Papoued

Eil brasañ enezenn ar bed eo Ginea-Nevez (810 000 km2), goude Greunland. Pa seller outi diouzh an oabl, e welet e tenn d’ur saorian, glas don ; un doare mastodont a ya e livenn-gein eus c’hornôg d’ar reter, war un hed a ouzhpenn 2 000 km dre aradennadoù menezioù ken uhel a 5 000 metr eus tu ar c’hornôg. An aradennad kreiz-se a zo goloet gant gwez-raden ha kinvi aloubus dindan un oabl koumoulek peurliesañ ; eus kostez ar c’hreisteiz ez eus plaenennoù dichaladurel ha geuniek bonnet gant ar vangrovenn ha kleuzet e tu reter an enezenn gant Pleg-mor Papoua.

Papoua Ginea-Nevez : daou zazont disheñvel

Douaroù ken disheñvel an eil ouzh egile (geunioù, koadeier gleb, koadeier glavek, uhelgompezennoù…) a zegas doareoù bevañ disheñvel d’an dud o chom enno : hantergantreerien, pe annezidi ; en douaroù izel ez eo troet an dud war gounidegezh ar sagou ha war hini an torzhelloù en douaroù uhel : ignamez, taro (a orin eus Azia) hep ankounac’haat ar patatez dous. An dorzhell-se (an hini nemeti na zeue ket eus Azia) a oa bet degaset eus Amerika ar C’hreiz gant Portugaliz dre Vro-Spagn e penn-kentañ ar 17vet kantved, hag abalamour dezhi e voe kemmoù bras er vuhez ekonomikel, sokial ha lec’hel. Kreskiñ mat a ra ar patatez dous war an uhelderioù ha dre-se o deus gellet ar Bapoued mont da chom niverus war douaroù uhel ha yen kreiz an enezenn : pell eus plaenennoù bord ar mor lec’h ma veze skrapet ha lakaet da sklaved an dud gant sultanelezhioù molukan.

Daoust ma’z eo disheñvel pobladoù Ginea-Nevez o deus perzhioù sevenadurel heñvel-tre. Bremañ e ouzer ez int deuet eus gevred Azia da vare ar skornadur diwezhañ. Ma’z eo poblet kevandir Azia hag Enezenn Java abaoe henoadvezh koshañ ar maen (1,5 milion a vloavezhioù evit Java), roudoù kentañ an den e Ginea-Nevez hag en Aostralia a zo kalz nevesoc’h (war-dro 40 000 bloaz a-raok J.C.). Kement-mañ abalamour da linenn hollvrudet Wallace. Ar foz-mor-se a zispartie kevandir Sunda – d’ar c’houlz-se e oa stag Azia kevandirel eus ledenez Indonezia a-drugarez d’ar skornadur a lakaas live an dour da ziskenn – eus kevandir Sahul, a oa ennañ Ginea-Nevez, Aostralia ha Tasmania.

Pobloù Papoua (an anv papua a zeu eus ar portugaleg hag a ro an depegn eus blev kruget tud ar vro) pe pobloù melanezian (a ra dave da liv o c’hroc’hen du) a zeu eus pobladurioù disheñvel : ar re gentañ, an Aostraloidiz, an henvroidi engenidik kentañ (Papoued, Orinidi, Kanakiz) o tont eus reter-izel kevandir Azia. An eil rummad, ar poblañsoù Mongoloidel, a zo erruet pell war-lerc’h an Aostraloided (3 000-1 000 bloaz a-raok J.K.). En em veskañ a rejont ganto ha dre-se e tiwanas ur melting pot gant disheñvelderioù anat a-walc’h, ma weler bremañ an daou rummad a oa ennañ, hervez kriterioù etnoyezhoniel. An engenidien gentañ a gomz ur yezh ha n’eo ket aostronezian (Papoued kreiz an douaroù dreist-holl met ivez Tasmanianiz hag Henvroidi Aostralia) ; ar rummad all a gomz yezhoù aostronezian a reer outo « Malayo-polinezian » hag a zo strewet e-touez poblañsoù arvor Madagaskar hag Enezenn Hawai. Pep hini gant e aozadurioù sokial heverk : hêrezh a-berzh an tad evit ur rumm, hêrezh a-berzh ar vamm evit Aostronezianiz.

Hiriv en deiz ez eus ur mil strollad etnek (253 e Papoua ar C’hornôg) e Ginea-Nevez. An anv-se a oa bet roet e 1545 gant ar Spagnol Ortiz de Retez abalamour e kave e oa heñvelderioù etre ar pobladoù papouat ha pobladoù afrikan ar Ginea. Gant red an istor eo bet daouhanteret an enezenn ken e-keñver douar ken e keñver melestradurezh. Lodenn ar Reter a voe rannet etre Alamagn ha Breizh-Veur kerkent ha 1884 hag a voe unanet e 1949 dindan beli Aostralia. Ar rannvro-se, anvet Papua New Guinea, a zeuas da vezañ emren e 1975. E fin an 19vet kantved e voe lakaet lodenn gornôg an enezenn dindan renerezh melestradurel gouarnamant Holland, a oa bet trevadennet gantañ dija ledenez Indonezia en he fezh.

