 mm, 26’
  • 1989 - Mémoire des Iles - Trois portraits, 3 x 52’
  • 1992 - Partir accompagné 52’
  • 1993 - Je suis resté vivant ! 52’
  • 1995 - Le vent d’été est léger… 26’
  • 1996 - Rue des Thoniers 26’
  • 1997 - La Rochelle, port breton 26’
  • 1999 - Victor Tonnerre  52’
  • 2000 - Les enfants de l’Erika  52’
  • 2002 - Alerte sur la ressource  52’
  • 2005 - …La vie continue  21’
  • 2006 - Le testament de Tibhirine  52’
  • 2008 - Attention Hypothermie  36'
  • 2012-2013 - Retour en Algérie 52’
Boléro pour le thon blanc

Boléro pour le thon blanc

Emmanuel Audrain

Tamm

Ur gaer a droiad pesketa artizanel er-maez da enez Euz.

Gwelet ar fichenn

Le testament de Tibhirine

Le testament de Tibhirine

Emmanuel Audrain

Tamm

Skrapet ha lazhet ez eus bet seizh manac'h gall e manati Tibhirine, e Menez Atlas, 150 km eus Aljer pa oa ar brezel etre islamisted ar GIA ha stad Aljeria en e washañ e miz Meurzh 96. Daoust d'an arvar war o buhez o doa divizet chom en o manati. Da (...)

Gwelet ar fichenn

Partir accompagné

Partir accompagné

Emmanuel Audrain

Tamm

Ur prantad hir e rann ar prederioù habaskaus e Hôpital de la Cité Universitaire e Pariz, an hini kentañ en Europa pa oa bet digoret e 1987. Ar doare ma'z a an traoù en-dro er servij-se a ro ur sell nevez war ar c'hleñved ha war ar marv o (...)

Gwelet ar fichenn

Retour en Algérie

Retour en Algérie

Emmanuel Audrain

Bandenn-vrudañ

50 vloaz war-lerc’h brezel Al Djazair, p’eo krog ar soudarded-bet da douch o fañsion, e tiviz darn dioute komz a-benn ar fin, ha sikour an Aldjazairiz.

Gwelet ar fichenn