Pobloù orinat
Pobloù orinat - Un toulladig merkoù arzel ha politikel

An Orinidi (Aborijened) eo annezidi gentañ Aostralia. Erruet e oant war an douar bras-se setu bremañ tremen 40 000 bloaz 'zo, moarvat o tont eus enezeg Indonezia. Ur c'hevandir lesanvet gant an alouberien saoz terra nullius goude dilestradeg Cook e 1770. Eno koulskoude e veve strewet dre ar vro ouzhpenn 250 meuriad gant kement-all a yezhoù; chaseourien-dastumerien e oant hag abaoe milvedoù en em ingalent brav gant danvezioù an douar. Bez' o deus ur sistem kemplezh a lezennoù diazezet war lidoù ha kredennoù a zo e dalc'h boudoù Amzer an Hunvreoù a ziwall al lec'hioù sakr.

Hiziv, stroñset mat gant gwalennoù an deuet diwar an trevadenniñ ez eus ouzhpenn 455 000 Orinad ha kalz a arzourien anavezet er bed a-bezh. Diskouez a reont gant donezon o sevenadur kozh ha bev war un dro. Ar rannbennad da heul a zo skrivet gant an antropologourez Barbara Gloweczewski.

An Aostralianed kentañ a veve diwar dastum ha chaseal, en un doare bevañ hantergantreat, cheñch a raent lec'h hervez mare ar bloaz, an amzer hag an danvezioù a gavent tro-dro dezho. War zigarez e kerzhe an dud-se en noazh, hep sevel ti ebet, na kaout liorzhoù nag ober hentoù, o doa divizet ar Saozon ne oa ket poblet Aostralia : Terra nullius emezo. Kouskoude o devoa an orinidi pep a dachenn merket mat diazezet war liammoù speredel gant anvioù d'al lec'hioù, d'an douregi, d'ar rec'hell, d'an tosennoù, stag ouzh danevelloù sakr a leurennent e-kerzh lidoù arzel ha pleustret. Doareoù kemplezh o devoa evit merañ an douaroù, perc'hennañ pe implij anezho evit kantadoù a veuriadoù gant pep hini e yezh dezhañ e-unan.

Garv eo bet an trevadennerezh saoz; al lazhadegoù, ar c'hleñvedoù-red, an deporzhadurioù o deus lazhet strolladoù a-bezh pa oa bet krouet toulloù-bac'h e su ar vro en XIXvet kantved. Ar rebourserezh a zo bet ken kriz, ar sec'hor, hag a-wechoù ar c'hoant gouzout o deus kaset ar familhoù a chome da glask repu e feurmoù sevel loened, er misionoù hag er gwarezvaoù. E 1905, pa oa krouet ar C'hevread aostralian e voe lezet ar gouarnamant d'ober hervez e soñj, ha savet gantañ neuze ul lezenn da glask er c'hampoù betek ar re bellañ bugale o c'hroc'hen sklaer, bet ganet diwar frouezh an alouberien, dre wall pe dre garantez....

Pa voe divizet gant ar gouarnamant kaout ul linenn bolitikel a heñvelekadur o doa kaset da benn ur gouennlazh teknikel anvet «gwennaat» ar ouenn, da lavarout eo dimeziñ ar vugale gant tud sklaeroc'h egeto evit na vije ken goude ur pennad eus ar pobloù orinat...

Anvet e vez kement-mañ rummad ar vugale laeret, da heul e kaver ar c'holl identelezh, an alkoolegezh spontus, doareoù emvuturniañ ....

Betek referendom 1967 a anzavo en diwezh gwirioù keodedel d'an orinidi, ne oa tamm redi lezennel ebet da baeañ anezho. N'eus nemet ar re a c'houlenn un testeni heñvelekadur a c'hell bezañ gopret, met abalamour d'o orin e c'hellont bezañ gwasket, lakaet a-gostez daoust d'o barregezhioù. Ne vezont ket broudet na d'ober ar sport na war dachenn an arz gant aon na zeufe tud du da vezañ gwelloc'h eget tud wenn. Diaes-tre e oa kaout an testeni heñvelekadur, daoust ma oa bet sanket don ar Bibl e pennoù rummadoù a orinidi. Deiz-ha-deiz e vezont enrollet ha e tleont reiñ o ger ne zarempredint ken meuriad o familh...

Kalz a dud o doa kredet – antropologourien en o zouez – e oa an orinidi war-nes mont da get. Dre ma oa aotreet an orinidi da vont e-maez eus al lec'hioù gwarez goude referendom 1967 ez eus bet ur prantad babyboom hag ur revival e sevenadur ar vro, ha da heul ur stourm evit difenn an identelezh orinat gant an diskennidi n'eus forzh peseurt liv kroc'hen o dije. Ar re o doa gouzañvet ar muiañ eus an apartheid-se a voe ar stourmerien daerañ evit adc'hounid an douaroù laeret.

