Eddy Malenfant

taget gant an debron treuzkas

Lorc'h zo en Eddy Malenfant bezañ a ouennoù liesseurt evel ma vez lorc'h e tud zo gant o medalennoù. « Malesitad-Kebekad-Innuad on, ne'm eus tamm poan ebet gant ar meskaj-se, er c'hontrol ! » emezañ war an ton bras d'ar c'helaouenner deuet da c'houlennata anezhañ en e di e-kichen Sept-Iles war c'hlann hanternoz ar stêr Sant-Laorañs, e Kebek. N'eo ket aes tapout ar skinoù niverel eno evit un den sot gant an teknologiezhioù nevez. Met eno emañ tost-tre eus ar c'hoadeier evit filmañ. «N'eo ket tener evidon !» emezañ ouzhpenn o vousc'hoarzhin laouen !

Abred-tre, Eddy hag e vignoned Zacharie Bellefleur, Evelyne St-Onge ha Céline Bellefleur a zo aet e klaoustre e rofent d'anavezout hag e treuzkasfent ar sevenadur innuat dre ar video. Netra aesoc'h evit tud boazetoc'h d'an hengoun komzet eget d'an hini skrivet ?
E 1987 e krouont Manitu, ti-produiñ henvroat video kentañ e Kebek. En ur ober 27 vloaz o deus produet ouzhpenn 50 teul evit ar skinwel. Skoaziadoù arc'hant ha prantadoù skignañ o deus bet dreist-holl digant an APTN (Aboriginal People Television Network). Ur rikour eus ar c'hentañ.
E 2006 o deus lakaet enlinenn al lec'hienn Innu Aitun a laka war wel ar vroad Innu, hec'h istor, he douaroù, he sevenadur hengounel hag all. Ha goude-se, e 2007, o deus ijinet an inugraf a implij teknologiezhioù iTunes hag Apple. An teknologiezhioù nevez o deus o flas gant ar raketennoù hag an tantadoù da c'hwezhañ dindan ar glav, ha klotañ a reont mat gant ar c'hantreerezh. Dastumet ez eus bet gant an inugraf ouzhpenn 300 klip video, prantadoù berr, 6 pe 7 munutenn pep hini. Renket int dre zanvez ha pep hini a c'hell kavout e lod, speredelezh, mojennoù ha kredennoù... E-pad pell ne ouie ket Eddy e oa eñ ivez a orin eus unan eus ar broadoù-se, anzav a ra, uvel hag habask « ne veze ket anv eus se er gêr ».
E 2011 ez eont war-raok gant krouidigezh ar mirdi niverel Nametau innu. Sklaer-tre eo ar bajenn degemer : « al lec'hienn-mañ a zo ur respont d'an dianaoudegezh o deus an holl diwar-benn hêrezh ha sevenadur bev an Innued : dianaoudegezh truezus pobl Kebek pa'z eo ken anat ar c'hemmesk gouenn a gaver eno, dianaoudegezh komprenus ar pobloù orinat hag ar re nevez-erruet a glask ar gounid hepken, dianaoudegezh skrijus kalz a Innued o klask o gwrizioù.»
Bez' e c'heller merdeiñ, adalek ar gentel gentañ a ro da c'houzout al liamm a zo gant ar marv pa besketaer pe pa chaseer, sokiologiezh ar c'haribou, pe c'hoazh chaseal an otized hag ivez kentelioù displeget mat ha pizh diwar-benn ar vitologiezh innu.
Emañ bremañ Eddy o sevel levreloù, levrioù niverel a vo un dra ouzhpenn evit klokaat ha keñveriañ anaoudegezh hengounel ar re gozh. « Ar re n'int ket bet er skolioù-lojañ-a-walc'h-ar-speredoù » eme Eddy gant fent. Traoù en deus c'hoazh da lavarout ha da filmañ, e-kreiz ar c'hoadeier, e Nitassinan. Evit rannañ gant an holl.
Dic'hortoz eo planedenn Eddy, eñ an hini a rae studioù ekonomiezh ha melestradurezh e skol-veur Laval e Kebek. Eddy a ouenn hiront, Eddy pa oa bugel, a save a-du gant an Indianed pa selle ouzh ur western kozh bennak... hep gouzout dezhañ. Eddy, lorc'h ennañ o chaseal gouiziegezh.

Ur weladenn niverel hollret !  http://www.nametauinnu.ca/

Filmoù all Eddy hag e genseurtesd, diwar-benn produioù Manitu  : http://www.productionmanitu.com/

Un atersadenn gant Eddy, en e di : http://www.dailymotion.com/video/x17ux8_amerindiens-et-medias-citoyens_travel