Rromed

Rromed

Rromed, Tsiganed, Manouched, Jipsianed, Kantreourien

Kavout ar fichenn
Pobl ar Rromed
Pobl ar Rromed - Ur bobl a-dreuz Europa

Hervez termenadur Kuzul Europa hag Unaniezh Europa e vez graet gant ar ger Rrom evit ober anv ar pobladoù deuet eus gwalarn Indez er milved kentañ. Ma c'heller ober Tsiganed anezho holl ha bremañ Rromed ez eus koulskoude meur a c'her evit envel anezho :Tsiganed, Manouched, Sintied, Beajourien pe Jipsianed...

Ar pobloù Rrom eo ar vinorelezh etnikel vrasañ en Europa (10 da 12 milion a dud). Kendalc'het o deus da zegas da Europa, abaoe c'hwec'h kantved, o merk denel, sevenadurel ha danvezel. Ar pobloù-mañ, kevredigezhioù pe familhoù o deus doareoù bevañ boutin, ur stumm da welet ar bed, ur yezh-wrizienn. Bez' o deus ivez istorioù sokial ha sevenadurel liammet gant ar broioù m'emaint o vevañ enno.

Daoust dezho ez eus, a-berzh ensavadurioù Europa, erbedennoù a-ziforc'h boutin evito holl; tamallet e vez outo e pep stad bezañ ur bobl liesseurt treuzvroadel

Kantvedoù a ziforc'hidigezh

Istor ar Tsiganed a zo istor ur bobl damzegemeret hag argaset war un dro, evel ur walenn o tont ingal hag anavezet gant an holl. En XIXvet kantved eo en em silet ar Tsiganed e kevredigezh ar maezioù hag o deus dibabet micherioù a bep seurt. Darn a zo en em staliet, darn all a zo chomet kantreerien, aliesoc'h-aliesañ e vezont kontrollet gant ar polis. Gwelet e vezont fall gant an dud dre vras hag en em c'houlenn a ra an nen eus pelec'h e gwirionez e teuont (...)

E penn kentañ an XXvet kantved o doa lakaet war-sav holl Stadoù Europa, gwitibunan, ur politikerezh tsigan, un enskrivadur ispisial dre ma oant familhoù baleer pe dre ma oant barnet evit o doare bevañ pe o neuz antropologel a-ziforc'h. Er Frañs, gant lezenn 1912 a ziazez «reol ar gantreidi», e veze enskrivet ar familhoù o doa ur vicher war an hent pe oant bohemianed pe get hervez an dermenadurezh antropologel. (...)

E-pad an Eil brezel-bed e oa bet klasket o c'has da get gant an Alamaned en un doare feuls ha dizurzh, sikouret da vat gant ar pennadurezhioù ar broioù. Kement-se en deus strewet ar familhoù ha distrujet ar pezh a oa gwriziennet mat abaoe kantvedoù ha kantvedoù.

Hiziv an deiz, Europa, gant nebeut a vugale o c'henel, a sell ouzh ar familhoù-se evel tud a c'hizh kozh pe gwashoc'h c'hoazh evel un dañjer. (Henriette Asséo, istorourez)

Bremañ en Europa

Bez' ez eus bremañ, war live Europa, «ur gudenn rrom» lakaet war wel gant pennoù ar Rromed a c'houlenn gwirioù treuzvroadel. Daoust hag amsteriek eo ar goulennoù-se? Breud a zo.

War gresk ez a an divizoù kemeret a-enep ar Rromed e pep lec'h en Europa, e stummoù disheñvel er Reter pe er C'hornôg, met atav eo evit klask skarzhañ ur «c'horf estren». Peogwir n'o deus stad ebet hag e skeud-se keodelezh ebet e seller outo betek re gant ul lagad «etnikel» ha diavaez hep reiñ ar gomz dezho.

