plac'h dibabek hag entanet.

Brigitte Chevet

plac'h dibabek hag entanet.

Kavout ar poltred

Brigitte Chevet a ra al liamm gant he micher gozh a gelaouennerez hag he flijadur vras he devez o kontañ istorioù. Ha ma'z int istorioù merc'hed eo gwelloc'h ha se ha ma c'hell silañ eno un tamm fent, eo graet an taol ! Evel-se e oa kont evit he zeulfilm kentañ, Avec mes quelques rides. Ur c'hofad c'hoarzhin !
Abaoe he deus graet meur a film war kudennoù an ekologiezh Brennilis, l'Affaire Plogoff, ijinet ganti «hep klask kenteliañ tud kendrec'het». Ne guzh ket kennebeut ez eo stag ouzh Breizh ha selaouenniñ a ra gant Docteur Yoyo pe mont da heul Loeiz ar Peñseg gant Le menhir et la rose. Kaer 'vezo ober, ne vo ket, nann, ne vo ket renket en ur rummad resis ! 

Krog e oa red-micher Brigitte Chevet gant ar c'heleier er skinwel. Aze he deus desket ar vicher, kompren yezh ar skeudennoù. Met buan-tre e kuita ar bed-se. Tamall a ra e vez re diwar c'horre an darempredoù gant an dud. Dedennet eo gant un danvez just a-walc'h : mont donoc'h ha diskouez skeudenn ar gozhni. Avec mes quelques rides a zeu er-maez e 1999, an tudennoù a zo merc'hed kozh dek vloaz ha pevar-ugent a c'hoari gant plijadur evit ar skinwel. C'hoarzhadeg a-leizh, n'eus ket amzer da goshaat! Ur sell tener war ar mammoù-kozh, gouest da vont en o sav goude un abadenn skignañ en ur festival ha da lavaret d'an arvesterien : arzourezed a-feson omp? Hañ? Anzav a ra Brigitte he deus ur soñj tener eus ar mare-se. «Sabatuet on bet gant degemer mat an arvesterien. «Ha ma na vefe ar sinema nemet un doare da rannañ fromoù ?»

Kendalc'h a ra gant he c'hefridi : e bed ar merc'hed, un tamm pennad hent gant  Odette du Puigaudeau (2000), harozezed gant Jupe, ou pantalon ? (2007), mousc'hoarzhin a reer o sellet des Femmes au volant (2010).  Kas a ra da benn filmoù oc'h implijout filmoù-enklask hag a ziskouez e peseurt stad emañ an douar, ar blanedenn gozh. Pemp bloaz e lakao Brigitte d'ober  Brennilis, une centrale qui ne voulait pas s'éteindre (2008). Gwechoù 'zo e vez  entremar, gwechoù all digalonekaet. Laouen e voe o kejañ, un deiz goude ma voe skignet he film, gant un den arbennik war ar panelloù-heol hag a ro dezhi da c'houzout en doa-eñ tapet ur sell all war an nukleel war-lerc'h bezañ gwelet he film.

Hi hec'h-unan a lavar kaout c'hoant da «filmañ ar wirionez war sujedoù tabou.» Met soursial a ra ivez eus mennozhioù ar re na stourmont ket. Un doare all d'ober politikerezh? Aketus-bras eo ha goude ar film Mourir d'amiante (2005) e kendalc'h da zastumtestenioù a gaver en ul levr, kenbroduet gant ar skeudennaouer Richard Volante. An drougafer-se a chom war he spered, met abaoe aet eo trema aodoù all.

Lakaat a ra he nerzh bremañ evit kontañ tonkad souezhus Rose Valland, un harozez eus ar Rezistañs. Skoazellet he deus lakaat degas en-dro eus Alamagn miliadoù a oberennoù arzel skrapet gant an nazied. «N'eo ket anavezet e Bro-C'hall, ha c'hoant am eus da lakaat anezhi war wel... Dreist, bez’ e c'hellan gant se ober ar pezh a blij din war dachenn an enklaskoù istorel ha diskouez tonkadur ur plac'h hep ankounac'haat dizoleiñ istor an arz!»
Dielloù, fent, ekologiezh, futuerez emezi, gant denelezh. En-dro!

