Guillaume Kozakiewiez
Ur pennoberataer donezonet-kaer war a seblant en em laka un deiz d’ober e filmoù dezhañ hag e kas ac’hanomp pelloc’h-pellañ. E Belarus da gentañ, gant ul Leonarda gevrinus. Da vBrazil da c’houde, gant an dud dizouar, e kompagnunezh Naiara, ur grennardez 16 vloaz. Hag a-us d’ar c’houmoul gant e film diwezhañ Salto mortale. War un orjalenn, dreist da c’hoantoù an darn vrasañ eus an dud, ez eomp da heul ur fungoroller hag a glask mont pelloc’h eñ ivez...
Eus pelec’h e teu ar c’hoant-se da filmañ ?
En ur luc’hskeudenniñ da’m soñj. Dizoloet em eus santadenn entanus ar stern, ar skeudenn a baouez red an amzer hag ra d’ur momed bezañ peurbadel. Son, lusk ha padelezh a vez degaset gant ar sinema. Teir elfenn hag a c’hell reiñ d’ur skeudenn – ha d’un heuliad skeudennoù – mentoù mezevennus. Gant stern ar skeudenn e tigresk ar bed en ur prenestrig hag e c’heller treuzfurmiñ ur draig bihan-bihan en unan divent.
Gant ar benveg hag al lavar-se e c’halled lidañ ar vraventez, huchal an direizhder, saveteiñ ur eñvor pe un tonkad. Ur ger, ur fiñv.
Ur film diazez ?
Da’m soñj eo bet ivez film Chantal Akerman, D'est. Teir eurvezh dilavar, tud o tremen hepken, gweledvaoù, hag un hent didec’hus betek an euzh, o veuliñ an dremm, ar poltred.
Gant ar sinema e c’heller sellet pizh ouzh ar pezh a zo boutin, en traoùigoù hag er munudoù a dalvez un dra bennak evidomp-ni lagadoù hag empennoù. Hag a ginniger d’an holl, e ken kaz... Ur wech tañvaet ar blijadur-se, n’haller ket paouez ken.
Filmañ zo stourm ivez ? Kendrec’hiñ pe dougen testeni hepken ? Kaer-meurbet eo ho tudennoù !
N’emaon e strollad pe emsav politikel ebet, ha n’an morse en-dro el lec’hioù am eus bet gweladennet c'hoazh. C’hoant am befe memes tra da vont en-dro da vBrazil, gant ar beizanted dizouar. Ne'm eus ket bet tro c’hoazh da zistreiñ eno.
E pep film e tizoloer renkadoù disheñvel, ur gwirvoud bevet gant tud all hag e tivizan enrollañ. Hir e vez ma frantadoù filmañ peurliesañ, neuze e steuz an harz etre ar film hag ar vuhez wirion. Echuiñ ur film a dalvez mont da lec’h all, ne dalvez ket “ankouaat”.
Pa ginnigan ar filmoù pe pa ran kaozeadennoù, gant skolveuridi pe tud all, e klever komzoù ar stourmerien, tud dianav, talvoudus eo kejañ ganto abalamour d’al liamm o deus gant an douar hag ar vuhez.
Komzomp diwar-benn ho filmoù, da gentañ gant an hini emaoc’h o paouez echuiñ ?
Heuliet em eus Antoine Rigot, un arzour sirk hag en deus bet ur gwallzarvoud grevus-tre hag a zo sellet evel unan nammet... Un abadenn arzel dreistordinal gant un den hag a ya bepred war-raok daoust d’ar gwallzarvoud. Salto mortale eo anvet ar film ha tu a vo da welet anezhañ e miz Here 2014. Ur film hir !
Da lenn, ur pennad kaer gant Nathalie Marcault war lec’hienn films en Bretagne :
http://filmsenbretagne.org/guillaume-kozakiewiez-tout-se-resume-en-un-mot-filmer/
Ar film da zont ? An hini ’peus c’hoant d’ober ?
