Papoued

Eil brasañ enezenn ar bed eo Ginea-Nevez (810 000 km2), goude Greunland. Pa seller outi diouzh an oabl, e welet e tenn d’ur saorian, glas don ; un doare mastodont a ya e livenn-gein eus c’hornôg d’ar reter, war un hed a ouzhpenn 2 000 km dre aradennadoù menezioù ken uhel a 5 000 metr eus tu ar c’hornôg. An aradennad kreiz-se a zo goloet gant gwez-raden ha kinvi aloubus dindan un oabl koumoulek peurliesañ ; eus kostez ar c’hreisteiz ez eus plaenennoù dichaladurel ha geuniek bonnet gant ar vangrovenn ha kleuzet e tu reter an enezenn gant Pleg-mor Papoua.

Papoua Ginea-Nevez : daou zazont disheñvel

Douaroù ken disheñvel an eil ouzh egile (geunioù, koadeier gleb, koadeier glavek, uhelgompezennoù…) a zegas doareoù bevañ disheñvel d’an dud o chom enno : hantergantreerien, pe annezidi ; en douaroù izel ez eo troet an dud war gounidegezh ar sagou ha war hini an torzhelloù en douaroù uhel : ignamez, taro (a orin eus Azia) hep ankounac’haat ar patatez dous. An dorzhell-se (an hini nemeti na zeue ket eus Azia) a oa bet degaset eus Amerika ar C’hreiz gant Portugaliz dre Vro-Spagn e penn-kentañ ar 17vet kantved, hag abalamour dezhi e voe kemmoù bras er vuhez ekonomikel, sokial ha lec’hel. Kreskiñ mat a ra ar patatez dous war an uhelderioù ha dre-se o deus gellet ar Bapoued mont da chom niverus war douaroù uhel ha yen kreiz an enezenn : pell eus plaenennoù bord ar mor lec’h ma veze skrapet ha lakaet da sklaved an dud gant sultanelezhioù molukan.

Daoust ma’z eo disheñvel pobladoù Ginea-Nevez o deus perzhioù sevenadurel heñvel-tre. Bremañ e ouzer ez int deuet eus gevred Azia da vare ar skornadur diwezhañ. Ma’z eo poblet kevandir Azia hag Enezenn Java abaoe henoadvezh koshañ ar maen (1,5 milion a vloavezhioù evit Java), roudoù kentañ an den e Ginea-Nevez hag en Aostralia a zo kalz nevesoc’h (war-dro 40 000 bloaz a-raok J.C.). Kement-mañ abalamour da linenn hollvrudet Wallace. Ar foz-mor-se a zispartie kevandir Sunda – d’ar c’houlz-se e oa stag Azia kevandirel eus ledenez Indonezia a-drugarez d’ar skornadur a lakaas live an dour da ziskenn – eus kevandir Sahul, a oa ennañ Ginea-Nevez, Aostralia ha Tasmania.

Pobloù Papoua (an anv papua a zeu eus ar portugaleg hag a ro an depegn eus blev kruget tud ar vro) pe pobloù melanezian (a ra dave da liv o c’hroc’hen du) a zeu eus pobladurioù disheñvel : ar re gentañ, an Aostraloidiz, an henvroidi engenidik kentañ (Papoued, Orinidi, Kanakiz) o tont eus reter-izel kevandir Azia. An eil rummad, ar poblañsoù Mongoloidel, a zo erruet pell war-lerc’h an Aostraloided (3 000-1 000 bloaz a-raok J.K.). En em veskañ a rejont ganto ha dre-se e tiwanas ur melting pot gant disheñvelderioù anat a-walc’h, ma weler bremañ an daou rummad a oa ennañ, hervez kriterioù etnoyezhoniel. An engenidien gentañ a gomz ur yezh ha n’eo ket aostronezian (Papoued kreiz an douaroù dreist-holl met ivez Tasmanianiz hag Henvroidi Aostralia) ; ar rummad all a gomz yezhoù aostronezian a reer outo « Malayo-polinezian » hag a zo strewet e-touez poblañsoù arvor Madagaskar hag Enezenn Hawai. Pep hini gant e aozadurioù sokial heverk : hêrezh a-berzh an tad evit ur rumm, hêrezh a-berzh ar vamm evit Aostronezianiz.

