kenskoazellañ, filmañ hag ober

Baudouin Koenig

kenskoazellañ, filmañ hag ober

Kavout ar poltred

Ur sorc'henn da nebeutañ a zo gant Baudouin Koenig, hini an harzoù, ar re savet gant an dud dreist-holl. Gant an dud ha gant o sotoni int bet savet dre c'hoari ar re c'halloudus. Unan eus e filmoù aroueziusañ, Du golfe au Kurdistan, des hommes abandonnés de Dieu, a ziskouez splann ar skodoù a c'hell bezañ drastus evit lod ’zo.
Met plijout a ra da vBaudouin dizoleiñ bed an dud, evel ma plij dezhañ ivez stummañ, kas labourioù a-stroll da benn e-barzh Alterdoc, reiñ ar gaoz d'an dud lezet a-gostez. War e bouez, seder hag efedus.

Emboltred, gant Baudouin Koenig

E traoñ liorzh ma zud e ruilhe ar Roselle, un adstêr eus ar Sarre ha na rae nemet 3 pe 4 metrad ledander. Emaomp er Moselle. An dour a oa du, du e gwirionez. N'helled nag e evañ evit distanañ ar gorzailhenn na dourañ ar parkeier gantañ. Implijet e veze evit gwalc'hiñ ar glaou a oa pinvidigezh al Loren hag ivez merk galloud ar Frañs e penn kentañ ar bloavezhioù 60. Ober a rae ivez an disparti etre ar «  boched vil  » evel ma veze graet eus ar re a oa a-dal dimp, zoken ma komzemp ar memes rannyezh alamanek en diavaez eus ar skol, hon zud-kozh o doa kemmet broadelezh peder gwech e doug o buhez. A-wechoù e c'hoariemp adober ar brezel gant gwaregoù ha flechoù. Hor c'hêr, gwelloc'h e vefe lavaret Kêrvengleuz, a oa anvet Petite Rosselle hag o hini Gross-Rosseln da lavarout eo Rosselle vras, d'ur mare a oa bet ma oa an hevelep bourc'hadenn. Gouzout a ran e vo un termen da vat d'an eztennañ glaou el Loren a-benn ur bloaz ac'hann met kendalc'h a raio en tu all d'ar Rosselle.
N'on ket aet di abaoe bloavezhioù met sur on eo abalamour da’m istor ez on dedennet gant an harzoù.
Merzet em eus e oa ma holl filmoù ha ma raktresoù intret gant istor an harzoù am eus bevet em yaouankiz.

Ma stourmoù 

Bepred e chom hini Kurdistan el lec'h ma filman ha dreist-holl el lec'h ma stumman sevenerien yaouank e framm ar raktres Doku hag ar c'henstroll AlterDoc, unan eus an diazezerien ez on. Sklaer eo ar pal : reiñ ar gaoz d'ar re a lezer a-gostez war ar blanedenn-mañ ha dreist-holl er Reter-nesañ, mont a ran du-hont abaoe 1982. Bremañ e kendalc'han war ar memes hent gant sevenerien irakian, ne vern o orin pe o relijion. Ur raktres diaes, leun a skoilhoù met ne gilomp ket. E-touez ar pezh omp deuet a-benn d'ober ez eus un diskouezadeg diwar-benn ar repuidi kurd degemeret e Bro-C'hall war atiz Danielle Mitterrand hag ur film evit Thema Arte e 2012.

Met muioc'h-mui on dedennet gant ar pezh a dremen tostoc'h hag e soñjan penaos e c'hellfen lakaat ma micher a deulfilmour e servij un engouestl keodedel.

Dedennet on bremañ gant ar raktres Roosevelt http://www.roosevelt2012.fr/ ha soñjal a ran er perzh kemeret gant kelaouennerien-luc'hskeudennerien ar bloavezhioù 1930 er raktres teuliaouiñ ar Farm Security Administration. Daoust ha ne vefe ket ar poent da strollañ filmazourien en-dro d'ur raktres heñvel ?

