Palestinianed

Palestinianed

Kavout ar fichenn
Pobl ar Balestinianed
Pobl ar Balestinianed - Tiriadoù palestinian ha kampoù repuidi

Istor Palestina a c'hellfe kregiñ gant Kanaan pe ar Bibl, aloubadeg ar Romaned pe an Aviel, ar Vizantined pe aloubadeg an Arabed, ar Groaziadeg pe Saladin pe c'hoazh gant an Impalaeriezh otoman. Bez' e c'hellfed ivez lavarout e c'heller komz eus an teir relijion undoueek (yuzeviezh, kristeniezh, islam).Komz a c'hellfed ivez eus an diemglev a vez dalc'hmat e traoñiennoù an Nil hag an Eufratez, etre daou sevenadur bras, Egipt ar faraoned diouzh un tu, hini Sumer ha Babilona diouzh an tu all. An holl fedoù-se a c'hellfe bezañ gwir evit kontañ istor Palestina. Met an holl a ziskouez n'hell ket kregiñ an traoù d'ur mare zero ha n'eus ket dioutañ (Elias Sanbar).

An amzer dremenet

Krogomp gant an Henamzer uhel pa oa eus douar Palestina ur vro darempredet ha c'hoantaet gant kalz. Ar Filistianed, alese e teu an anv Palestina, a oa en em staliet eno en XIIvet kantved a-raok J.K., a-hed an aod a ya eus Mervent douaroù Kanaan, da lavarout eo ur vro a-hed ar Mor Kreizdouarel adalek strizhenn Gaza, betek Tel-Aviv ha Jaffa.

Er c'hantved kentañ a-raok J.K., pa oa kroget ar gristeniezh, e oa bet aloubet Palestina gant ar Romaned Palestina, hag eno e oa ar yuzeviezh ar relijion ofisiel.

E-pad ar marevezh bizantek, eus ar pevare d'ar 7vet kantved goude J.K., e oa deuet Palestina da vezañ « douar ar Gristenien ».

Er 7vet kantved, goude trec'h an armeoù arab, eo en emdroet tamm-ha-tamm an annezidi da vezañ muzulmaned. C'hoant bras iliz Roma da dapout ar galloud a zo bet pennabeg d'ar C'hroaziadegoù, hag unan eus ar palioù a oa adperc'hennañ bez ar C'hrist.

An holl relijionoù o deus bep tro da gejañ an eil gant eben ha da ziorren peogwir e oa bet a-viskoazh ar vro-se ul lec'h tremen hag eskemm ekonomikel, e kroashent ar C'hornôg hag ar Reter, war aod ar mor kreizdouarel.

War-dro ar bloavezh 1900 e oa 600 000 a dud o chom eno, muzulmaned evit an darn vrasañ, met ivez 10% a gristenien ha 3% a yuzevien. Ur vro peizanted e oa hag a brodue dreist-holl danvez evit an dud : eoul olivez, soavon Naplouz, orañjez Jaffa, agrum... Kêrioù evel Jaffa, Haifa ha dreist-holl Jeruzalem o deus kresket kalz.

Al lugan « douar hep pobl evit un bobl hep douar » a zo bet lakaet en a-raok gant diarogerien ar sionegezh pa oant en em staliet a zo faos, lakaet o deus da grediñ ne oa ket poblet Palestina hag dinac'het o deus e oa eus ur sevenadur palestinian.

Istor a-vremañ Palestinia

Stag eo an istor, siwazh, gant hini an « diemglev » a grogas e dibenn an XIXvet kantved pa grouas Theodore Herzl al luskad sionegour en Europa. E-kerzh bloavezhioù kentañ an XXvet kantved, da vare kresk ar broadelouriezhoù ha krouidigezh ar pogromoù kentañ e Rusia, e weler o tiflukañ an enepyuzevouriezh a zegaso, gant an intelektualed, un « identelezh yuzev ». D'ar memes koulz, er Reter-Kreiz, ez eus ul luskad broadelouriezh arab o kreskiñ (hag ivez ur santimant broadel palestinian) hag a c'houlenn bezañ disrannet diouzh an Durked.