Hiriv en deiz ez eus ur mil strollad etnek (253 e Papoua ar C’hornôg) e Ginea-Nevez. An anv-se a oa bet roet e 1545 gant ar Spagnol Ortiz de Retez abalamour e kave e oa heñvelderioù etre ar pobladoù papouat ha pobladoù afrikan ar Ginea. Gant red an istor eo bet daouhanteret an enezenn ken e-keñver douar ken e keñver melestradurezh. Lodenn ar Reter a voe rannet etre Alamagn ha Breizh-Veur kerkent ha 1884 hag a voe unanet e 1949 dindan beli Aostralia. Ar rannvro-se, anvet Papua New Guinea, a zeuas da vezañ emren e 1975. E fin an 19vet kantved e voe lakaet lodenn gornôg an enezenn dindan renerezh melestradurel gouarnamant Holland, a oa bet trevadennet gantañ dija ledenez Indonezia en he fezh.

Abaoe eo troc’het Ginea-Nevez e div lodenn, dezho an hevelep gorread pe dost, met gant tonkadurioù disheñvel. Eus tu ar C’hornôg eo bet enframmet Papoua dre nerzh e-barzh Indonezia (referendom falset 1969), a rakuitas an trevadenner neerlandat e dibenn an eil brezel bed. Eus tu ar Reter, daoust m’eo dizalc’h Papoua Ginea-Nevez, emañ dindan gwask ekonomikel an amezeg aostralian, preizher bras pinvidigezh mengleuzioù ar vro. Un tonkadur hag a zo, e fin ar gont, gwelloc’h a-galz eget hini Papoua ar C’hornôg abaoe ouzhpenn hanter-kant vloaz.

Er bloavezhioù 1960 e c’helled niveriñ 800 000 Papouad eus an eil tu hag egile eus an harzoù a zaouhanter enezenn Ginea-Nevez. Hanter-kant vloaz goude ez eus 7,5 milion a dud e Papoua Ginez-Nevez ha nebeutoc’h eget 2 vilion e Papoua ar c’hornôg. An diforc’h-se a bemp milion a dud a zo kaoz da zisheñvelded ar renad politikel : dizalc’hidigezh diouzh un tu ha trevadennerezh eus an tu all. E Papoua ar C’hornôg eo deuet Papouaiz da vezañ ur bihanniver. O dazont a zo lakaet kement en arvar ken e c’heller ober gant ar ger gouennlazh evit e zeskrivañ.

Met pell emañ Papoua Ginea-Nevez, bras eo ar vro ha difennet an douaroù garv d’an estrenien, d’an aozadurioù e-maez-gouarnamant ha d’ar gelaouennerien. Bras eo koulskoude an niver a reuzidi (etre 400 000 ha 500 000 abaoe m’eo bet staget ouzh Indonezia) met n’eus test ebet ha rouez eo o zestenioù ha mouget e vez o galv. Poent-bras eo selaou ha teurel pled.

Philippe Pataud Célérier

Hag er sinema ?

Hag er sinema ?

Unan eus ar filmoù kentañ bet graet : An dud da vare oadvezh ar maen e Ginea-Nevez, gant ar Breizhveurad B. Blackwood e 1937. Tregont vloaz war-lerc’h, an teulfilm Dead Birds gant R. Gardner e 1963 a gaver e Peabody Museum Skol-veur Havard ha Le ciel et la boue gant ar Gall Pierre Dominique Gaisseau a c’hounezas Oscar an teulfilm e 1962. Goude-se ez eus filmoù skiantel evel re an etnoarkeologourien B. Théry ha P. ha A.M. Pétroquin : Yélémé, la hache de pierre polie en Nouvelle Guinée ha kalz a re all e CNRS ar c’hleweled.

Teulfilmourien ampart all o deus degaset o c’hrouidigezhioù : Christophe de Ponfilly gant L’ombre blanche au pays des Papous, e 1996 ; an etnologour Stéphane Breton gant Eux et moi e 2001, Le ciel dans un jardin e 2003, Damien Faure gant West Papua e 2002, Sampari e 2008, Colonisation oubliée e 2010, Thomas Balmès gant ar film diskramailh Evangile selon les Papous e 1999 hag En attendant Jésus e 2001.

Arabat ankounac’haat kennebeut Forgotten birds of paradise gant Dominic Brown, labourioù Wensislaus Fatubun war lec’hienn Papuan voices, filmoù dedennus-bras Leonard Retel Hemrich, hag evit echuiñ un drilogiezh eus ar re vravañ graet gant an Aostralianed Bob Connolly ha Robin Anderson, First contact, 1982, Joe Leahy’s neighbours, 1988, ha Black harvest, 1992, filmet e-kreiz Ginea-Nevez.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn an torfedoù-se a-enep an denelezh e c’heller lenn pennadoù a bep seurt bet embannet e Le Monde Diplomatique pe war www.philippepataudcélérier.com.

