Pobl ar Gurded
Pobl ar Gurded - A-c'haol war veur a stad

35 milion a Gurded a zo bremañ, liammet gant un hevelep sevenadur met dispartiet etre peder Stad: Tukia, Irak, Iran ha Siria. Daou vilion anezho o deus ranket divroañ hag en em santont divroet e-touez an diaspora kurd. Ar c'hoant da gaout ur stad dezho o-unan a zo bet kreñv dalc'hmat er C'hurdistan hag ar c'hoant zo manet daoust d'ar moustrerezh.

Ar Gurded a gomz kurdeg, dezhañ meur a rannyezh. Ar c'hurdeg a zo ur yezh indezeuropek eus ar skourr iranek. Hag ar Gurded o deus ur sevenadur hag un istor boutin dezho holl.

N'eus nemet Kurdistan Iraq hag he deus ur statud a emrenerezh. E lec'h all ne vez ket doujet d'o gwirioù hag e vezont moustret.

Ar Gurded a zo eus skourr iranian kerentiad bras ar pobloù indezeuropek. An amzervezh kurd a grog e 612 a-raok J.K., hag eo ar vMeded a ziazez ur rouantelezh, en Asiria, en Iran hag en Anatolia. Echuiñ a raio ren ar Veded war-dro kreiz ar VIvet kantved a-raok J.K., met o relijion hag o sevenadur a vo trec'h en Iran betek marevezh Aleksandr Veur. Ne ouzer ket kalz tra diwar-benn an amzer-se.

Ar Gurded, goude bezañ en em zifennet start a-enep d'an alouberien arab ha muzulman, a zo troet a-du gant an islam a-benn ar fin, met hep bezañ arabekaet. Padet en deus ar stourm e-pad ur c'hantved pe dost.

Pa oa gwanaet galloud ar galifed e oa ar Gurded dija e penn a-raok war dachenn an arzoù, an istor hag ar brederouriezh, hag adalek kreiz an IXvet kantved ez int deuet da vezañ kreñv ivez war an dachenn bolitikel. Met kemmet eo bet red an istor gant aloubadegoù niverus pobladoù o tont eus stepennoù Azia Greiz. Goude-se, en XIIIvet kantved, eo tro an aloubadegoù turk ha mongol.

En eil lodenn ar XVvet kantved e teuio ar vro da vezañ emren hag unan, liammet gant ar yezh, ar sevenadur met rannet e meur a briñselezh. Hogen, emskiant eo an dud ez int ul lodenn eus un hevelep bro, dreist-holl e-touez an dud desket.

E-penn kentañ ar XVIvet kantved e teu bro ar Gurded da vezañ pennabeg da gevezerezhioù etre an impalaeriezh otoman hag an hini bersat. Ar Gurded a wel o devo da zibab deiz pe zeiz etre bezañ staget ouzh Persia pe asantiñ da vezañ renet gant ar sultan otoman ha kaout un emrenerezh frank. Kemer a ra ar renerien an dibab diwezhañ-mañ. Kement-mañ a zegaso peoc'h er C'hurdistan e-pad tri c'hant vloaz.

Disrann a oa etre ar Gurded da vare an Eil Brezel Bed, hep rener hag hep raktres evit an dazont. E 1915 o doa rakdivizet an emglevioù gall ha saoz, anvet Sykes-Picot, dispenn ar vro.

An disrann a zo aet war washaat goude ma voe koll an impalaeriezh otoman a-enep d'ar Gevredidi e 1918. Ne voe ket kaset da benn hervez Feur-emglev etrebroadel Sevres e 1920, ar c'hinnig krouiñ, war ul lodenn eus ar C'hurdistan, ur Stad kurd. D'ar 24 a viz Gouere 1923 e voe sinet ur feur-emglev all e Lausanne hag a stage al lodenn vrasañ eus ar C'hurdistan ouzh ar stad turk nevez. A-raok se e oa bet roet da Siria gant Bro-C'hall div rannvro gurd. E-pad an amzer-se e oa peuzdistag koulz lavarout Kurdistan bro Iran diouzh ar galloud kreiz persek. Chom a rae da ziskoulmañ kudenn rannvro gurd Mosoul, pinvidik-mor abalamour d'an tireoul.

Setu penaos, e dibenn 1925, bro ar Gurded, anavezet evel Kurdistan abaoe an XIIvet kantved, a voe rannet etre peder stad : Turkia, Iran, Irak, Siria. Hag evit ar wech kentañ en hec'h istor hir, n'he oa ket mui emren war an dachenn sevenadurel.

Gwazh eo bet ar Gurded eus an douaroniezh, eus an istor met moarvat ivez eus an diouer a boell a-berzh o renerien. Ar bobl gurd eo an hini he deus, moarvat, gouzañvet ar muiañ pa oa bet adveret kartenn ar Reter-Nesañ.

