Poltredoù ar filmaozourien

Ar poltredoù kaset da benn gant Caroline Troin a zo an digarez d'ober anaoudegezh gant filmaozourien tomm ouzh al liesseurted sevenadurel ha da lakaat war wel o freder, o c'hoant da seveniñ filmoù ha zoken d'ober dave d’ar pezhioù lennegezh o deus awenet anezho. Zoken ma n'heller ket, evit abegoù gwirioù, diskouez an holl skeudennoù war Bed (Breizh ha liesseurted), e vo kavet o filmadurezh a-bezh na petra ’ta. Tamm-ha-tamm e vo kresket niver ar poltredoù ha kinniget skleudennoù nevez.

Daskemmañ an diskwel Skeudennoùigoù Roll
Siloù
a su nous toucher

Maher Abi Samra

a su nous toucher

Maher Abi Samra Maher Abi Samra Meur a wech omp bet fromet gant ar filmaozour-mañ. Ranket hon eus sellet ouzh an Hezbollah gant daoulagad disheñvel eus re ar mediaioù pa tizoloer Femmes du (...)

Gwelet ar fichenn

War ar savenn gant ... Fulvia Alberti

Fulvia Alberti

War ar savenn gant ... Fulvia Alberti

Ur savenn e Taggia, war vord ar mor, tostik-tost ouzh harzoù Italia ha Frañs. Pondalezioù kinklet, skalieroù, straedoù kamm-digamm, kleier ilizoù o seniñ er pelloù. Gwin gwenn hag a ziskenn (...)

Gwelet ar fichenn

dibaouez o filmañ !

Arnold Antonin

dibaouez o filmañ !

Arnold Antonin, Bugel Port-au-Prince, sot-pitilh gant al levrioù hag an arzourien, a zo bet savet dindan renerezh diktatouriezh Duvalier. Ne ouie ket pa oa krog da stourm, er penn kentañ, ouzh an (...)

Gwelet ar fichenn

Gourc'hemennoù !

Emmanuel Audrain

Gourc'hemennoù !

Pa welan ar film Reporter savet gant Raymond Depardon e teskan ez on-me ur c'helaouenner-skeudennaouer. Fromet on da vat. Ma c'heller ober sinema o vezañ ken uvel, engouestlet e-pad bloavezhioù (...)

Gwelet ar fichenn

Evit gwirioù an orinidi

Wayne Jowandi Barker

Evit gwirioù an orinidi

Ur filmaozour, ur saver sonioù ha kaner, hag un den oberiant adalek ar bloavezhioù 1970 en emsavioù politikel  orinidi Aostralia eo Wayne Jowandi Barker. Lakaet en deus da dalvezout hêrezh (...)

Gwelet ar fichenn

kantreer e bro ar gizidigezh

Philippe Baron

kantreer e bro ar gizidigezh

Philippe Baron a zo un den sioul, un tammig ouzhpenn hanter-kant vloaz, mousc'hoarzhus pa gomz eus an amzer en deus tremenet o filmañ.«Gallout a ran beajiñ kenkoulz e penn ar straed du-mañ e (...)

Gwelet ar fichenn

Reiñ ar gaoz d'ar Romed

Katalin Bársony

Reiñ ar gaoz d'ar Romed

Katalin Bársony a zo ur gelaouennerez yaouank eus Hungaria, Rom ha Yuzevez war un dro. E 2007 e kas war-raok en Hungaria ar raktres Mundi Romani, evit, emezi «reiñ ar gaoz d'ar Romed» ha diskouez (...)

Gwelet ar fichenn

Foued Bellali, kameraet ha mennet da vat

Foued Bellali

Foued Bellali, kameraet ha mennet da vat

Foued Bellali, kameraet ha mennet da vat Lakaet en deus Foued en e soñj e oa ur c'hamera unan eus ar binvioù evit e stourm a-enep an diforc'hidigezhioù. Implijout a ra anezhañ gant Bahar (...)

Gwelet ar fichenn

Cinéaste rare et précieux

Farouk Beloufa

Cinéaste rare et précieux

Farouk Beloufa a zo ur filmaozer aljerian. Adalek ar bloavezhioù 1970, en em gav mouget en e vro. Yaouank-tre e tiviz tec'hout kuit a-drugarez d'ar skeudennoù. Dizoleiñ a ra Bro-Liban p'emañ ar (...)

Gwelet ar fichenn

d'el otro lado, en tu all...

Franck Beyer

d'el otro lado, en tu all...

Ar sevener ha produer disheñvel-mañ a vez bepred o fuketal, ha gwelloc'h c'hoazh o filmañ «en tu all».  Tu kein an traoù, a-dreñv ar voger, en tu all d'an harzoù. Ur fri-furch eo gant ur (...)

Gwelet ar fichenn

gant red an avel...

Laurent Billard

gant red an avel...

Laurent Billard a zo un dastumer frapadoù plijus ha fromadennoù simpl. Lakaat an dud d'en em gavout asambles... Ur gredenn, evel ur ribourtadenn a beg ouzhoc'h, evel ar ganaouenn Tourbillon de la (...)

Gwelet ar fichenn

Ivan Boccara pe an arz filmañ an amzer o tremen...

Ivan Boccara

Ivan Boccara pe an arz filmañ an amzer o tremen...

Ivan Boccara pe an arz filmañ an amzer o tremen....Ganet eo Ivan Boccara e-harz an Atlas Uhel e Marrakech. Ur vugaleaj plijus e Maroko ha tonket da zont d’ar Frañs da vevañ. Buan e sav ennañ ar (...)

Gwelet ar fichenn