Pennad diwezhañ : Les Papous minoritaires en Papouasie, Le Monde Diplomatique, C’hwevrer 2015. www.monde-diplomatique.fr/2015/02/PATAUD_CELERIER/52622

Levrlennadurioù

  • PETREQUIN P. et A.M., Objets de pouvoir en Nouvelle-Guinée, C.N.R.S., 2006.
  • DEFERT G., L'Indonésie et la Nouvelle-Guinée-Occidentale, L'Harmattan, 1996.
  • GODELIER M., Les productions des grands hommes, Paris, Fayard 82; réédition Fayard, 1996.
  • MIKLOUKHO-MAKLAÏ, N., Le Papou blanc, Phébus, 1994.
  • SMIDT D., Asmat Art, Woodcarvings of Southwest New Guinea, Periplus, Amsterdam, 1993.
  • GREUB S., Art of Northwest New Guinea, from Geelvink Bay, Humboldt Bay and Lake Santani, Rizzoli, New-York, 1992.
  • SCHNEEBAUM T., La demeure des esprits, Actes Sud, 1991.
  • JUILLERAT B., Papous, Kanaks et Aborigènes, "Ethnies, droits de l'Homme et peuples autochtones", N°3, Vol. 5, Paris 1985, pp. 28-40.
  • MATTHIESSEN, P., Deux saisons à l'âge de pierre, Gallimard, 1967.
  • WIRZ P., Die Marind-anim von Holländisch-Süd-Neu-Guinea, Abhandlungen aus dem Bereich der Auslanskunde, 4 parts en 2 vols.; Hambourg, Friederischen, 1922-1925.
La colonisation oubliée

La colonisation oubliée

Damien Faure

Film war e hed

Trede lodenn oberenn Damien Faure diwar ar vrezelourien bapou repuet.

Gwelet ar fichenn

Le ciel dans un jardin

Le ciel dans un jardin

Stephane Breton

Tamm

Danevell a vouezh-kuzh beaj diwezhañ ar c’honter (un etnologour anezhañ) d’ur vro bell (un draoñienn vihan e gwasked menezioù Ginea-Nevez) ma kustume mont a-bell-kent, ha ne c’hell ket mont eno ken daoust d’e c’hoant.

Gwelet ar fichenn

Le dernier chasseur

Le dernier chasseur

Urbanus Kiaf

Film war e hed

Evit gwareziñ liesseurted ar vuhez an hini oa bet krouet Park broadel Wasu e 1990. E 2012 avat eo aet al loened diwarnañ…

Gwelet ar fichenn

Les espoirs des enfants de Cendrawasih

Les espoirs des enfants de Cendrawasih

Making FX

Film war e hed

Mont d’ar skol e karfe bugale Cendrawasih ober, kentoc’h evit mont da labourat en trevadennoù. Ar skolaerien avat, n’eus ket kalz anezhe.

Gwelet ar fichenn

Lettre d'amour au soldat

Lettre d'amour au soldat

Wenda Tokomonowir

Film war e hed

Skrivañ a ra ur vaouez papou ul lizher d’ur soudard indonezat, dezhi ur verc’hig he doa bet digantañ pa oa-eñ gant e gefridi war an harzoù.

Gwelet ar fichenn

Noix de coco jerrycans

Noix de coco jerrycans

Leo Moyuwend

Film war e hed

E Merauke emañ da bep tiegezh da wareziñ un elfenn eus an natur. Gwarded ar gwez-koko eo ar re Voiwend ha bec’h neuint gant dalc’hoù ar beveziñ…

Gwelet ar fichenn

Survie paradoxale

Survie paradoxale

Wenda Tokomonowir

Film war e hed

Stourm Alex a rank plegañ da raktresoù ar Stad, drastus evit an endro, hag eñ bet bloavezhioù-pad a-unvan gant an natur.

Gwelet ar fichenn

Voix musulmanes pour la paix

Voix musulmanes pour la paix

Yuliana Langowuyo

Film war e hed

Savpoent ar vuzulmaned papou, ur vinorelezh anezhe e Papoua ar C’hornog.

Gwelet ar fichenn

West Papua

West Papua

Damien Faure

Tamm

Abaoe ouzhpenn 40 vloaz e c’houzañv pobl Ginea-Nevez ar C’hornog (bet Irian Jaya kentoc’h) dindan gwask feuls ha didruez trevadennouriezh gournamant Indonezia. Derc’hel a ra ar bobl-se, ha hi ankouaet gant ar bed a-bezh, da stourmn evit ma (...)

Gwelet ar fichenn