Karibeaned

Karibeaned

Kavout ar fichenn
Pobl ar Garibed
Pobl ar Garibed - Un unded douaroniezhel, ul liested politikel

Evit komz eus pobloù Karib eo mat sellet a-dost ouzh ur blanisferenn. Ret eo mont pelloc'h eget skeudenn kokozek ez eo un dachenn kalz ledanoc'h gant douaroù war an douar-bras, enezegoù, tud disheñvel-bras hervez al lec'hioù. Met un herêzh voutin a zo dezho holl, graet eo o istor gant ar cheñchamantoù lec'h, ar c'hemmesk, an hironerezh ha stummet hag adstummet a-hed ar bloavezhioù gant an trevadenniñ hag an didrevadenniñ.

Kinnig a reomp deoc'h teurel ur sell war ur vro ma'z eus diwanet meur a yezh, kavell ar c'hreolekaat, lec'h ma'z eus ijin a-leizh.

Da gentañ e raimp anv eus Malik Duranty, sokiologour ha barzh martinikat :

Liested ar C'harib a zo ur c'hemmesk traoù ha talvoudegezhioù a bep seurt, yezhoù, doareoù komz dezho o-unan, livioù ha c'hwezhioù na vezont nag ankounac'haet na dinac'het... ur vevliesseurted war an douar ha war vor, mojennek ha kevrinek a zo diwanet eno gant red an istor hag a zegas aon bras da eñvor lod 'zo hag a greñva savboent lod all.

Un diazad Karib

 Ar stadoù Karib, pe ar "West Indies" evel ma lavar ar saoznegerien, a zo douaroù tro-dro Mor Karib. 38 stad ha 250 milion a dud o chom enne.

Un diazad bras-tre eo, en Norzh hag er Biz, gwareg an Antilhez, gant an Antilhez bras hag an Antilhez bihan, er C'hornaoug, ledenez Yucatán hag arvor Amerika ar C’hreiz; hag er Su plaenennoù arvorek Kolombia, Venezuela hag ar Gwianaoù a gloz an diazad.

Distroomp da wareg an Antilhez, adalek ar c'hornaoug betek ar reter: Kuba a gomz spagnoleg gant arlivioù afrikanek, Jamaika a gomz saozneg, Haiti, an enezenn gentañ oc'h en em dennañ a-dre dalc'h ar Frañs hag ar Republik Dominikan a ra-hi gant ar spagnoleg, hag ivez Puerto Rico, liammet abaoe pell ouzh ar Stadoù-Unanet, a vez graet an Antilhez bras anezho.

Evit klozañ, eus an Norzh d'ar Su, war talbenn reter an diazad karib emañ, an Antilhez bihan. Ne venegimp amañ nemet un toulladig diouto hag a ziskouez pegen disheñvel e c'hellont bezañ: Barbuda hag Antigua, bet trevadennoù saoz, Montserrat gant diskennidi eus Iwerzhon, Dominica a zo bet gall a-raok dont da vezañ saoz, Gwadeloup ha Martinik a zo bet trevadennoù gall ha departamantoù ha rannvroioù tramor gall ez int bremañ, Trinida-ha-Tobago a zo deuet da vezañ ur republik e diabarzh ar C'hommonwealth, ha Curaçao, bet e dalc'h an Izelvroioù, a zo bremañ ur stad emren e diabarzh rouantelezh an Izelvroioù.

Pobladoù kentañ ha trevadennerezh

An holl zouaroù-se a zo bet poblet da gentañ gant Amerindianed, ar Garibed pe Kalinagoed o tont eus aodoù ar Venezuela e dibenn an IXvet kantved. Ober a raent gant ar ger Arawak evit komz anezho o-unan. N'o deus ket gallet talañ ouzh ar gonkistadored spagnol ha lazhet int bet holl er bloavezhioù 1510-1520 (Cuba a zo bet dizoloet gant Kristol Goulm e 1492).

Ar sklavetaerezh hag ar morianetaerezh o deus padet ouzhpenn tri c'hant vloaz. Diwar daou ved diunvanus hag enebet an eil ouzh egile ez eus diwanet ur bed kreol hag a bad hag a stourm.

Ar pobloù-se a zo bet trevadennet holl war-lerc'h amzer Kristol Goulm hag ergerzhourien all o klask war-lerc’h o chañs. Komprenet o doa buan pegen pinvidik e oa ar broioù-se ; ar c'horvoiñ hag ar preizhañ o deus graet o reuz e-pad marevezh ar sklavetaerezh a echuas adalek 1793 hag a aberzhas tud a-leizh.