Teulfilmoù

  • 2016 Les Voleurs de Feu
    52' Vivement Lundi !, Public Sénat, France 3 Bretagne, TV Rennes, Tébéo et Tébésud, enquête historique et politique pour comprendre les raisons des difficultés du secteur de l'énergie solaire en France
  • Janvier 2015 L’espionne au tableau, Rose Valland face pillage nazi
    52' Aber Images en coproduction avec France 3 Alpes et National, documentaire historique sur le sauvetage par Rose Valland, une assistante discrète, de milliers d’œuvres d'art pillés par les nazis
  • Octobre 2013 Le Menhir et la rose
    52' Pois Chiche Production, France 3, un portrait de Louis Le Pensec, et sur la bascule à gauche de la Bretagne, coauteur Jean Guisnel
  • Juillet 2013 Rennes, ville refuge
    26' Aligal, Arte Reportage, reportage sur l'attraction qu'a Rennes sur les migrants
  • Décembre 2010 Docteur Yoyo
    52' Mano a mano productions, France 3, le suivi de l’installation d’un médecin bulgare d’origine congolaise dans un village finistérien.
  • Octobre 2010 Femmes au volant
    49' Quark Productions, France 5, film d’archives sur l’histoire des femmes au volant, sur un siècle d'histoire automobile.
  • Juin 2010 Au fil de l’eau
    52' Aligal Productions, TV Rennes, Ty Télé et Tébéo,  une promenade bucolique le long du canal de Nantes à Brest.
  • Mars 2008 Brennilis, la centrale qui ne voulait pas s'éteindre
    52' Vivement Lundi, France 3, le premier démantèlement total d'une centrale nucléaire, et la bataille entre écologistes et EDF (Prix de l’enquête scientifique, festival du journalisme d’Angers 2008). 
  • Juillet 2007 Jupe, ou pantalon ?
    52 mn,  pourquoi les ados ne veulent plus porter de jupe aujourd'hui, France 3, Aligal production (Documentaires au féminin, Rennes 2008, sélection Télémaque 2010)
  • Septembre 2005 Mourir d'amiante
    52' France 3, Aligal Production, sur les victimes de l'amiante à travers l'histoire de la société Eternit. ( Doc Ouest 2005, Images de Justice, étoile 2005 de la Scam, Festival du film d'environnement de Paris 2006 )
  • Décembre 2003 L'autre Goncourt
    29' Aligal Productions, France 3, le Goncourt des lycéens vécu par une classe de première.
  • Février 2003 Baraques Blues
    52' Aber Images, France 3. Histoire d’une ville provisoire, celle des baraques de l’après-guerre à Brest.
  • Février 2003 La guerre des truies aura-t-elle lieu ?
    26' Aligal Production, France 3, les conflits entre écologistes et paysans autour d'une porcherie, filmés sur deux années.
  • Octobre 2002 Travelling in Téhéran
    28' Vivement Lundi,  en coréalisation avec Philippe Baron, un carnet de voyage sur le cinéma iranien actuel (France 3, Ciné-Cinémas).      
  • Septembre 2001Planète Zanzan
    52' France 3, Aligal productions,  Portrait d’Hadda Guerchouche, militante du handisport et ancienne championne olympique.
  • Juillet 2000 Odette du Puigaudeau, de la Bretagne au désert
    26' France 3, Aber Images. Portrait d’une écrivain des années 3O, exploratrice de la Mauritanie. ( Prix du  reportage, Festival du Film de Voyage de St Etienne 2001, mention spéciale du Jury, Festival du Film Maritime et d’Exploration de Toulon 2001)
  • Juin 2000 L’affaire Plogoff
    52' France 3, France 5, Aligal productions. (Prix Armen, festival de Douarnenez 2000). Vingt ans après, retour sur l’échec de l'implantation d'une centrale nucléaire.
  • Mai 1999 Avec mes quelques rides”,  52mn,  France 3, Candela Production.
    (Prix du public, mention du jury documentaire, festival de Douarnenez 99) Comment le quatrième âge se met à faire de la télévision : avec humour et jeunesse d’esprit...

 

Avec mes quelques rides

Avec mes quelques rides

Brigitte Chevet

Tamm

Jeanne, Hélène, Simone ha Marcelle a zo etre 78 ha 80 vloaz, bevañ a reont holl en un oaled evit tud kozh e Brest. Ne oa netra a-raok en o buhez a vicherourezed a zouge anezho d'ober kement-mañ : c'hoari evit ar skinwel.

Gwelet ar fichenn

Brennilis, la centrale qui ne voulait pas s'éteindre

Brennilis, la centrale qui ne voulait pas s'éteindre

Brigitte Chevet

Tamm

Brenniliz e Menez Are, ur reaktor arnod e Penn-ar-Bed a zo da vezañ ar c'hentañ kreizenn nukleel  distrujet er Frañs. Ar chanter-se bet diskouezet gant EDF e-pad ur pennad evel unan skouer er Frañs a-bezh a zo paouezet da vat bremañ. Ur (...)

Gwelet ar fichenn

L'affaire Plogoff

L'affaire Plogoff

Brigitte Chevet

Tamm

Setu 20 vloaz 'zo, e Plougoñ, ur gêriadenn er C'hab e Breizh he deus stourmet kalet, tra dic'hortoz,  a-enep sevel ur greizenn nukleel war an aod... Un adsell war an afer-se.

Gwelet ar fichenn

L'espionne aux tableaux : Rose Valland face au pillage nazi

L'espionne aux tableaux : Rose Valland face au pillage nazi

Brigitte Chevet

Tamm

Istror ur stourmerez aet d’an ankounac’h bout ma oa bet savetaet miliadoù a oberennoù arz ganti e-doug an eil brezel bed.

Gwelet ar fichenn

Mourir d'amiante

Mourir d'amiante

Brigitte Chevet

Tamm

Istor an embregerezh Eternit ha stourm an implijidi tapet gant an amiant. Dielfennadur didruez abegoù ur gwallzarvoud yec'hed.

Gwelet ar fichenn

Odette du Puigaudeau

Odette du Puigaudeau

Brigitte Chevet

Tamm

Poltred un ergerzherez eus ar bloavezhioù 30, aet da zizoloiñ Maouritania.

Gwelet ar fichenn

Pop-art aux champs

Pop-art aux champs

Brigitte Chevet

Film war e hed

E Nizon, kêrig stag eus Pont-Aven, ur peizant, ur c'harroñser hag ur grampouezerez o deus kroget asambles da livañ evit ar blijadur... « Livourien ar c'harrdi » o deus livet tremen kant oberenn gant ur stumm diwar ar maez ha diouzh ar c'hiz war (...)

Gwelet ar fichenn