Abaoe eo troc’het Ginea-Nevez e div lodenn, dezho an hevelep gorread pe dost, met gant tonkadurioù disheñvel. Eus tu ar C’hornôg eo bet enframmet Papoua dre nerzh e-barzh Indonezia (referendom falset 1969), a rakuitas an trevadenner neerlandat e dibenn an eil brezel bed. Eus tu ar Reter, daoust m’eo dizalc’h Papoua Ginea-Nevez, emañ dindan gwask ekonomikel an amezeg aostralian, preizher bras pinvidigezh mengleuzioù ar vro. Un tonkadur hag a zo, e fin ar gont, gwelloc’h a-galz eget hini Papoua ar C’hornôg abaoe ouzhpenn hanter-kant vloaz.

Er bloavezhioù 1960 e c’helled niveriñ 800 000 Papouad eus an eil tu hag egile eus an harzoù a zaouhanter enezenn Ginea-Nevez. Hanter-kant vloaz goude ez eus 7,5 milion a dud e Papoua Ginez-Nevez ha nebeutoc’h eget 2 vilion e Papoua ar c’hornôg. An diforc’h-se a bemp milion a dud a zo kaoz da zisheñvelded ar renad politikel : dizalc’hidigezh diouzh un tu ha trevadennerezh eus an tu all. E Papoua ar C’hornôg eo deuet Papouaiz da vezañ ur bihanniver. O dazont a zo lakaet kement en arvar ken e c’heller ober gant ar ger gouennlazh evit e zeskrivañ.

Met pell emañ Papoua Ginea-Nevez, bras eo ar vro ha difennet an douaroù garv d’an estrenien, d’an aozadurioù e-maez-gouarnamant ha d’ar gelaouennerien. Bras eo koulskoude an niver a reuzidi (etre 400 000 ha 500 000 abaoe m’eo bet staget ouzh Indonezia) met n’eus test ebet ha rouez eo o zestenioù ha mouget e vez o galv. Poent-bras eo selaou ha teurel pled.

Philippe Pataud Célérier

Hag er sinema ?

Hag er sinema ?

Unan eus ar filmoù kentañ bet graet : An dud da vare oadvezh ar maen e Ginea-Nevez, gant ar Breizhveurad B. Blackwood e 1937. Tregont vloaz war-lerc’h, an teulfilm Dead Birds gant R. Gardner e 1963 a gaver e Peabody Museum Skol-veur Havard ha Le ciel et la boue gant ar Gall Pierre Dominique Gaisseau a c’hounezas Oscar an teulfilm e 1962. Goude-se ez eus filmoù skiantel evel re an etnoarkeologourien B. Théry ha P. ha A.M. Pétroquin : Yélémé, la hache de pierre polie en Nouvelle Guinée ha kalz a re all e CNRS ar c’hleweled.

Teulfilmourien ampart all o deus degaset o c’hrouidigezhioù : Christophe de Ponfilly gant L’ombre blanche au pays des Papous, e 1996 ; an etnologour Stéphane Breton gant Eux et moi e 2001, Le ciel dans un jardin e 2003, Damien Faure gant West Papua e 2002, Sampari e 2008, Colonisation oubliée e 2010, Thomas Balmès gant ar film diskramailh Evangile selon les Papous e 1999 hag En attendant Jésus e 2001.

Arabat ankounac’haat kennebeut Forgotten birds of paradise gant Dominic Brown, labourioù Wensislaus Fatubun war lec’hienn Papuan voices, filmoù dedennus-bras Leonard Retel Hemrich, hag evit echuiñ un drilogiezh eus ar re vravañ graet gant an Aostralianed Bob Connolly ha Robin Anderson, First contact, 1982, Joe Leahy’s neighbours, 1988, ha Black harvest, 1992, filmet e-kreiz Ginea-Nevez.

Evit gouzout hiroc’h diwar-benn an torfedoù-se a-enep an denelezh e c’heller lenn pennadoù a bep seurt bet embannet e Le Monde Diplomatique pe war www.philippepataudcélérier.com.