Goude ar Brezel-bed kentañ e oa bet lakaet ar Reter-Kreiz a-bezh dindan beli Breizh-Veur hag ar Frañs. E 1916 etu M. Sykes ha F. Georges-Picot o rannañ ar « breizhadenn ». Evit Bro-C'hall al Liban ha Siria, evit ar Saozon Irak, Palestina ha Jordania a-vremañ. E 1917 e kemenn disklêriadur Balfour « Gouarnamant he Meurded a sav a-du gant ur greizenn vroadel evit ar bobl yuzev e Palestina ». Pa oa erruet Hitler er galloud e oa kresket c'hoazh an enepyuzevouriezh hag e dibenn an Eil brezel-bed e oa bet kaset e-leizh a Yuzevien etrezek Palestina. Rankout a ra an dud taliñ ouzh an trevadennerezh saoz hag ouzh an trevadennerezh yuzev. Adalek ar penn kentañ o doa ar Yuzevien da bal prenañ douaroù a-fonn. Ar Balestinianed, kaset kuit, a sav a-enep. An aozadurioù sionour a grou trevadennoù hag a labour anezho a-voutin er c'hibboutzoù.

Krouidigezh Israel

Ne oa bet kavet tamm emglev ebet pa darzhas an Eil brezel-bed. Divizout a ra neuze Breizh-Veur kas an afer dirak ar Broadoù-Unanet a ginnig e 1947 ur raktres rannañ an douaroù. Daoust ma ne sav ar Yuzevien nemet da 30% eus ar boblañs ha n'o deus nemet 6,5% eus an douaroù, e vez roet d'ar stad yuzev 56,5% eus an dachenn. Goude bezañ lakaet ar spont da ren e krou an emsav sionour stad Israel e 1948. Lazhadeg ha drailh zo bet. Ar re zo chomet bev, spontet, o deus tec'het o kas ganto alc'hwez o zi o soñjal addistreiñ. An nakba (gwallreuz) a vez graet eus an dra-se. 800 000 Palestinian diwar 1,4 milion a annezidi a-raok 1948 zo kaset kuit. 151 000 a chom en Israel ha 450 000 e Gaza hag e SisJordania « n'int ket kaset kuit met distaget diouzh o bro ». Ar re all a ya da chom d’ar broioù arab all; Liban, Siria, Jordania evel repuidi, e dalc'h renadoù strizh. Bez' ez int « dougerien o bro » hag e klaskont adsevel er c'hampoù o zachennoù kollet, gant o doareoù hengounel ; un dislavar gwirion evit ul lusk broadelour klasel en e zoareoù ha dispac'hel evit pezh a sell ouzh an ideologiezh politikel.

An UNRAW a zo bet krouet e 1950, un ajañs eus ar Broadoù-Unanet e karg da skoazellañ ar boblañs palestinian dislec'hiet. Ur gefridi war berr dermen eo peogwir eo diazezet war an disentez 194, mouezhiet en ABU, a gomz eus « ar gwir da zistreiñ ». Diouzhtu goude disklêriadur stad Bro Israel e klask ar Balestinianed, pa n'asantont d'ar rannadur, en em aozañ evit difenn o dazont. Setu ar c'hentañ brezel etre Israel hag ar broioù arab. Da geñver an arsav-brezel e 1949, eo 78% eus an douaroù a zo perc'hennet gant Israel hag e kendalc'her da skarzhañ ar Balestinianed. Adalek neuze e krog strolladoù bihan stourmerien da dagañ Stad Israel. E 1957, ur strollad soudarded, en o zouez Yaser Arafat, a vod an holl stourmerien hag a grou ar Fatah, ur strollad kuzh da gentañ.