E 1972, o deus savet un deltenn, ar c'hannati orinat, dirak breujoù Canberra. Divizout a reont kemer da arouez broadel ur banniel gant al liv ruz evit an douar, du evit an dud ha melen evit an heol. Al livioù-se a vo degemeret evel merk an identelezh orinat er bed a-bezh.

Daou verk grafek all a zo deuet war wel evel sinadurioù an engenedigezh aotralian. Livadurioù Douar Arnhem a lak war ar c'horz o liamm speredel gant an douar: ar patterns pe tresoù ha kanavaz ar c'hlannoù a lak da glotañ amailherezh ha skeudvarennadurezh gant loened treset treuzwelus o tiskouez o diabarzh, un doare arzel o tont eus al livadurioù war reier a vez graet arz skinsellet gant an arbennigourien.

E-kerzh ar bloavezhioù 70 o deus kroget livourien gouelec'h ar c'hornôg d'ober livadurioù akrilik, taolennoù gant poentigoù bihan anavezet er bed a-bezh bremañ gant an anv dot paintings.

Un doare eo da dreuzlec'hiañ war taolennoù Amzer an Hunvreoù, ar mojennoù met dreist-holl al liammoù speredel gant al lec'hioù sakr liammet ganto. Orinidi Papunya (Aostralia ar C'hreiz) o deus implijet evit ar wech kentañ livaj akrilik evit adober o livadurioù hengounel, broudet int bet gant Geoffrey Bardon, stummer er c'humuniezhioù. Roet ez eus bet d'an arz orinat ul lec'h a-zoare en arz a-vremañ, ar pezh en deus degaset kemmoù feuls ha lakaet arc'hant betek re er jeu.

Ar strolladoù-se eus Tiriad an Norzh o deus gellet stourm evit o douaroù a-drugarez d'al lezenn war al land rights, bet votet e 1976. Erstadoù all Aostralia n'eo nemet goude trec'h Eddie Mabo, orinad eus strizh-mor Torres, en deus diwiriekaet mennozh ar terra nullius. Ar gouarnamant, e 1992, en deus lakaet tremen ullezenn nevez neuze hag a anzav an Native Title, gwir douar engenidik hag a rank bezañ goude-se bezañ gwiriet hini-ha-hini en ul lez-varn savet a-ratozh evit-se...

Tennet eus «Rêves en colère» gant Barbara Glowczewski

Ha bremañ ?

Ha bremañ ?

C'hwech gwech uheloc'h eo feur an dilabour e-touez an Orinidi keñveriet gant keidenn-etre Aostralia. Eus ugent vloaz eo izeloc'h o hoali eget hini an Aostralianed all.

An alkool, an dramm, ar feulster, an emlazh a zo disoc'h diberc'hennelezh o douaroù, gwallet eo bet o sevenadur ha dinac'het o briegezh gant an Europeaned.

Da heul an alkoolegezh e teu felliezh a vez moustret kalet. 40% eus an dud toullbac'het a zo orinidi pa n'eus anezho nemet 2% eus poblañs Aostralia. Niverus-mat eo niver ar re a varv en toull, death in custody. Evel-just eo er c'hêrioù e kaver an azonoù ar gwashañ.

Ha koulskoude ?

Ha koulskoude ?

A-drugarez da stourmoù dizehan an orinidi, hep ankounac'haat ar stourm dre ar rouedad abaoe pell, ez eus bet goulennoù pardon a-hed ar bloavezhioù. E 1992 en doa distaget ar ministr kentañ Paul Keeating ur brezegenn war an adunvaniñ. Krouet eo bet e 1998 ar Sorry day, deiz ar pardon. An anzav aroueziel diwezhañ a zo bet e 2008 p'en doa en em zigarezet ar ministr kentañ nevez ha penn an tu enep er parlamant en anv pobl Aostralia evit an torfedoù graet gwechall d'an orinidi.

 

Hag eus tu ar sinema ?

Hag eus tu ar sinema ?

Al lidoù orinat a zo bet e-touez an traoù kentañ bet filmet hag enrollet en Aostralia, dreist-holl gant an antropologour Baldwin Spencer e 1900. Jedda gant Charles Chauvel, bet kinniget e Cannes e 1955, a zo bet ar film kentañ gant Orinidi o c'hoari ar rolloù pennañ.

En tu-hont da sell ar re wenn war ar sevenadur hag istor ar bobl orinat (Nicholas Roeg gant Walkabout, Henri Safran gant Stormboy, Le chemin de la Liberté gant Phillip Noyce, filmoù Rolf de Heer, re Ned Lander, re David Bradbury)...ur rummad a-bezh sevenerien orinat zo difluket adalek ar bloavezhioù 80 gant Tracy Moffat arzour, Wayne Jowandi Barker sonour pe Richard Frankland, skrivagner. Ar sevenerez yaouank Rachel Perkins, merc'h an emsaver brudet Charlie Perkins, a zo krog gant berzh da seveniñ. Ganti e kaver tud evel Ivan Sen, Warwick Thornton, Erica Glynn, Sally Riley, Darlène Johnson, Rima Tamou...