Pennad diwezhañ : Les Papous minoritaires en Papouasie, Le Monde Diplomatique, C’hwevrer 2015. www.monde-diplomatique.fr/2015/02/PATAUD_CELERIER/52622

Levrlennadurioù

  • PETREQUIN P. et A.M., Objets de pouvoir en Nouvelle-Guinée, C.N.R.S., 2006.
  • DEFERT G., L'Indonésie et la Nouvelle-Guinée-Occidentale, L'Harmattan, 1996.
  • GODELIER M., Les productions des grands hommes, Paris, Fayard 82; réédition Fayard, 1996.
  • MIKLOUKHO-MAKLAÏ, N., Le Papou blanc, Phébus, 1994.
  • SMIDT D., Asmat Art, Woodcarvings of Southwest New Guinea, Periplus, Amsterdam, 1993.
  • GREUB S., Art of Northwest New Guinea, from Geelvink Bay, Humboldt Bay and Lake Santani, Rizzoli, New-York, 1992.
  • SCHNEEBAUM T., La demeure des esprits, Actes Sud, 1991.
  • JUILLERAT B., Papous, Kanaks et Aborigènes, "Ethnies, droits de l'Homme et peuples autochtones", N°3, Vol. 5, Paris 1985, pp. 28-40.
  • MATTHIESSEN, P., Deux saisons à l'âge de pierre, Gallimard, 1967.
  • WIRZ P., Die Marind-anim von Holländisch-Süd-Neu-Guinea, Abhandlungen aus dem Bereich der Auslanskunde, 4 parts en 2 vols.; Hambourg, Friederischen, 1922-1925.
Awin meke

Awin meke

Cyntia Warwe

Film war e hed

Stourm ar c’henwerzhourezed papou e kêr Jayapura.

Gwelet ar fichenn

Black harvest

Black harvest

Bob Connolly

Tamm

Joe Leahy, perc’henn un drevadenn gafe ma labour an holl warni, a veze sellet outañ evel pa vije « kannad ar bed arnevez ». Kement-mañ betek an deiz ma yeas priz ar c’hafe d’ar strad. Lezenn gozh ar C’hanigaed an hini a renas (...)

Gwelet ar fichenn

Cannibal tours

Cannibal tours

Dennis O'Rourke

Film war e hed

Europeiz hag Amerikaned o tourista e Ginea-Nevez davet ar Bapoued.

Gwelet ar fichenn

Canning Paradise

Canning Paradise

Olivier Pollet

Film war e hed

Rivinet eo bazoù pesketa Papoua Ginea-Nevez ha sujet hec’h anezidi gant peskerezh greantel an ton.

Gwelet ar fichenn

Ce que Mama Kasmira veut

Ce que Mama Kasmira veut

Yuliana Langowuyo

Film war e hed

Stourm ha derc’hel da vagañ spi a ra Kasmira, tri bugel dezhi, ha hi rediet da guitaat he zachenn da vont da labourat en trevadennoù.

Gwelet ar fichenn

Condamné à survivre

Condamné à survivre

Albert Pu'u

Film war e hed

War harzoù Papoua ar C’hornog ha Papoua Ginea-Nevez e werzh an holl henvroidi o douaroù da gompagnuniezhoù an drevidi. An holl anezhe, war-bouez Dominikus a zalc’h penn c’hoazh.

Gwelet ar fichenn

Eux et moi

Eux et moi

Tamm

Abaoe un toullad bloavezhioù ez a un etnologour d’ur gêriadenn vihan a C’hinea-Nevez ingal awalc’h. Kaozeal a ra yezh an dud-se a gustum mont en noazh, bep a wareg gante, a laer liorzhoù a daolioù bouc’hal digant ar goadeg, ha prim da (...)

Gwelet ar fichenn

First contact

First contact

Bob Connolly

Tamm

E 1930 e voe dizoloet ha filmet gant tri c’hlasker-aour, ar C’hanigaed, ur bobl dianavezet gant ar peurrest eus ar bed betek neuze. Hanter-kant vloaz war-lerc’h o doa en em gavet Bob Connolly ha Robin Anderson gant ar meuriad papoued-se (...)

Gwelet ar fichenn

Forgotten bird of paradise

Forgotten bird of paradise

Dominic Brown

Film war e hed

Ur splujadenn e stourmoù ankouaet Papoua ar Chornog : emsavidi bapou filmet evit ar wech kentañ e gwasked ar c’hoadegi don ; emgavioù kuzh gant prizonidi politikel…

Gwelet ar fichenn

Joe Leahy's neighbours

Joe Leahy's neighbours

Bob Connolly

Tamm

Mab ur baleer-bro aostralian a C’hinea-Nevez hag ur vaouez Ganiga eo Joe Leahy, krouadur ar gejadenn gentañ anezhañ. Emañ e penn un drevadenn gafe frouezhus ha goût a oar ober e vad eus e identelezh doubl.

Gwelet ar fichenn

L'autre élection

L'autre élection

Igal Kohen

Webteul

Ur webdiell anezhañ poltredoù c’hwec’h kabalour en ur vro eus ar re vreinañ a zo er bed : Papoua Ginea-Nevez.

Gwelet ar fichenn

L'évangile selon les Papous

L'évangile selon les Papous

Thomas Balmes

Tamm

E miz mae 1993, e-kreiz an enezenn, e voe dizoloet gant gedourien-ar-goadeg gouarnamant nevez Papoua, ur meuriad naontek den ha tri-ugent o vevañ e penn pellañ un draoñienn uhel ha digenvez, diaes mont betek enni. Distag e oant penn-da-benn (...)

Gwelet ar fichenn