Mylene Sauloy
Kreskiñ dindan gwez-palmez Marrakech, mont da Golombia dre garantez evit ar broioù latinamerikan, mont da Tchetchenia dre wir garantez, dindan ar bombezennoù evit reiñ un testeni eus stourm dreistordinal an dud eno, ijinañ ar c'haravanennoù kenskoazell, deskiñ rusianeg, ijinañ banvezioù divent, filmañ en Amazonia ha dibab hent ar webteulfilmoù, gant kred, hunvreal kaout ur c'harr-samm gant pep tra ennañ evit sevel he filmoù e traoñiennoù an digenvesañ a c'heller kaout war an douar...
Setu aze un toullad hepken eus hunvreoù niverus Mylène Sauloy a zo deuet da wir. Rak evit Mylène n'eus netra dic'hallus, zoken diveinañ menezioù.
Pennegezh, lipouzerezh, ijin, c'hoant gouzout, rannañ hag entan, pet ger e vefe ezhomm evit taolenniñ Mylène ? Mard eus ur plac'h bennak ha na blij ket dezhi e vefe merket mat... nag e vefe lavaret dezhi petra ober... eo-hi an hini eo. Kregiñ a ra gant penn hec'h hent e Marrakech, amzer gaer he bugaleaj, en ur familh gwallgaset gant an Istor bras, ur vugaleaj merket gant blaz gwestell ar sav-heol, hag ivez gant komzoù ar re a lezer a-gostez, ar re harluet.
Distro da vMeudon e Bro-C'hall, e klask ober evel ar reoù all, tremen a ra un diplom tisavouriezh DPLG, un doktorelezh sokiologiezh. Poan gollet, nijal a ra Mylène etrezek ar c'hevandir latinamerikan hag eno e chomo tremen ugent vloaz. He c'hêr annez : Bogota e Kolombia, eno emañ he c'harantezioù, hec'h enklaskoù hag he foanioù.
Un deiz e tiviz mont da lec'h all, reiñ testeni eus darvoudoù skrijus all en ur vro all : Tchetchenia, ar bobl a zo dindan ar renerezh soviedel ha gwasket gant daou vrezel padus. Etre 1994 ha 2009 e tremen an harzoù ouzhpenn tregont gwech, dre guzh, gant poan. C'hoant he deus kousto pe gousto da filmañ tud ahag zo deuet da vezañ mignoned dezhi, keneiled. Ar siviled er brezel, an dud na vez ket kaoz diwar o fenn, hag ivez ar re a lak da glotañ brezel ha dereadegezh. Setu ar film Grozny, le 51, filmet e 2002, istor ur savadur bet dic'hastet, ne chom ken ennañ nemet kenskoazell. Seizh vloaz diwezhatoc'h, e 2009, e teu Mylène en-dro gant he c'hamera hag ec'h adskoulm darempredoù gant an annezidi hag o zonkadur, Des nouvelles du 51.
Ramzam, ur c'horollour tchetchen a ziviz adreiñ lañs d'ur strollad dañs evit ar vugale ha diskouez ne varv ket ur sevenadur dindan ar bombezennoù, kement-se gant skoazell hollret Mylène hag he mignoned, Ariane Mnouchkine, Jane Birkin ha kalz re all c'hoazh dizanv hag a sikour kalz. Ar film Danse avec les ruines, echuet e 2002 a gont an istor hir-se.
Natacha Estemirova, kelaouennerez, a zo bet drouklazhet e miz Gouere 2009 evel ma oa bet drouklazhet ivez Anna Politovskaia a-raok, pe Rayana Sadoulaeva, ur stourmerez yaouank all hag a gaver er film Rayana ou l’enfance brisée, lazhet eo bet hi ivez e miz Eost 2009. Mylène fuloret ha trist a ra Qui a tué Natacha ?, ur film enklask. Ur film na ro respont ebet nemet anaoudegezh vat tud ar bobl reuziet gant brezelioù gwechall hag ar sponterezh a-vremañ dindan ren an diktatour Kadyrov.
Mylène, a-raok ar prantad hir-se tremenet e broioù ar C'haokaz, he doa filmet kalz o liammañ ar sonerezh gant ar stourmoù : re ar ganerien kurd e Turkia gant Quand le chant s’en va-t-en guerre, sonerien Albanianed, rockerien Arc'hantina, merc'hed ha paotred tud bet lazhet. Rentañ a reont enor d'o zud drouklazhet da vare an diktatouriezh, dirak selloù kuñv o mammoù-kozh, follezed Mae, mennet ha doujus, hag a weler er film Au nom des mères, des fils et du rock-and-roll – 2006. Pe c'hoazh kanaouennoù an Ouigoured, ur vinorelezh muzulmaned e Sina gwasket gant ar galloud kreiz. Ar bobl-se n'eo ket bet filmet alies hag evito e chom ar sonerezh un harz d'an trevadennerezh sevenadurel sinaat, se a weler e Le torrent qui porta le chant aux Ouigours, 1999.
Hag evit echuiñ, evit braventez holl luskoù ur vro, ur bern skeudennoù ha sonioù eus an inizi Karib.
