ur filmaozour artizan ha futuer

Charles Veron

ur filmaozour artizan ha futuer

Kavout ar poltred

Charles Veron a zo un artizan hag a «ra» e filmoù gant kalz a aked hag a intrudu, gant kalon ivez.
«Filmañ a ran evel ma vevan bemdez. Gouest on da ijinañ, evit ma flijadur din ma-unan, ur filmaoueg war douar skornet Arktika ha mont goude da Vayotte gant heuget e oan bet gant ar pezh a dremen war an enez-se war zigarez e oa deuet da vezañ un departamant. Gwechoù eo diaes, gwechoù all skañvoc'h, strizh pe tener, deuet mat a-wechoù ha gwechoù all… feiz, alies e vez kemmesket an traoù. Ar vuhez, na petra 'ta !

Charles, penaos oc'h deuet d'ar sinema ?
Setu pell pell ’zo em boa kemeret perzh en ur genstrivadeg teulfilmoù berr. Ar priz kentañ a roe an tu d'al loread da seveniñ e film. Ar plas kentañ a oa deuet ganin. N'eus chomet netra ganin eus ar film-se nag un eil zoken (nag ur video) eus ar 15 munutenn troet e «super16» e gwenn ha du ha ne’m eus nemet un damsoñj eus an istor.
Met soñj am eus eus ar berzh bras en doa bet dirak un dornad sellerien (skipailh ar film hag un toulladig tud a oa eno dre zegouezh), kement-se en deus kemmet ma buhez, ha lakaet un termen d'ar bloavezhioù hir em boa tremenet o straniñ er skol-veur, hag o straniñ hepken goude-se.
Ar prantad deskiñ neuze...
Ya, aet on da Bariz «da heuliañ» ur skol sinema ! Zoken ma ne’m boa ket desket kalz a dra, me ’gred, met evit an dud all em boa tapet un tamm barregezh. Neuze em eus renket labourat hag on deuet da vezañ skoazeller e-pad tri miz evit an abadenn Champs Élysées gant Michel Drucker. Un deiz e voe goulennet diganin kaout kousto pe gousto ur wenterez evit reiñ fiñv da vrozh Sylvie Vartan, neuze em eus komprenet ne oan ket graet evit ar bed-se. Un taol-arnod all e bed ar bruderezh en deus lakaaet ac'hanon ivez da soñjal e oan o faziañ hent, chomet on nebeutoc'h eget miz eno.

Setu koulskoude ur film kentañ o tont er-maez ?

Ya, Graffitis, ur 6' war diwan an hip-hop er bloavezhioù 90. Kompren a raen ha dizoloet em eus er memes mare ar video hag ar c'hoariva. Mont a ran da Vro-Liban da filmañ ar brezel. Prenañ a ran ur c'hamera, unan a-feson gant ar soñj gwerzhañ skeudennoù. Goude Beyrouth on chomet sac'het e Kiprenez ha goude em eus filmet an Intifada en Israel. Filmet em eus e Gaza. Eno e oan em bleud, zoken ma n'on ket deuet da vezañ un emsaver evit ar stourm-se.


Ha setu Breizh o tont en ho puhez, gant redi ur senario nevez ?


Dont a ran da Vizhui-an-Dour da chom, er Mor-Bihan nepell ouzh ar Blavezh. Eno e sellan ouzh ma amezeien ha penaos e vevont, en o zouez, tri breur, peizanted ha paotred yaouank kozh, Léon, Henri et Jo (1997). C'hoant e oa deuet din da filmañ anezho, setu ur pennad oa e sellen outo gant o asant. Komz a reomp asambles eus seveniñ ur «film gwir» hag ec'h asantont. Met goude pemzektez gant tud tro-dro dezho diehan, bern-war-vern en ur gegin, e welont ar raktres gant daoulagad disheñvel.

Koulskoude e voe plijadur pa voe skignet ?


Gwir eo, zoken ma n'o deus ket an tri faotr ar memes emzalc'h : Jo a nac'h dont, o lavaret en em wel a-walc'h evel-se dirak ar melezour. Henri a sav a-du hag a zispleg kreñv ar pezh a lavar er film. Leon, bouzar un tamm, mezhek un tamm ivez, a gav eo re lous ar gegin war ar skramm... Eñ eo paotr an ti... met fromet eo an holl gant ar film, bremañ c'hoazh.