Hag ar filmoù a blijfe din ober ?

Plijout a rafe din (gant al labour skrivañ hag hini ar broduiñ) ober un azasadur eus Désert des Tartares gant ur filmaozour yaouank Kurd Iranian, Soran Qurbani. Kontañ a reer er film harlu ur strollad peshmergaed eus ar PDKI (strollad demokratel Kurdistan an Iran), ar rener istorel a zo bet drouklazhet gant servijoù kuzh Khomeini e 1989.
Harluet int er C'hurdistan an Irak en ur c'hreñvlec'h e betoñs e traoñ ur menez, eno ez embregont hag e hunvreont e diskar renad ar vollahed.

Filmlennadur

  • 2015 Qui contrôle la mer ? , avec Michel Koutouzis
  • 2013 Armateurs, la loi du offshore
    90', Arte, en cours de tournage
  • 2013 La comédie des sorcières
    52' en cours de montage
  • 2012 I love democratie : Turquie
    90' Arte, RTS
  • 2011 Les démons de l'archipel
    76' Arte, sélection FIGRA 2011, FIPATEL, festival international du film insulaire, ile de Groix août 2011, festival camera Obscura-Pologne) diffusion 1er juillet 2011
  • Le printemps Irakien
    22' Arte reportage
  • 2010 Leptis magna, un rêve de Rome en Afrique
    52' Arte, festival de Nyon, festival d'Eugene Oregon, mention spéciale pour l'image, Rovereto, Bidassoa, Amiens 2012)
  • 2008 Œdipe en Chine
    52' Arte, sélection FIPATEL 2008
    Balkans, l'histoire et ses leçons (développement)
  • Leila Shahid, Palestine for ever
    40' et 52' Arte
  • 2007 Kosovo, le trou noir de l'Europe
    52', France 5, sélection FIGRA
  • Yang Tsé, la révolution bleue
    90', en développement Plan Média UE
  • 2007
    - Nouveaux riches, nouveaux pauvres
    52' dans la série, La Chine s'éveille, France5, LCP
    - La règle des jeux
    52' dans la série, La Chine s'éveille, France5, LCP
    - La chine dans le miroir du salon
    52’ France3 2007, 2010, planète 2007
  • 2005 Turquie, la nouvelle frontière de l'Europe
    52' France 5, TV5 – 2004-2005, FIGRA 2005-prix de la meilleure image2005, festival travelling Rennes 2010
  • 2005 Ma douleur est une araignée
    52' France 2
  • 2005 Mad mundo, sida
    52' France-2 collaboration
  • 2004 Alain Willaume - portrait-robot au bord du gouffre
    26' France 3 Alsace, festival des deux rives, Sarrebruck
  • 2003 Keep shooting
    57' VPRO 2003, Imageplus 2003, festival ailleurs et ici : Israël-Palestine, que peut le cinéma ? 2003, festival de Douarnenez 2003, festival de rio2003, IDFA Amsterdam 2003, festival de Carthage 2004
  • Mars 2003 Irak : barils de pétrole, barils de poudre
    52' Arte, réalisation de la partie Kurdistan
  • Novembre 2002 Les Larmes de la Mésopotamie
    52' les repères de l'histoire France 5
  • 2002 L'Europe sème à l'est
    52' Thema Arte
  • 1999 Irak : la mer sous embargo
    28' Thalassa France 3 1999, Arte 2001
  • 1999 Kosovo… enquête sur un crime de guerre
    30’, M6
  • 1998 Du golfe au Kurdistan... Des hommes abandonnés de Dieu
    90', la sept/Arte "grand format", Arte février 1998, août 2000, janvier 2002, TV5, TV 3 Barcelone, Télé più, TV7 Israël, …., sélection FIPA 1998, festival du réel Nyon 1998, nominé festival Amnesty international Amsterdam 1998, Okomedia Fribourg, film d'histoire à Pessac, prix spécial festival de St. Petersbourg 1999
  • 1995 Vis à vis Belfast-Sarajevo : guerre et paix a 18 ans
    60', Arte, prix spécial festival du scoop, Angers 1995 festival de Douarnenez 2006
  • 1994 Macédoine: les frontières de la discorde
    58’, Arte, NHK, histoire (sélection FIPA 1994)
  • 1992 Kozloduy, l'atome en héritage
    53’, FR3-traverses ,NHK, Channel 4,.... Grand prix de la presse au festival de Lausanne 1992
  • 1992 Goulag au pays frère
    52'- FR3 -traverses, NHK, sélection FIPA 1992
  • 2001
    - Les enfants de la mine, 26' Arte
    - La mer sous embargo, 26' Arte
    - Le Timor et la mer Thalassa
  • 1999
    - La porte de l’Irak, 26’ France 3
    - Monténegro. Portrait d’un Président Arte 26’
  • 1998 Les enfants de la grande route
    26' Arte Reportage
  • 1995 Vis à vis, Le Syndicalisme
    52' Arte
  • 1997 Des Femmes contre les Mollahs
    26' Arte 1997