Pa gomzer eus Mylène eo ivez komz eus krouiñ ha dreist-holl lakaat da wir hunvreoù brasoc'h egeti. Strollañ tresadennoù tchetchen war vein, kizelladurioù war vein tourioù difenn, bet distrujet gant ar Rusianed e dalc'h ar vro. Savet he deus gant skoazell un arkeologour un diskouezadeg, produet gant Marcho Doryla, ar gevredigezh he deus krouet. Graet he deus kantadoù a gendivizoù evit displegañ ar brezelioù a zo er C'haokaz, roet bod da repuidi, aozet banvezioù, lakaet en-linenn skeudennoù brezel ; ur ster ’zo da bep tra.
Mont war an hent e-pad 12 000 km gant karavanenn ar genskoazell gant Groznyy, o kas eizh karr-samm ha 80 arzour a-dreuz ar C'haokaz, un digarez eo bet da filmañ avantur Babel-Caucase toujours ! a zo deuet er-maez e 2008. Ur gentel a genskoazell hag a ijin zoken ma chom harzoù ar re c'halloudus dic'hallus da dremen.
Adreiñ buhez d'ar memes hunvre c'hwec'h vloaz diwezhatoc'h gant ur garavanenn a-dreuz an Andoù e 2014 da glask peseurt intrudu a gaver evit ar yec'hed, ar sevenadur, hag ekonomiezh an Amerindianed, eus an Norzh da Su ar c'hevandir latin. Frouezhus eo bet an droiad gant kejadennoù all a bep seurt. Barzhonius ivez, rak hep barzhoniezh n'heller ober mann.
Douaroù Amerika ar Su a zo ul lec'h prederiañ ivez evit Mylène a implij ar webteulfim, un doare nevez evit reiñ ar gaoz d'an Indianed war tommadur an hin. Int-i eo a-dra-sur an arsellerien varrekañ da welet an natur o tireizhañ : koulzoù bloaz dilec'hiet, kudennoù boued amañ hag ahont, kouezhadurioù, dour-beuz pe sec'hour direizh.Mont a ra ivez Mylène da glask e kosmogoniezh an Indianed ur sell disheñvel war ar bed. Pell a-walc'h diouzh hini arbennigourien bed ar re wenn na selaouont ket anezho, pe ken nebeut. Amazonie, le souffle indien, a vesk komzoù an orinidi, arbennigourien hag arzourien, graet eo bet e 2011 hag e c'heller e welet war ar rouedad.
D'ur film d'unan all, d'ur garavanenn d'eben e tigor Mylène Sauloy dorioù ur bed poellek, pa adkemer ger an den ar plas kentañ evit ma teufe gwir en-dro ster ar stourm hag al lorc'h.
FILMADUREZH
- 2016 La guerre des filles
53', Magneto Presse, ARTE France - 2011 Amazonie Le souffle indien
Web Doc ARTE (Grimme Online Award) - 2011 Ozersk, ville close nucléaire (Russie)
ARTE - 2011 Qui a tué Natacha
64', (Tchétchénie, Russie, GB), France 2 - 2009 Vibrato, la musique contre l'exclusion (Argentine)
Arte - 2009 Grozny, des nouvelles du 51 (Tchétchénie)
Arte - 2008 Colombie, les otages du président
58’, France 5, Public Sénat - 2007 Babel Caucase toujours ! (Caucase)
90’, Public Sénat - 2007 Si près de Grozny (Caucase)
Arte - 2006 Au nom des Mères, des Fils et du Rock’n Roll,
62’, MedFilms, FIGRA, FIPA - 2006 Rayana et l’enfance mutilée (Tchétchénie)
Arte - 2006 Yusha, médecin de campagne (Tchétchénie)
Arte, Radio Canada - 2004 Grozny : Paroles de femmes
Arte - 2004 Massacre en Tchétchénie : la vidéo qui accuse
34’, Canal Plus - 2003 Le drôle de pays des Kurdes d’Irak
26’, Arte, ZDF - 2002 Danse avec les ruines
52’, TSR, Radio Canada, France 2, Odyssée, RTBF - 2002 Les petits danseurs des ruines
30’, RTBF - 2001 Grozny - le 51
26’, Arte Reportage, ZDF - 2001 Kurdistan – Quand le chant va’t’en guerre (Musiques pour Mémoire), avec Antoine Cuche
52’, Muzzik (série Musiques en résistance) - 2000 Tchétchénie - Le loup et l’Amazone
52’, La Cinquième - 2000 Saint-Martin - L’île aux mirages
52’, France 3 - RFO - 1999 Le torrent qui porta le chant aux Ouigours
52’, Muzzik, - 1999 Albanie - Echos du bunker
52’, Muzzik, 1999 - 1998 Série Rythmes Caraïbes (série de Luc de Saint Sernin) 4 des 10 épisodes : Haïti - L’âme des tambours ; Dominique - La majorité en K-dens ; Saint Domingue - Merengue Jack Pot ; San Andres y Providencia - Pêcheurs de musique
4 x 26’, La Cinquième/RFO - 1997 Tchétchénie - La ballade du loup et de l’Amazone
34’, Cannes TV - 1994 Le dernier Tinigua – Mémoires
56’ super 16mm, Canal plus - 1994 A qui profite la cocaïne ? (avec Gilles de Maistre)
2 x 52’, France 2, RAI - 1988 Colombie, sale guerre
52’, Antenne 2 - 1988 Portrait d'un tueur de la mafia
26’, 16 mm, RAI - 1987 Colombie La poudrière
16mm, 52’, Antenne 2, Planète
Babel Caucase, dessins de Jérôme Guerry, livre édité par Marcho Doryila et les autres infos, films et livres à trouver sur le site de Marcho Doryila : http://www.marcho.net/