Goude-se e vo kalz a istorioù filmoù all, lod anezho personel-tre ?
Kejet em eus gant tud all ha beajet… neuze !
Chomet on er Benin e-pad tost bloaz, filmet em eus diwar-benn ar vaodou. Diskoachet em eus un tad misioner a oar displegañ mat da dud Europa petra eo kredenn ar vaodou. Batet on gant e istor, ha gant e asant e tivizan ober ur film. Je ne t'aimerais pas tant (2002), a zo un istor karantez dre lizher etre ar misioner hag ar plac'h en deus karet en e yaouankiz ha chomet e Breizh. Hiziv c'hoazh em eus ur raktres – war hir dermen – e Burkina-Faso diwar-benn Thomas Sankara.


Kalz a vonedone a zo etre Breizh war ar maez ha porzhioù-mor ar bed a-berzh ?
Me ’gav din em eus ur sell din ma-unan war bed al labour-douar er film Quand je dis que mon mec est ouvrier agricole, y a un blanc... (2000). En em staliañ a ran gant ma c'hamera e lec'hioù disheñvel : Loctudy-Abidjan e 1998, Le kolkhoze du lieutenant Schmidt, un enklask en Ukraina e 2001, Le Havre port breton ? e 2004, Posté à bord e 2009 pe Caribou maoré e 2011, e Mayotte.

Liammoù
Le garçon savoyard gant Ramuz
Les ploucs gant Youenn Coïc, un istor peizanted deuet er-maez e 1973 met a chom war ma spered...

Filmographie

  • 2011 Caribou Maoré
  • 2009 Posté à bord
  • 2007 Un cata pour l'Arctique
  • 2006 Les fêlés de l'Atlantique
  • 2004 Le Havre, port breton ?
  • 2002 Je ne t'aimerais pas tant...
  • 2001 Le kolkhose du Lieutenant Schmidt
  • 2000 Quand je dis mon mec est ouvrier agricole, ya un blanc !
  • 1998 Loctudy-Abidjan, aller simple
  • 1997 Léon, Henri et Jo
Caribou Maoré, bienvenue à Mayotte

Caribou Maoré, bienvenue à Mayotte

Charles Veron

Tamm

E Mayotte e tibab kalz a dud o chom eno dre guzh dilezel o bugale war an enez o krediñ o devo ur vuhez welloc'h. Pevar mil dindan oad dilezet a zo bremañ o kantren, hep tamm familh, lezet on o unan, juzh-diguzh, skoliataet a-wechoùigoù, hag a (...)

Gwelet ar fichenn

Je ne t'aimerais pas tant

Je ne t'aimerais pas tant

Charles Veron

Tamm

Aberzhet en deus Paul Dupuis e garantez evit Félicie er bloavezhioù 50. Kuitaet en deus Breizh hag aet d'ar c'hloerdi ha dibabet bezañ misioner ha setu-eñ kaset da zifraostañ aodoù Afrika ar C'hornaoueg c'hall. Daou-ugent vloaz goude, e penn (...)

Gwelet ar fichenn

Léon, Henri et Jo

Léon, Henri et Jo

Charles Veron

Film war e hed

Tri breur int, oadet etre 60 ha 70 vloaz, dizimez ha labourerien-douar. Pa oa marvet o mamm, e laboure Jo en diavaez. An ti-feurm a zo degouezhet gant an daou all. Setu pell 'zo o deus rannet al labour; Henri a vez er parkeier ha Leon a ra war-dro (...)

Gwelet ar fichenn

Quand je dis mon mec est ouvrier agricole, y 'a un blanc

Quand je dis mon mec est ouvrier agricole, y 'a un blanc

Charles Veron

Tamm

Piv int ar re-se, paotred-saout gwechall hag a ranne buhez o mistri ha teknikourien al labour-douar an deiz a-hiziv? Alies e vezont paeet fall evit ober labourioù kalet, poan a ra dezho gwelet e vez ur skeudenn disprizus diouto ha n'eo ket anavezet (...)

Gwelet ar fichenn