A-hed ar bloavezhioù ez eus bet enbroidi o tont hag a zo en em vesket gant an hironed a oa eno dija, ganto levezon amerindian, european, afrikan... ha diwezhatoc'h levezon indian hag azian evel Hmonged Gwiana.

Kreolekadur

Kreolekadur ar yezhoù hag ar sevenadurioù a zo krog gant donedigezh tud diavaez hag ar c'hemmesk goude-se. Dre vras e vez treuzfurmet yezh an drevadennerien gant yezh orin tud ar vro pe gant hini ar sklaved ha dre-se e kemm ar fonetik, an ereadurezh ha ster ar gerioù. Evit Édouard Glissant, meizour bras ar C'harib, pennaenn ar c'hreolekadur a dalvez: « An dic'hortoz o tegas traoù nevez en deus roet an tu da grouiñ identetelezhioù sevenadurel bepred war fiñv ». Displegañ a ra Glissant an diforc'h a zo etre kreolekadur hag hironerezh: Ar c'hreolekadur a rank lakaat asambles elfennoù dizunvan evit ma vefent lakaet da gendalvezout, da lavarout eo arabat e vefe gwanaet nag izelaet an den, pe eus an diabarzh pe eus an diavaez en abeg d'ar c'hemmesk ha d'an darempred. Ha perak kreolekadur ha ket hironerezh ? Peogwir eo dic'hortoz ar c'hreolekaat padal e c'heller gouzout en a-raok efed an hironiñ. » 

Efed an didrevadenniñ en deus lakaet mesk er C'harib, gant muioc'h pe nebeutoc'h a nerzh hervez ar broioù. Estreget Glissant ez eus kalz a skrivagnerien all o deus bet ur sell dezho o-unan war mare an didrevadenniñ : Aimé Césaire ha Frantz Fanon er Martinik, Leon-Gontran Damas e Gwiana, Jacques Stephen Alexis ha Jacques Roumain e Haiti...

Hag eus tu ar sinema ?

Hag eus tu ar sinema ?

Ar filmoù karib a zo filmoù graet en inizi dre vras. Poan o devez o vezañ skignet war ar skrammoù broadel hag ur gudenn a zo gant stummañ filmaozourien. Ar filmoù n'o deus tamm pouez kenwerzhel ebet met ken boemus eo buhez pobloù an inizi-se a gaver e meur a senario ma c'heller krediñ e teuint a-benn. Ne reomp meneg amañ nemet eus ur rummad bihan filmoù eus an Antilhez hag eus Haiti hag e lezomp a-gostez sinema Kuba ken disheñvel, ar filmoù jamaikan adalek re Perry Henzell betek re Ted Bafaloukos, n'ankounac'haaomp ket sell doujus ha kornaouegel Hélène Lee, ha reiñ a reomp just anv Serge Poyotte, ar Gwianad. Ne raimp anv amañ nemet eus un dornadig filmoù antilhat hag haitiat.

Emañ, adalek 1976, Sarah Maldoror e-touez ar re gentañ er Martinik, hag un tamm diwezhatoc'h Euzhan Palcy gant Rue Case-nègres (1983). Filmaozourien all evelto a zo en Haiti, Arnold Antonin, n'eo ket ken anavezet ha Raoul Peck, an hini brudetañ. E-touez ar re yaouankañ en Haïti: Anne Lescot, gant Des hommes et des dieux, Rachèle Magloire, Michelange Quay...

En Antilhez e vez mall gant an dud gwelet filmoù Véronique Kanor, Marie-Claude Pernelle, Sylvaine Dampierre hag he film Le pays à l'envers, Camille Mauduech, Gilles Elie Dit Cosaque gant ar film kaer Zetwal, Christian Grandman gant Têt grenné, Alain Agat ha Christian Foret...

An holl anezho a gomz eus diwriziennadur hag harlu, hag an holl o deus un istor da gontañ, ar sonerezh e kreiz ar sevenadur, ar vammvro gant he lezennoù ekonomikel, an tasmantoù o rodal en noz.