«Petra eo deuet hor c'hevredigezhioù da vezañ evit asantiñ, hep termal, lakaat ha divizout eo stag hemañ-henn ouzh ur «strollad etnikek»? Setu e virer ur c'hemmesk etre Baleerien, Rromed, Tsiganed, Manouched, an holl gwelet evel ma vefent unvan ha digemm. (...) evel keodourien Europa a c'hell bezañ liesseurt ha niverus : relijion, broadelezh, yezh, dibaboù hag istorioù familh , liamm gant un identelezh sevenadurel, micherioù, dibaboù politikel...» (Julie Biro, CCFD ha Stéphane Lévêque, FNASAT, Altermondes N°24, 2010)

Ar c'hevredigezhioù a-dal d'ar gudenn rrom

" Ar Rromed a zo un degouezh skouer eus an holl gudennoù liammet gant ar bezañ disheñvel ". (Marcel Courthiade, yezhoniour)

« Ha pa vijent lakaet da bobl, da vroad pe da vinorelezh treuzvroadel eo lakaet ar Rromed da vezañ skeudenn ar vizer, an distaol, pe c'hoazh ar re n'o deus morse fellet dezho pe gellet enframmañ. Birvilh e pep keñver a zo bet en-dro d'ar gudenn e-pad an ugent vloaz diwezhañ en ensavadurioù Europa, er stadoù, hag en aozadurioù e-maez-gouarnamant (AMG) evit gouzout penaos enframmañ ar Rromed er gevredigezh vrasniver. Ar gredenn ez int disheñvel dre natur he deus o deus lakaet ar skeudenn e oa ar familhoù-se da vezañ tud kablus pe reuzidi da vat ha da viken.

Dre chañs, er gwirvoud, eo kalz luzietoc'h ar gevredigezh rrom hag er Balkanoù evel e lec'h all, e kaver Rromed e meur a live er gevredigezh, zoken e-touez an arzourien hag an intelektualed (...)

Daoust dezho e laka ar Rromed da zispakañ heuliadoù politikel ha sokial en o bro, hag a-wechoù ivez re Unaniezh Europa. » (in les Cahiers du courrier des Balkans N°1, 2012)

Er Frañs

Bez' ez eus war-dro 350 000 ha 500 000 «kantreer», ganto ar vroadelezh c'hall evit ouzhpenn 95% diouto. Ar Rromed a-orin eus broioù Reter Europa, Roumania ha Bulgaria evit ar pep brasañ, a zo 15 000 anezho. Eus 2 000 Rrom bet skarzhet kuit e 2003 ez eur tremenet da 8 000 e 2008. E 2009 he doa skarzhet Bro-C'hall 10 000 Rrom a orin eus Roumania pe Bulgaria. D'an 9 a viz Gwengolo en deus goulennet Parlamant Europa e vefe paouezet skarzhañ anezho dre heg, rak kement-se a zo a-enep ar gwir kumuniezhel.

Istor ar Rromed oc'h enbroañ en Europa hag hini ar gantreerien n'eo ket ar memes hini, met ar c'hemmesk a vez graet daoust d'an nerzh a lak ar Gantreerien evit displegañ kement-se. An termenadur "Kantreerien" eo an hini implijet gant ar velestradurezh evit komz eus an dud a zo o chom e Bro-C'hall hag a zeu hag ya eus an eil lec'h d'egile. Ret eo dezho kaout ul levrig ispisial evit mont ha dont ha hemañ a rank bezañ gwiriet bep tri miz.

Ur sevenadur

« Ma'z eo chomet bev ar Rromed n'eo ket dre zegouezh, ma'z eo chomet bev o sevenadur goude bezañ bet gwallgaset e-pad pemp kantved eo peogwir e oa frammet mat a-spered hag ent-speredel (...)

Degaset o deus ar Rromed o lod da sevenadur gwechall Europa ha da hini an deiz a hiziv, n'eo ket hepken war dachenn ar sonerezh, met ivez dre ma lakaont an dud da vezañ emskiant eus anadurezhioù faos a zo en o dalc'h, bez' emaint war dachenn al lennegezh hag an arzoù neuziañ, ar frankiz, ha distag diouzh kement broad a zo, kendivizout kentoc'h eget kaout relennoù reut pa vez breud, liammoù el labour talvoudekaet hervez an disoc'hoù ha neket hervez an difraeoù, penaos e verzhont an amzer, ar fent hag al liammoù kar, kement ha reiñ da c'houzout ar pep anatañ eus ar sevenadur rrom en amzer a-vremañ. » (Marcel Courthiade)

« An uhelvennad manouch eo perc'hennañ ar bed a-bezh hep direnkañ netra ennañ. »  (Patrick Williams, etnologour)

Tennadoù eus teuliad kelaouiñ 36vet Gouel ar Fimoù e Douarnenez Rom, Tsiganed, Manouched, Jipsianed, kantreourien
http://www.festival-douarnenez.com/fr/ressources_films/peuples_invites/rroms_tsiganes_voyageurs

Hag eus tu ar sinema ?