Ar film a vo diwar-benn ur skrivagnerez, ur vaouez desket, ur c’hast a zo bet o stourm e-pad 30 vloaz evit dispac’h denel ar gisti. Fromet e oan bet gant he levrioù pa oan o labourat en ur gevredigezh a rae war-dro yec’hed ar gisti e Lyon. Grisélidis Réal eo hec’h anv.
Skoet oc’h bet gant ur film nevez ‘zo ?
Ur film anvet L'escale, gant ar filmaozour iranian-ha-suis Kaveh Bakhtiari, diwar-benn an enbroañ kuzh hag e genvroidi eus Iran kuzhet e Gres. Skoet on bet gant ar film spontus-se. Ur filmaozer o filmañ an dud o vont diwar-wel an eil war-lerc’h egile, evel un eurier-traezh o c’houllonderiñ.
Al liesseurted sevenadurel er sinema ?
Evidon-me eo moarvat Johann Van Der Keuken an hini en deus gouezet filmañ ar bed hag ar reoù all, hegarat ha digor, gant daoulagad lemm ha leun a garantez.
Levrioù da ginnig ?
- Tristes tropiques gant Lévi-Strauss
- Capitaine des sables gant Jorge Amado
- Pédagogie des opprimés gant ar Brazilian Paulo Freire, Pédagogie de l'autonomie...
- Holl levrioù Soljenitsyne
- Bannoù-treset Davodeau ha Marc-Antoine Mathieu
- Le mythe de Sisyphe gant Albert Camus
- levrioù Erich Muhsam, ur barzh yuzev-hag-alaman
Ul lec’hienn ?
Ul lec’hienn diwar-benn al luc’hskeudenniñ hag a blij kalz din peogwir e vesk pep tra hag e vod stummoù labour disheñvel : La boite verte http://www.laboiteverte.fr
Filmlennadur
Réalisation
- 2014 Salto mortale
Long-métrage documentaire - Portrait d'un artiste de cirque. Vivement lundi - Distribué par Zeugma films. Sortie en salle octobre 2014 - 2011 La lutte n’est pas pour tous...
Documentaire 85'. Mille et Une. Films / NEED Productions - 2009 Les Cuisiniers
Documentaire 43'. Produit par « Grand Ensemble » Atelier de cinéma populaire. Résidence documentaire sur le travail. - 2007 Quelques Mots
Documentaire 40', sur la parole de réfugiés politiques, commandé par France Terre d’Asile. - 2007 Léonarda
Documentaire 68'. Mille et Une. Films / TV Rennes
- 2005 Recording America
Documentaire musical 58', sur des musiciens bretons et états-uniens, à Rennes et Boston. Sélectionné au festival de Douarnenez.
- 2004 FACE B
Série documentaires de 8 x 26', sur des adolescents de Rennes, réalisée sur une année. Diffusion sur TV Rennes et le réseau TLSP.
CHEF OPERATEUR
- 2013 La Mort aux livres
Court-métrage fiction de Jean-François Marquet - 2013 Peau de chagrin
Court-métrage fiction de Clarisse Battas - 2013 Grève du crime
Court-métrage fiction de Grégory Nieuviarts - 2012 Je rentrais
Court-métrage fiction de Jean-Christophe Dartois, avec France Télévision et Paris-Brest Productions - 2012 Après la chute
en post-production, Documentaire 52', de Grégory Nieuviarts / Vivement Lundi - 2011 La source
Documentaire de Mirabelle Fréville. Nommination aux lutins 2013 dans la catégorie « meilleure photo » / Production Paris- Brest - 2010 Mille jours à Saïgon
Documentaire 52' de Christine Courtès / Vivement Lundi - 2009 Le veilleur
Documentaire 52' de Céline Dréan (Etoile de la SCAM 2011) / Vivement Lundi - 2006 Examen d’entrée
Documentaire 52' de Marianne Bressy pour France 3. Candela Productions