Gwirioù skeudennoù : Bernard Gomez, Sylvaine Dampierre ("Le pays à l'envers")

Los hijos del destierro

Los hijos del destierro

Lourdes Portilla Viveros

Film war e hed

War-dro kreiz ar XVIIvet kantved, Afrikaned o tec'hout a-raok ar sklaverezh a ya da guzh en inizi Antilhez Bihan, eno e vevont gant Indianed Karib e-pad ur c'hantved pe war-dro. Alese e tiwan ur strollad kenelel ispisial, ar Garinagued- gant o (...)

Gwelet ar fichenn

Ma grena et moi

Ma grena et moi

Gilles Elie Dit Cosaque

Tamm

Ar grena eo al lesanv a vez roet en Antilhez da vobiletenn hollvrudet Motobécane. Kement a berzh he doa graet d'ur mare a zo bet zo bet ma c'heller lavarout diwar he fenn e roe stad ar gevredigezh. Ma grena et moi eo poltred ar re ziwezhañ a chom (...)

Gwelet ar fichenn

Manman kreyol

Manman kreyol

Didier Pierre

Film war e hed

Ganet he doa Mamie he merc’h kentañ pa oa-hi 16 vloaz. Hec’h-unan he deus savet he 10 bugel, kuit a dad ebet dezho ha war-bouez he harzoù pa n’eo-hi na mañchek na mogn.

Gwelet ar fichenn

Mémoire Blanche

Mémoire Blanche

François Gauducheau

Tamm

Un adsell war ar gwall c'henwerzh tric'horn en XVIIIvet kantved etre Naoned, porzh-mor morianeta, Aodoù ar Benin en Afrika ha plantadegoù Haiti. Da heul pennadoù eus an XVIIIvet kantved: kaieroù kabitened morianeta, urzhioù armatourien ha (...)

Gwelet ar fichenn

Mémoire de chantier

Mémoire de chantier

Didier Pierre

Film war e hed

Ul lamm e istor an Ao. Bri, gouarnour eñvorennoù ur c’harter micherourien, nepell eus chanter mirdi ar sklavouriezh. Freuz ha levenez a bep eil...

Gwelet ar fichenn

Mémoires d'eau

Mémoires d'eau

Sandrine Trésor

Film war e hed

Hiboudiñ a ra an dour, da neb a gar e glevout, gwerz digemm un amzer bet.

Gwelet ar fichenn

Nous irons voir Pelé sans payer

Gilles Elie Dit Cosaque

Bandenn-vrudañ

E miz Genver 1971 e tilestr ar Santos FC, klub mell-droad hollvrudet São Paulo, gant ar « Roue Pele » ken brudet all e penn, er Martinik evit c'hoari ur match a-enep gwellañ c'hoarierien ar vro.

Gwelet ar fichenn

Outre-mer, Outre-tombe

Outre-mer, Outre-tombe

Gilles Elie Dit Cosaque

Tamm

En Antilhez, muioc'h c'hoazh eget er pennvro, eo ar marv un dra a-bouez e red ar vuhez. Bevañ a reer an darvoud-se koulz lavarout evel ur gouel.  

Gwelet ar fichenn

Oyapock

Oyapock

Mael Cabaret

Bandenn-vrudañ

Div gêr war an harzoù a zo e kreizig-kreiz Amazonia a bep tu d’ur stêr vras : an Oyapok. Diouzh un tu emañ Bro-Vrazil, diouzh an tu all Gwiana. A-benn nebeut e vo savet ur pont hag a liammo an div vro. Met chom a ra an dud amgredik evit pezh a (...)

Gwelet ar fichenn

Paroles d'interieur

Paroles d'interieur

Alain Agat

Tamm

Ur sell war darvoudoù ar 5 a viz C'hwevrer 2009. Un harz-labour hollek, kerzhadegoù pemdeziek a zo bet lod ar Martinik e-pad tremen miz e penn kentañ 2009. Petra chom war-lerc'h  an darvoudoù-se?

Gwelet ar fichenn

Pawol gran fon

Pawol gran fon

Philippe Hurgon

Film war e hed

E Grands Fonds e talc’h an treuzkas a rumm da rumm da vagañ an hengoun dre gomz.

Gwelet ar fichenn

Portrait de Lionel Saint-Eloi

Portrait de Lionel Saint-Eloi

Anne Lescot

Film war e hed

Poltred un arzour haitian, Lionel St-Eloi, livour ha kizeller, arzour ha soner, zoken ma ne lavar ket…

Gwelet ar fichenn