E 1967 e krog ur brezel nevez gant Israel, anavezet evel « brezel ar c'hwec'h devezh ». Tremen 300 000 Palestinad a zoharluet hag e krog neuze an tabut war an dachenn etrebroadel. An ABU a gemer un diviz nevez heñvel ouzh hini 1948 evit an harzoù hag ar gwir d'ar Balestinianed da zistreiñ d'o c'hêrioù ha kêriadennoù, met hep lavarout pegoulz. An drevadennerien yuzev, diouzh o zu, a nac'h kuitaat o zi.

Ar faezhidigezh-se a greñva an OLP (Aozadur evit dieubidigezh Palestina bet savet un toullad bloavezhioù a-raok gant ar prezidant egiptat Naser hag anvet eo Yaser Arafat da brezidant an OLP. Goude bloavezhioù teñval emañ ar Stourm palestinian en un enkadenn hag evit diskouez emaint aze c'hoazh e reont obererezhioù a ra trouz:skapadennoù gouestlidi, diheñchañ kirri-nij, h.a. Setu ar pezh a skriv Elias Sanbar: « Skeudenn vat ar Palestinian a ya da get: ar fedayin masklet, a oa gantañ skeudenn vrav ar stourmer, a zo bremañ ur sponter kougoulet, hag a skrap gouestlidi, hag ar stourm palestinian a vo merket gant se. E-pad bloavezhioù e klasko ar Balestinianed stourm en un doare reizh, bezañ a-du gant marc'hata ar peoc'h ha diverkañ an tamall a « bobl sponterien ».

Yaser Arafat hag Aotrouniezh Palestina

 Daoust da se e c'hounez penn nevez ar Balestinianed traoù a-bouez war an dachenn diplomatek, ar gwirioù lezennel evit e bobl ha perzh dileuriañ an OLP er C'hevre Arab ha goude en ABU hag en Europa. « Pep tra zo bet savet dreist-holl e diavaez Palestina, hag en diavaez eo ivez e vez stourmet a-enep arme Israel a aloub al Liban e 1982 evit kas kuit an OLP a ya neuze d'en em staliañ e Tunis ». E 1998, Palestinianed Sisjordania ha Gaza a aoz ur reveulzi hollek a-enep d'an dalc'herien: an Intifada. Mouezh ar bobl o c'houlenn an emrenerezh eo hag adkemeret eo gant Kuzul broadel Palestina en Aljer un toullad mizioù goude hag a embann krouidigezh ar stad palestinian. Kendalc'h Madrid e 1991, emglevioù Oslo e 1993, disklêriadur europat 1999 ha disentez 1397 Kuzul surentez ABU a anzav an identelezh palestinian. Anzavadur ar vro a zo bet lakaet e pleustr pa oa bet degemeret Palestina en UNESCO e 2012 hag e Emvod Meur ABU e 2012 ivez. Zoken ma n'eo ket bet lakaet hini ebet eus disentezioù ABU da dalvezout en Israel abaoe... den n'hell ken nac'h ez eus eus Palestina nag eus ar Balestinianed.

Krouidigezh Hamas

Dont a ra an Hamas diwar luskad ar vreudeur vuzulman ha strewet eo dre ar bed arab. E Palestina eo bet krouet e 1987 goude an intifada. Ne anzav ket Stad Israel, a-enep emglevioù Oslo emañ hag erbediñ a ra ar stourm armet, arguzenn implijet gant Israel evit terriñ ar c'hendiviz gant Aotrouniezh Palestina. Gounit a ra an dilennadegoù e 2006 hag ez eont e gouarnamant Aotrouniezh Palestina hag e renont war Gaza goude-se. An eil intifada a grog er bloavezh 2000 hag ar wech-mañ gant armoù. Ma oa un tamm spi da gaout gant an intifada kentañ ne oa tamm digoradur ebet da c'hortoz evit an eil. Diwar-se ez eo aet buanoc'h c'hoazh an trevadenniñ ha sevel Moger « an disparti » deuet da vezañ evit kevredigezh Israel gwirvoud ur raktres perc'hennañ, hi ivez en un enkadenn.