D'o zro o deus tapet tud yaouank ar c'humuniegezhoù krog en ostilhoù niverel ha modern hag a lez o roud e levr istor o fobl.

levrlennadurezh :

  • GLOWCZEWSKI B, Les rêveurs du désert, Actes sud, 1996
  • GLOWCZEWSKI B, Rêves en colère avec les Aborigènes australiens, Terre humaine Poche, 2004.
  • GLOWCZEWSKI B, avec Lex Wotton, Guerriers pour la paix, La condition politique des Aborigènes vue de Palm Island, Indigène Editions - 2008
  • Dindan renerezh  L.DOUSSET, B.GLOWCZEWSKI et M.SALAÜN, Les sciences humaines et sociales dans le Pacifique sud, éditions du CREDO, 2014

Gwirioù skeudennoù : Barbara Glowczewski

Milpirri festival

Milpirri festival

Bandenn-vrudañ

Mojenn Pulyaranyi e festival Lajamanu e 2012. Ur meskaj souezhus hengoun ha modernelezh.

Gwelet ar fichenn

Murundak, songs of freedom

Murundak, songs of freedom

Natasha Gadd / Graham Rhys

Tamm

" Murundak ", sonerezh stourm an orinidi. Muzikerien eus Aostralia a gemer penn an hent hag a ginnig o c'hanaouennoù d'an dud e-kerzh abadennoù. Ezteurel a ra o c'hanaouennoù tristidigezh, fulor ha spi an orinidi, kontañ a reont ar stourm a-enep (...)

Gwelet ar fichenn

Ngurra-kurlu

Ngurra-kurlu

Maxwell Tristan Tasman / Steve Jampijinpa

Film war e hed

Ar mestr Steve Jampijinpa a gelenn 5 piler ar sevenadur Walpiri.

Gwelet ar fichenn

Night cries

Night cries

Tracy Moffat

Tamm

 Filmet penn-da-benn en ur studio, istor an darepredoù etre ur vamm wenn hag he merc'h orinat. Souezhus.

Gwelet ar fichenn

No way to forget

No way to forget

Richard Frankland

Film war e hed

E 1988 e ra Richard Frankland un enklask evit ar C'hengor roueel Enklask diwar-benn marv kalz a orinidi  pa oant bet bac'het gant  polis Aotralia. Ar film faltazi-mañ a zo bet awenet gant ar pezh en deus merket don ar sevener pa (...)

Gwelet ar fichenn

Nyiru

Nyiru

Curtis Taylor

Film war e hed

Wati Nyiru eo an den a gasas kuit seizh c'hoar ar C'hornôg war-zu ar Reter. Un doare da envel o douaroù…

Gwelet ar fichenn

Ochre and ink

Ochre and ink

James Bradley

Bandenn-vrudañ

Troioù-kaer an arzour sinaat-aostralian Zhou Xiaoping hag e genlabour –a gaver abeg ennañ a-wechoù– gant arzourien orinat en Arnhem Land. An disoc'h a zo  un diskouezadeg dreistordinal e Beijing. Ur berlezenn a film war an (...)

Gwelet ar fichenn

Puntukurnu parna

Puntukurnu parna

Curtis Taylor

Film war e hed

Penaos treiñ an Dreaming pe amzer an hunvreoù? Unan eus an tri video sevenet gant an den yaouank Curtis Taylor evit diskouezadeg Yiwarra Kuju a zo bet dalc'het e Mirdi broadel Aostralia e 2010.

Gwelet ar fichenn

Quête en terre aborigène

Quête en terre aborigène

Wayne Jowandi Barker / Barbara Glowczewski

Film war e hed

Kinniget eo bet al labour-mañ, dindan stumm un DVD etreoberiat, e meur a virdi. Ul labour kaset da benn gant ur sevener orinat hag un antropologourez. Ur film ret e welet evit kompren bed an orinidi.

Gwelet ar fichenn

Samson et Delilah

Samson et Delilah

Warwick Thornton

Bandenn-vrudañ

Samson ha Delilah a vev en ur gumuniezh orinat pell diouzh pep lec'h e gouelec'h kreiz Aostralia. Ar vuhez eno a zo digemm: mont a ra an devezhioù hebioù, netra ne fiñv ha den ebet ne seblant bezañ chalet gant kement-se. Pa sko ar gwalleur e (...)

Gwelet ar fichenn

The dream carver : a portrait of pampila

The dream carver : a portrait of pampila

Vincent Moon

Film war e hed

Poltred Pampila, un orinad eus korn-bro Broome ha kizeller hunvreoù. Ul lodenn eo ar film eus dastumad petites planètes gant Vincent Moon, kit d'en em goll war e lec'hienn : www.petitesplanetes.cc

Gwelet ar fichenn

Trois sœurs

Trois sœurs

Magali McDuffie

Film war e hed

Poltredoù kemmesk teir c’hoar eus an Inizi Kimberley e gwalarn Aostralia, o stourm pep hini diouzh he mod evit difenn o douar hag o sevenadur…

Gwelet ar fichenn