klasker skeudennoù ha... pinvidigezhioù

Corto Fajal

klasker skeudennoù ha... pinvidigezhioù

Kavout ar poltred

Birvilhañ a ra daoulagad Corto Fajal pa gomz eus e vicher. Ur vicher realizatour dre ar bed, ar pezh a ro an tu dezhañ « d'anavezout traoù dic'hortoz, da gaout krog war un hir a amzer, da vezañ intret gant ar pezh a vevan ha pa c'hellan, en un doare a glot gant ma mennozhioù.»
Karned labour Corto a c'hell bezañ dindan ur wezenn-balmez e Tikopia, en un enezenn eus inizi Salomon e Melanezia, pe c'hoazh dindan un tipi gant Jon, face aux vents, ur film deuet er-maez e 2012. Pe c'hoazh, un troc'had hir en e vuhez gant Samied Sueden e bro ar c'hirvi-erc'h...

«Ar c'hentañ film ? Ur pennad hir war enez Tikopia er Meurvor Habask. 1 800 enezad, hep tredan, gant un ekonomiezh kloz koulz lavaret. Ur skouer eo gant pennoù-bras gwirioù kustumel, un aozadur sokial dibar, tamm gwenneg ebet met eskemmoù donezoù, un ekonomiezh kelc'hiek, berr-ha-berr un enklask eus ar re zedennusañ evidon. Tremenet em eus daou viz eno c'hoazh evit gwelet hag ober gwelloc'h anaoudegezh ; distreiñ a rin di prestik hag ur c'hlasker yaouank a gemero ma flas, Dorian Buischer hag a zo eno bremañ. Lavaret e vez eo dibaseet hon doare d'ober, me ’gav din eo ret dimp klask ober traoù all, doareoù soñjal all ha doareoù ober all. Kalz a draoù a van d'ober ha dreist-holl e vefe mat deomp sellet a-dostoc'h ouzh ar peurrest eus ar bed... Dizoloet em eus Tikopia en ur lenn al levr Effondrement gant Jared Diamond, pa oan chomet sac'het en ul lochenn goad e-pad ur barrad erc'h divent er Gournorzh. Komz a ra al levr eus diskar kevredigezhioù 'zo abalamour d'an endro. Reiñ a ra ar rag hag ar perag ma'z a  sevenadurezhioù 'zo da get  ha ket reoù all. Dedennus ken-ha-ken !

Lakaeet em eus pevar bloaz d'ober ma film diwezhañ, bet on war al lec'h da gentañ da welet ar Samied, kejet em eus gant Jon, saver kirvi-erc'h, klasket produourien, n'eo ket aes filmañ. Met aet eo plaen an traoù en diwezh. Ur blanedenn vat em boa pa'm eus kavet ur c'henproduour svedat. Dizalc'h on evit skignañ ma film, un dibab graet ganin eo. Ne'm eus tamm keuz ebet eus an dibab-se ha mont a ran er salioù sinema ha kejañ gant miliadoù a dud ; 220 abadenn betek-henn. 

C'hoant em eus da zikouez buhezioù tud ha kenrannañ anezho rak un dalvoudegezh denel o deus evit an holl. Bevañ bemdez gant Jon hag e re o deus broudet ac'hanon da adlenn levrioù antropologiezh hag etnologiezh, skridoù hag a zlefe bezañ anavezet gant ar sokiologiezh a-vremañ. Bez' ez eus meur a stumm da vevañ etre hengoun hag araokaat, evit se eo ret prederiañ un tamm, addizoleiñ ar speredelezh ? Daoust ha n'eo ket bet lezet a-gostez evit ar vodernelezh ? Jon hag e re a oar ober eus an teknologiezhioù hep ankounac'haat na trubardiñ al liammoù o deus gant o douar ha prederouriezh o zud-kozh.

Pa sellan war-dreñv e welan e komze ma film kentañ  El orgullo del gitano,eus kudennoù ar spered a gumuniezh. Filmet oa bet e bro Bariz, Trellet oan gant se. Goude-se, e-pad ur prantad, em eus filmet troiadoù sport, alies tud oc'h ober MTB. Souezhus eo, met d'ar c'houlz-se ivez em boa ur sell all war ar bed. Abaoe em eus gwelet tud eveldomp, met gant ur vuhez vihan all en tu-hont...
Mont a ran da glask  ar pinvidigezhioù diazez. Gant kalz a eurvad !

Filmlennadur

  • 2001 La mémoire des pierres
    fiction, avec René Vautier comme comédien
  • 2007 Chut(e)
    fiction courte
  • 2007 La vie sexuelle de Peter Pan
    Documentaire
  • 2010 Jon, face aux vents
    Documentaire long-métrage

Evit gouzout hiroc'h diwar-benn ar Samied

Le Défi des rennes gant Pierre Marc :
http://www.dorval-editions.com/POLES/ledefidesrennes-.html

Sur le site d’Expression première, un beau dossier avec l’anthropologue Marie Roué, en territoire sami :
http://expressionpremiere.net/678/en-territoire-sami/

Le site du film Jon face aux vents offre plein de ressources et d’articles :
http://www.jonfaceauxvents-lefilm.com/

Ul levr diazez gant an antropologour gall Philippe Descola : Par-delà nature et culture
http://developpementdurable.revues.org/2954

pajenn facebook ar film  Tikopia da zont er-maez :
https://m.facebook.com/tikopialefilm?v=feed&refsrc=http%3A%2F%2Fm.facebook.com%2Fa%2Flanguage.php&_rdr

Carnet  de repérages : Tikopia

Carnet de repérages : Tikopia

Corto Fajal

Bandenn-vrudañ

Karned notennoù prientiñ graet e-pad daou vloaz a-raok filmañ Tikopia, e Melazenia.

Gwelet ar fichenn

Carnet de repérages : Jon le Sami

Carnet de repérages : Jon le Sami

Corto Fajal

Bandenn-vrudañ

Karned notennoù prientiñ graet e-pad daou vloaz a-raok filmañ « Jon face aux vents »

Gwelet ar fichenn

Jon, face aux vents

Corto Fajal

Bandenn-vrudañ

E-kerzh filmañ an treuzpeuriñ bras e 2010, e torras ar skorn war ul lenn gant pouez 3000 karv-erc'h. Ar gwashañ gwallzarvoud bet bevet biskoazh gant ar Samied. Bras- bras eo bet stroñs psikologel an darvoud-se war pobl ar Gournorzh. Sin an (...)

Gwelet ar fichenn