Tammoù tennet eus prezegenn Kendal Nezan, prezidant Skol-Uhel ar Gurded e Pariz.

Ha bremañ ?

Ha bremañ ?

Kalz a emgannoù a zo bet an eil war-lerc'h egile e-pad ar c'hantved diwezhañ : emsavidigezhioù ar bloavezhioù 30, ur republik Kurdistan na badas ket e 1946, an distabilded irakian er bloavezhioù 60, taolioù-stad, ar brezel Irak-Iran er bloavezhioù 80. Stad irakian Saddam Husein a c'hoantaas skarzhañ ur wech da vat kudenn ar Gurded : 90% eus ar c'hêriadennoù a zo bet distrujet, 1,5 milion a Gurded a zo bet bac'het, implijet ez eus bet armoù kimiek e Halabja, gêr verzherez ar C'hurdistan. Daou vilion a Gurded a gav repu er C'hurdistan emren dindan gwarez Aozadur ar Broadoù Unanet.

Un hent all a zo bet evit Kurded Turkia. Ne oa ket bet klevet komz eus stourm broadel ar Gurded a-raok krouidigezh ar PKK, Strollad labourerien Abdullah Öcalan e 1978. Ar stourm gant armoù krog e 1984 a gendalc'ho betek ar bloavezhioù 1990, ha goude a-enep ar Bershmergaed irakian e 1992-1993. Pa voe harzet Öcalan e 1999 e klaskas ar strollad kaout un diskoulm politikel e Turkia demokratel. N'eo ket deuet da vat evit poent, ha toullbac'het e vez c'hoazh alies, tidek, kalz a Gurded zoken ma vezont dilennet. Divodet e vez strolladoù, rebourserezh hollek, harzet ha divroet e vezont, zoken war dachenn Europa, drouklazhadeg evel ar pezh a zo c'hoarvezet gant teir emsaverez e kreiz Pariz e miz Genver 2013. Setu fedoù hag a ziskouez n'eo ket diskoulmet kudenn ar Gurded, pell ac'hane.

En Iran, eo bet disklêriet ar brezel aenep d'ar Gurded gant an Ayatollah Khomeiny e 1979. Pennoù kurd PDK an Iran a zo bet drouklazhet. Ur c'hendiviz, a reer yaus anezhañ, a zo bet adlañset goude-se, met en Iran eo e chom ar gwashañ stad ar Gurded.

Daoust hag e teuio Kurdistan Siria, a reer Kurdistan ar C’hornôg anezhañ (e kurdeg : Kurdistana Rojava) gant daou pe dri milion a Gurded (marteze muioc'h, marteze nebeutoc'h) ur gwirvoud douarel, politikel hag ekonomikel? Evel Kurdistan ar Reter deuet da vezañ ur rannvro gevredet eus ar C'hurdistan irakat, stabil war an dachenn ekonomikel ha politikel. Met heuliadoù all a zo d'an diemglevioù e Siria. Evit poent n’o deus ket ul lodenn eus ar Gurded ar vroadelezh sirian, hag ez int neuze «dibaper».

Komz a ra ar Gurded rannyezhoù kar an eil d'eben: sorani Kurdistan ar Su hag ar Reter, kurmandji e Turkia, Siria, Iraq hag Iran, zazaki e Kurdistan an norzh, ha rannyezhoù all vez komzet er C'hurdistan, lori, laki, gorani, h.a. Abalamour da zisrann ar C'hurdistan e meur a stad e vez skrivet ar c'hurdeg e tri stumm disheñvel : latin, kirillek hag arabek. An darn vrasañ eus ar Gurded a zo Sunited (80%), met chom a ra c'hoazh kredennoù all, an aleviezh, ar yezidiezh, ar zoroastriezh, ar gristeniezh, ar yuzeviezh (en Israel) hag evit un toulladig diouto a zo chiited.

 

Hag eus tu ar sinema ?

Hag eus tu ar sinema ?

Yilmaz Güney eo ar brudetañ sevener Kurd, fimet en deus Turkia ar bloavezhioù 60 ha diskouezet Kurded hep morse envel anezho, abalamour d'ar c'hontrollerezh. Ur sinema a ziforc'h eo a lak war wel merc'hed ha metoù sokial lezet a-gostez.
Yol, Le troupeau, Elégie,Espoir a zo pennoberennoù.

An emdroadur war dachenn rannvroelerezh kudenn ar Gurded ha krouidigezh un diaspora kurd a seblant bezañ diazez nevez skeudenn arzel ar Gurded.
Pemp film bras a ziskouez kement-se : Beko gant Nizamettin Ariç, Kurd a Durkia, Un temps pour l'ivresse des chevaux gant ar c'hurd iranian Bahman Ghobbadi, Tableau noir gant an Iranianez Samira Makhmalbaf, Vive la mariée... ha Passeurs de rêves gant Hiner Saleem.
Menegomp ivez ar C'hurd Sirian Mano Khalil hag e-touez tud donezonet hag anavezet bremañ ar C'hurd eus Turkia Kazim Öz.
Aozet e vez gant an diaspora Kurd ur festival a-bouez: hini ar filmoù kurd e Londrez.

