Michel Brault

Unan eus an tadoù ar sinema war-eeun

Er bloavezhioù 1960 e tifluk en Europa hag e Norzhamerika ar sinema war-eeun pe sinema ar gwirvoud a gemm penn-da-benn ar sell war an teulfilmoù hag e tigor an hent war ur sinema modern, zoken evit ar faltazi, digor war ar bed ha gwiroc'h.
 

MICHEL BRAULT, AR C'HEBEKAD, A CHOM PAOTR PENNAÑ AR BIRVILH-SE.

Bez' e oa d'ar mare-se an hini gwellañ er bed a-bezh evit c'hoari gant ar c'hamera ha krediñ a rae filmañ «eus ar c'hreiz hag eus uhelder an den». Ar c'hamera war e skoaz, ec'h ijin an den kapapl-se ar c'hamera war droad, o tiskouez youl bolitikel ur sinema hag a rank digeriñ war ur bed a oa bet lezet mik a-gostez, war-bouez gwechoùigoù.
Embann a rae sklaer an ezhomm da labourat gant ur skipailh bihan dizalc'h ha dorn-ha-dorn. Michel Brault hag e vignoned Kebekiz, a zo araogourien ar sinema war-eeun koublet gant ur sonenroller (Nagra). Ar stumm-se a esa a-galz mont da vat e-touez an dud, n'eo ket evit filmañ anezho met evit aozañ ganto ar film emeur o treiñ.
Un emzac'h onest hep kaout ezhomm eus displegadennoù na goulennatadegoù evit resteuler komzoù gwirion tud a oa ret dezho tevel betek neuze abalamour da stumm ar sinema kozh.
E geneil er film Pour la Suite du Monde, Pierre Perrault, a rent enor dezhañ pa lavar « E lagad o kerzhet, o verdeiñ, o varc'hegezh, o ruilhal, o rampañ. Dont a ra d'ar spered skeudenn an Den-Marc'h (...) Michel, evel un Den-marc'h, evit brasaat e zenelezh, a astenn e lagad hag e skouarn hag e cheñch ar pezh a dremen drezo en ur vemor n'heller ket diverkañ.»
Ar bevennoù a oa gant arnod an teulfimoù a gasas Michel Brault etrezek ar faltazi evit diskouez gwirvoudoù ha n'haller ket filmañ war-eeun. Ar skiant-prenet en doa gant ar filmañ war-eeun a sikour anezhañ da reiñ stumm da c'hoari an aktourien, etre «c'hoariet ha bevet»

e-touez e filmadurezh, menegomp :

Les raquetteurs (1958), an teulfim berr a gemmo da vat sinema ar gwirvoud. Ar film-se a blijas kalz da Jean Rouch ha dont a reont o-daou da vezañ mignoned da-geñver ur bodad-studi aozet gant Frances Flaherty, intañvez oberour Nanook L'esquimau ha l'Homme d'Aran.
Pour La Suite Du monde (1962), pennoberenn ar sinema war-eeun gant Pierre Perrault;
L'Acadie, l'Acadie, eilvet film hir ar sinema war-eeun gant Pierre Perrault, diwar-benn kudennoù ar vinorelezh Akadian hag he yezh.
Les Ordres (1974), film faltazi savet evel un teulfilm diwar-benn al lezenn vrezel lakaet da dalvezout e-pad un toullad sizhunvezhioù er C'hebek e 1974.
Les Noces de papier (1989) ha Quand je serai parti... vous vivrez encore (1999), e filmoù faltazi diwezhañ.

Meur a wech en deus filmet Michel Brault filmet er Frañs, teulfimoù diwar c'houlenn e vignoned Jean Rouch (Chronique d'un été) ha Mario Ruspoli (Les inconnus de la terre).


E Breizh en deus graet « Les enfants du néant» (1968), poltred ul labourer-douar aet da labourat da di Citroën e Roazhon. Dont a ra da Greiz-Breizh da filmañ sonerien ha kanerien hengounel, en o zouez Manu Kerjean, evit an heuliad "Le Son des Français d'Amérique" gant André Gladu.

Marv eo Michel Brault d'an 21 a viz Gwengolo 2013. Edo, ur wech ouzhpenn, o veajiñ...

Jean-Paul Mathelier (C'hwevrer 2014)

FILMOGRAPHIE

  • 1958 Les Raquetteurs
    Coréalisé avec Gilles Groulx
    Le petit documentaire qui bouleversera de façon définitive le cinéma du réel. Film qui séduisit Jean Rouch et noua leur amitié lors d’un séminaire organisé par Frances Flaherty, veuve de l’auteur de Nanouk l’Esquimau et de L’Homme d’Aran.
  • 1962 Pour la suite du monde
    Le chef-d’œuvre du cinéma direct, avec Pierre Perrault.
  • 1961 Chronique d'un été
    de Jean Rouch et Edgar Morin (collaboration de Michel Brault)
  • 1963 Pour la suite du monde
    Coréalisé avec Pierre Perrault
  • 1964 Geneviève
  • 1967 Entre la mer et l'eau douce
  • 1971 L’Acadie, l’Acadie
    Coréalisé avec Pierre Perrault
    Deuxième long-métrage de cinéma direct avec Pierre Perrault, sur la question de la minorité acadienne et de sa langue
  • 1974 Les Ordres
    Fiction traitée comme un documentaire sur la loi martiale imposée quelques semaines au Québec en 1974.
  • 1974 à 1980  Le son des Français d'Amérique
    Coréalisé avec André Gladu
  • 1988 L'Emprise
  • 1989 Les Noces de papier
  • 1991 Montréal vu par...
  • 1992 Shabbat Shalom!
  • 1994 Mon amie Max
  • 1999 Quand je serai parti... vous vivrez encore

DIRECTEUR DE PHOTOGRAPHIE

  • 1958 Les Mains nettes de Claude Jutra
  • 1963 À tout prendre de Claude Jutra
  • 1967 Entre la mer et l'eau douce de Michel Brault
  • 1967 Jean-Paul Sartre et Simone de Beauvoir
  • 1969 Entre tu et vous de Gilles Groulx
  • 1970 Un pays sans bon sens ! de Pierre Perrault
  • 1973 Kamouraska de Claude Jutra
  • 1972 Le Temps d'une chasse de Francis Mankiewicz
  • 1971 Mon oncle Antoine de Claude Jutra
  • 1979 Mourir à tue-tête d'Anne Claire Poirier
  • 1980 Les Bons Débarras de Francis Mankiewicz

SCÉNARISTE

  • 1967 Entre la mer et l'eau douce
  • 1991 Montréal vu par...

MONTAGE

  • 1967 Entre la mer et l'eau douce