Séries Documentaires (sélection)

  • Ramallah daily
    Série documentaires 16 x 3', Channel Four, mars 2003
  • Chaque jour pour Sarajevo (Janvier 1994 et janvier 1995)
    Arte, BBC, ... (BAFTA 1995, Prix spécial Festival de Locarno)
  • Belfast lessons, Octobre, Novembre, Decembre 1994, Channel 4
  • Faut pas rêver divers sujets
    - Mad Mundo Arte 2001
    - 7 et demi, Arte 1996, 1997,1998 séries thématiques
    - le dernier jour la cinq 1990,1991
    - La face cachée de la terre 2002 série documentaire (dans le cadre de l'ONG AlterDoc) sélection festival de Lussas, Festival d'Amiens, FIPA 2003
  • Ul lec'hienn : http://www.iraqbodycount.org/
  • Ul levr : La Géographie, ça sert, d’abord, à faire la guerre, de Yves Lacoste
  • Un dave eus ar gwellañ hervezon: François Maspero. Troour, skrivagner, embanner.
Keep shouting

Keep shouting

Baudouin Koenig

Film war e hed

Beaudouin Koenig a oa pennoberataer pa oa bet graet ar film Ticket to Jerusalem, ur film hir renet gant ar Palestinian Rashid Masharawi. D'ar memes koulz e skrive deiz-ha-deiz istor ar filmañ  a gendalc'ho daoust da bep tra. Check-points a (...)

Gwelet ar fichenn

Les démons de l'archipel

Les démons de l'archipel

Baudouin Koenig

Tamm

Sell Indonezia warni hec'h-unan e-pad prantad un niveridigezh e miz Mae 2010. Dizoloadenn un demokratelezh dianav, 12000km eus kevandir Europa; un demokratelezhwar ziflukañ, strewet war ul ledenez 17 000 enezenn gant kantadoù a etniezhioù (...)

Gwelet ar fichenn

Qui contrôle la mer ?

Qui contrôle la mer ?

Baudouin Koenig

Film war e hed

530 000 lestr a vez o vont hag o tont war hentoù-mor koñvers an hollved. Met daoust ha piv a vaesa ar c’hoñvers hollvedel-se ?

Gwelet ar fichenn

Sarajevo-Belfast : la guerre à 18 ans

Sarajevo-Belfast : la guerre à 18 ans

Baudouin Koenig

Film war e hed

En daou benn eus Europa, brezelioù war ziazezoù relijiel. Div liseadez, Sanina e Sarajevo, Bosniakez vuzulman  ha Ciara e Belfast, Iwerzhonadez  katolik, a gont an eil d'eben penaos e vever ar brezel pa vezer 18 vloaz.

Gwelet ar fichenn