Notennoù filmoù hervez Hamit Bozarslan - 2003

Levrlennadurezh kurd :

Gwirioù skeudennoù : François Legeait - francoislegeait.blogspot.com

Another life

Another life

Jamal Penjeweny

Film war e hed

Buhez pemdeziek ar floderien o vont hag o tont, war var o buhez, a bep tu da harzoù Iran.

Gwelet ar fichenn

Daba

Daba

Mariwan Raof

Film war e hed

Bidon an hini a dalv ar ger Daba. Bidonioù plastik ma werzher esañs enne war vord an hentoù, bidonioù ma vev kalzik a dud bet ret dezhe cheñch micher, ouzh o adimplijout hag ouzh o zreuzfurmiñ.

Gwelet ar fichenn

Doku off

Doku off

Fabrice Coppin

Film war e hed

Taol-arnod dibar an atalieroù krouiñ diellfilmoù er C’hurdistan emren. (Biz-Irak)

Gwelet ar fichenn

Ez kurdim

Ez kurdim

Antoine Laurent / Nicolas Bertrand

Bandenn-vrudañ

Fidan, Angel, Asli a zo teir flac'h. Div anezho a zo Kurdezed, an trede Turkez. Gant dremmoù hag istorioù an teir maouez e tizoloer tamm-ha-tamm poltred ur bobl, liesseurt hag unanet,  nerzh kalon dezhi ha youlek da vezañ trec'h.

Gwelet ar fichenn

Foggy houses

Foggy houses

Ali Awat

Film war e hed

En em zistrujañ a ra Kurdadezed o teurel esañs warne o-unan, evit en em zizober diouzh ar yev lakaet warne gant o familhoù.

Gwelet ar fichenn

He Bû Tune Bû

He Bû Tune Bû

Kazim Öz

Tamm

Filmañ a ra Kazim Öz ur familh kurd eus  Anatolia o vont etrezek bro Ankara evit labourat diouzh ar c'houlz e parkadoù saladenn. Chom a ra ar sevener an tostañ ma c'hell ouzh an tudennoù pa'z eus anv eus divroañ evit al labour, eus (...)

Gwelet ar fichenn

Je reviens d'un pays qui n'existe pas

Je reviens d'un pays qui n'existe pas

Ariel Nathan / André Métayer

Film war e hed

Setu bloavezhioù 'zo emañ André o stourm evit ma vo anavezet ar C'hurdistan. Dre e « labour » a stourmer pemdeziek hag unan eus e veajoù enklask e Turkia e tizoloer kudenn Kurdistan hag ar gwask lakaet gant Turkia hag ivez gant ar Frañs war (...)

Gwelet ar fichenn

La double vie de Roushkar

La double vie de Roushkar

Hushyar Darweshyan

Film war e hed

Istor souezhus Loukman, ur grennardez seitek vloaz anezhi, bet kuitet Kurdistan Irak ganti, o vevañ en ur c’hamp repuidi nepell eus Suleymani.

Gwelet ar fichenn

La prison rouge

La prison rouge

Ismaeel Omar Ali

Film war e hed

« la prison rouge» eo al lec'h veze kaset enebourien renad Saddam Husseiln, bac'het ha boureviet. Dont a ra un den en-dro d'al lec'h-se evit testeniañ, abalamour d'ar jahinerezh eo gaonac'h bremañ.

Gwelet ar fichenn

Le ballon et la bombe

Le ballon et la bombe

Shekhzade

Film war e hed

4 bloaz oa Salam e 1988 da vare lazhadeg Halabja. Bombezennoù kimiek o deus lazhet an darn vrasañ eus annezidi kêr hag ar re saveteet a zo merket don en o c'horf pe en o spered. Gant e vignoned, ganet war-dro 1991 e klask bremañ kemm buhez met (...)

Gwelet ar fichenn

Le drôle de pays des Kurdes d'Irak

Le drôle de pays des Kurdes d'Irak

Mylene Sauloy

Film war e hed

Peseurt sell a vez taolet gant ar Gurdiz war ar brezel a zo war-nes ober e reuz etre ar Stadoù-unanet renet gant G.W. Bush ha Bro-Irak renet gant Saddam Hussein.

Gwelet ar fichenn

Le Gitan de Mars

Le Gitan de Mars

Hakar Ebdulkadir

Film war e hed

Penaos eo bet degemeret an Dziganed e kêr Dohuk. Ur vuhez zistag a renont, o terc’hel d’o gizioù-int tra ma vag an ozhac’h meur darempredoù aketus gant gouarnamant ar Gurdiz.

Gwelet ar fichenn