Hunvreoù a beoc'h Alain Gresh

Eilrener ar Monde diplomatique
skrivet en e levr : « De quoi la Palestine est-elle le nom ? »

« Aes eo ober un diverrañ eus an tabut e Palestina : un hent-dall lazhus gant kasoni hag aon, un direizhded dic'houzañvus kuzhet dindan un  « diseblanted ar re na sell ket an afer-se outo ». An diskoulm nemetañ a seblante betek neuze poellek, div stad o vevañ an eil kichen eben, a seblant mont da get ken buan ha ma'z a war-raok an drevadennerezh e Sisjordania hag e Jeruzalem.

Ma tegemerer kement-mañ -div bobl war douar Palestina- eo ret gouzout petra 'c'hoarvezo goude: n'hell ket an diskoulm bezañ rediet gant un tu pe unan all; ret eo kaout ur stourm a-gevret evit ur pal boutin eus an daou du. Un hunvre? N'eo ket muioc'h eget klaoustre an ANC e Suafrika… n'eus ket kaoz amañ da dresañ kartenn ar gwellañ diskoulm, ar pezh a vo graet nemet gant ar renerien hepken, met kentoc'h prederiañ peseurt hent kemer. »

Hag eus tu ar sinema ?

Hag eus tu ar sinema ?

Ur festival eus ar re wellañ: Israéliens, Palestiniens, que peut le cinéma ? A zo bet savet diwar atiz Janine Euvrad a vez dalc'het bep bloaz abaoe 2003, ar memes anv a zo bet roet d'ul levr. Abaoe amzer an hini kentañ Michel Khleifi, o deus graet ar Balestinianed filmoù int o-unan ha niverus eo o sevenerien : Rashid Masharawi, Azza el Haszan, Elia Suleiman... ha labourat a reont gant o c'henseurted eus Israel: Elia Suleiman, Asi Dayan, Amos Gitai ou Avi Mograbi... hag ivez gant ar sevenerez yuzev Simone Bitton.

Gant perzh Monique Prévost hag Isabelle Tuil-Tordjman

Levrlennadurezh skañv :

  • Israéliens, Palestiniens, que peut le cinéma ? Gant Janine Halbreich-Euvrard, Embannadurioù Michalon
  • De quoi la Palestine est-elle le nom ? Gant Alain Gresh, Embannadurioù Actes Sud
  • Dictionnaire amoureux de la Palestine gant Elias Sanbar, Embannadurioù Plon
  • La Palestine expliquée à tout le monde gant Elias Sanbar, Embannadurioù Seuil
  • Atlas des Palestiniens, Embannadurioù Autrement
  • Salaam Palestine gant Bruno Pilorget, Marc Abel ha Véronique Massenot, ur c'harned beaj gant tresadennoù.
  • Lec'hienn Bro-C'hall-Palestinia "www.france-palestine.org"

Gwirioù skeudennoù : Nadine Naous ("Chacun sa Palestine"), Bruno Pilorget

Beyrouth, à défaut d'être mort

Beyrouth, à défaut d'être mort

Tahani Rached

Film war e hed

Breutadenn sebezus a-enep ar brezel, testeni fromus a-berzh saveteidi libanat, dreist-holl ar re a zo chomet bev war-lerc'h drouklazhadeg Sabra ha Chatila. Sachet e  vo evezh an dud gant ar film-se, n'eo ket hepken ar re zo dedennet gant stad (...)

Gwelet ar fichenn

Blagues à part

Vanessa Rousselot

Kendrec'het eo ar sevenerez n'eus harz ebet d'ar c'hoarzh etre ar broioù. Mont a ra neuze dre Balestinia da glask ar fent a zo eno. Ar respont kentañ a zeu kerkent : « Hor buhez amañ n'eo nemet ur farsadenn». Tamm-ha-tamm ez a an teodoù (...)