Hag eus tu ar sinema ?

Filmoù klasel evel J'ai même rencontré des Tsiganes heureux gant Aleksandar Petrovic, Les Tsiganes montent au ciel gant Emil Loteanu, Qui chante là-bas gant Slobodan Slijan.

Filmoù diwar-benn ar vuhez pemdez : Kriss Romani gantJean Schmidt, Le temps des gitans, ur sell lourennell eus ur bed a fank hag a hunvreoù , Le bateau en carton de José Vieira hag holl filmoù Tony Gatlif, sevener jipsian.

Filmoù o tont en-dro war o istor leun a darvoudoù : Des Français sans histoire gant Raphaël Pillosio, Meine Zigueuner Mutter gant Therese Ràni, Papusza gant Joanna Kos-Krause ha Krzysztof Krauze.

Filmoù sonerezh a-strak hag a-stroñs : Guca gant Milivej Ilic, Gipsy Caravan gant Jasmine Dellal, Iag Bari- Brass on fire gant Ralf Marscalleck

En em frammañ a ra ar sevenerien rrom yaouank evel Safir Mustafa, 30 vloaz a ren eus ar C'hosovo ar Rolling film festival. E Hungaria, ar gelaouennerez yaouank rrom Katalin Bàrsony he deus savet ar raktres Mundiromani : filmoù sevenet gant Rromed e pevar c'horn Europa skignet bep miz war ar chadenn hungarat Duna, hag a c'heller gwelet en-linenn.

Tammoù levrioù da lenn war an hent...

Skrivagnerien rrom bet pedet e Douarnenez : Jovan Nikolic, Rrom eus Serbia, Kosovo mon amour, embannadurioù L'espace d'un instant 2004 ; Stefka Stefanova Nikolova, Rrom eus Bulgaria, La vie d'une femme rrom, Moulladurioù Pétra 2010

Tsiganes, une destinée européenne gant Henriette Asséo – Gallimard 2006

lPennadoù ha levrioù Marcel Courthiade
http://www.sildav.org/qhistoire-des-rroms-une-mise-a-jourq-par-marcel-courthiade

Ar gelaouenn Etudes Tsiganes
http://www.etudestsiganes.asso.fr/

le Courrier des Balkans, porched e galleg
http://balkans.courriers.info/

Gwirioù skeudennoù : Martin Šulík ("Tsigane"), Pal Schiffer ("Gyuri")

Pretty Diana

Pretty Diana

Boris Mitiċ

Film war e hed

Divent eo ijin ar repuidi rrom e Beograd a vez treuzfurmet kirri « Dyane » gante evit o zroiadoù lastesa e straedoù ar gêrbenn.

Gwelet ar fichenn

Qui chante là-bas ?

Qui chante là-bas ?

Slobodan Ŝijan

Tamm

Yougoslavia e 1941 war-nes bezañ aloubet gant an nazied. War an hent o tont eus ar maezioù evit mont da Velgrad ez eus ur c'hozh karr-boutin kozh roz dislivet o tivogediñ. Er c'harr-boutin ez eus ur c'houblad, ur pabor a baotr distrantell, ur (...)

Gwelet ar fichenn

Spartacus et Cassandra

Spartacus et Cassandra

Ioanis Nuguet

Bandenn-vrudañ

Daou vugel rrom bet repuet gant un drapezourez yaouank, sachet ha disachet etre drailh o familh hag o c’hoant deskiñ.

Gwelet ar fichenn

Tony Gatlif, cinéaste gitan

Tony Gatlif, cinéaste gitan

Laurent Billard

Tamm

Ur gantreadenn en Andalousia gant Tony Gatlif.

Gwelet ar fichenn

Virtuosi de nulle part

Virtuosi de nulle part

Zlatina Rousseva

Film war e hed

Sonerien an euredoù n’ed int bet gwech ebet er-maez eus Bulgaria a zo dibabet evit ur sonadeg war an ton bras e Brusel.

Gwelet ar fichenn