Gwelet ar fichenn

Chacun sa Palestine

Chacun sa Palestine

Nadine Naous / Léna Rouxel

Tamm

 Sabrina, Rawad, Said ha repuidi palestinian yaouank all, bet ganet el Liban, a ya an eil war-lerc'h egile da di ul luc'hskeudenner. Aes eo reolenn ar c'hoari. Pep hini a zibab kaout e skeudenn a-douez peder c'hêr arouezius-kenañ: New York, (...)

Gwelet ar fichenn

Closing your eyes

Closing your eyes

Robin Hunzinger

Film war e hed

Closing your eyes a zo un teulfilm diwar-benn teir c'hêr o vervel e Palestinia, ur film war tri stumm bac'hañ ha mougañ : dispac'h Nablous, dilez Hebron, steuziadur Qalqilyah.

Gwelet ar fichenn

Dommage

Dommage

Rania Stephan

Film war e hed

Ur film berr-berr war ar feulster, gant flamenco met hep dañserez hag evit Gaza, douar an orañjez trist (Ghassan Kanafani)

Gwelet ar fichenn

Elia Suleiman, cinéaste palestinien ?

Elia Suleiman, cinéaste palestinien ?

Laurent Billard

Tamm

Poltred ur c’heodedour israelian ha filmaozour falastinat war un dro, o vont hag o tont eus an eil check-point d’egile.

Gwelet ar fichenn

Hamdan

Hamdan

Martin Sola

Tamm

Hamdan, ur stourmer palestinian kozh, en deus tremenet 15 vloaz en toull evit bezañ desket da dud yaouank implij danvezioù tarzh. E istor, kontet a vouezh-a-vaez gant skeudennoù kreñv, a ya dre hentoù didud, tiez dirapar, dremmoù mut.

Gwelet ar fichenn

Keep shouting

Keep shouting

Baudouin Koenig

Film war e hed

Beaudouin Koenig a oa pennoberataer pa oa bet graet ar film Ticket to Jerusalem, ur film hir renet gant ar Palestinian Rashid Masharawi. D'ar memes koulz e skrive deiz-ha-deiz istor ar filmañ  a gendalc'ho daoust da bep tra. Check-points a (...)

Gwelet ar fichenn

Les Chebabs de Yarmouk

Les Chebabs de Yarmouk

Axel Salvatori-Sinz

Bandenn-vrudañ

Ar Chebabed a zo ur strollad bihan paotred ha merc'hed hag en em anavez abaoe ma oant krennarded. Tost d'o oad gour emaint bremañ c'hoant bras o deus da gaout ur vuhez dieub hag entanus, met an holl a rank talañ ouzh ur gwirvoud luziet ker. Diaes (...)

Gwelet ar fichenn

Mur

Mur

Simone Bitton

Tamm

« Kement e karomp hor bro ken e vac'homp anezhi ». « Mur » a zo ur film preder personnel diwar-benn brezel Israel ha Palestinia graet gant ur sevenerez hag a lak mesk en abegoù ar gasoni en ur ziskouez he div sevenadur yuzev hag arab.

Gwelet ar fichenn

Palestine, Palestine

Palestine, Palestine

Dubosc

Film war e hed

« Palestinia Palestinia » a zo evel un deirzaolenn, doare livadurioù flandrezat gwechall : el lodenn greiz e weler ur bern taolennoùigoù eus ar vuhez pemdeziek e kamp repuidi Dheisheh, e-kichen Betleem,  padal war an div lodenn gostez, ez (...)

Gwelet ar fichenn

Sans rires, jeux sous surveillance

Sans rires, jeux sous surveillance

Nicolas Dupuis / Delphine Dumas

Bandenn-vrudañ

E  Hevron, Nablous, Gaza, Bethleem hag e Traoñienn ar  Jordan setu Nour, 12 vloaz, Salah,14 vloaz, Yousef, 14 vloaz, Yazid, 10 vloaz, Emma, 12 vloaz, Mahmoud, 10 vloaz ha Mouni, 15 vloaz o kontañ gant o gerioù dezho taolioù brezel (...)

Gwelet ar fichenn