Karibeaned

Karibeaned

Kavout ar fichenn
Pobl ar Garibed
Pobl ar Garibed - Un unded douaroniezhel, ul liested politikel

Evit komz eus pobloù Karib eo mat sellet a-dost ouzh ur blanisferenn. Ret eo mont pelloc'h eget skeudenn kokozek ez eo un dachenn kalz ledanoc'h gant douaroù war an douar-bras, enezegoù, tud disheñvel-bras hervez al lec'hioù. Met un herêzh voutin a zo dezho holl, graet eo o istor gant ar cheñchamantoù lec'h, ar c'hemmesk, an hironerezh ha stummet hag adstummet a-hed ar bloavezhioù gant an trevadenniñ hag an didrevadenniñ.

Kinnig a reomp deoc'h teurel ur sell war ur vro ma'z eus diwanet meur a yezh, kavell ar c'hreolekaat, lec'h ma'z eus ijin a-leizh.

Da gentañ e raimp anv eus Malik Duranty, sokiologour ha barzh martinikat :

Liested ar C'harib a zo ur c'hemmesk traoù ha talvoudegezhioù a bep seurt, yezhoù, doareoù komz dezho o-unan, livioù ha c'hwezhioù na vezont nag ankounac'haet na dinac'het... ur vevliesseurted war an douar ha war vor, mojennek ha kevrinek a zo diwanet eno gant red an istor hag a zegas aon bras da eñvor lod 'zo hag a greñva savboent lod all.

Un diazad Karib

 Ar stadoù Karib, pe ar "West Indies" evel ma lavar ar saoznegerien, a zo douaroù tro-dro Mor Karib. 38 stad ha 250 milion a dud o chom enne.

Un diazad bras-tre eo, en Norzh hag er Biz, gwareg an Antilhez, gant an Antilhez bras hag an Antilhez bihan, er C'hornaoug, ledenez Yucatán hag arvor Amerika ar C’hreiz; hag er Su plaenennoù arvorek Kolombia, Venezuela hag ar Gwianaoù a gloz an diazad.

Distroomp da wareg an Antilhez, adalek ar c'hornaoug betek ar reter: Kuba a gomz spagnoleg gant arlivioù afrikanek, Jamaika a gomz saozneg, Haiti, an enezenn gentañ oc'h en em dennañ a-dre dalc'h ar Frañs hag ar Republik Dominikan a ra-hi gant ar spagnoleg, hag ivez Puerto Rico, liammet abaoe pell ouzh ar Stadoù-Unanet, a vez graet an Antilhez bras anezho.

Evit klozañ, eus an Norzh d'ar Su, war talbenn reter an diazad karib emañ, an Antilhez bihan. Ne venegimp amañ nemet un toulladig diouto hag a ziskouez pegen disheñvel e c'hellont bezañ: Barbuda hag Antigua, bet trevadennoù saoz, Montserrat gant diskennidi eus Iwerzhon, Dominica a zo bet gall a-raok dont da vezañ saoz, Gwadeloup ha Martinik a zo bet trevadennoù gall ha departamantoù ha rannvroioù tramor gall ez int bremañ, Trinida-ha-Tobago a zo deuet da vezañ ur republik e diabarzh ar C'hommonwealth, ha Curaçao, bet e dalc'h an Izelvroioù, a zo bremañ ur stad emren e diabarzh rouantelezh an Izelvroioù.

Pobladoù kentañ ha trevadennerezh

An holl zouaroù-se a zo bet poblet da gentañ gant Amerindianed, ar Garibed pe Kalinagoed o tont eus aodoù ar Venezuela e dibenn an IXvet kantved. Ober a raent gant ar ger Arawak evit komz anezho o-unan. N'o deus ket gallet talañ ouzh ar gonkistadored spagnol ha lazhet int bet holl er bloavezhioù 1510-1520 (Cuba a zo bet dizoloet gant Kristol Goulm e 1492).

Ar sklavetaerezh hag ar morianetaerezh o deus padet ouzhpenn tri c'hant vloaz. Diwar daou ved diunvanus hag enebet an eil ouzh egile ez eus diwanet ur bed kreol hag a bad hag a stourm.

Ar pobloù-se a zo bet trevadennet holl war-lerc'h amzer Kristol Goulm hag ergerzhourien all o klask war-lerc’h o chañs. Komprenet o doa buan pegen pinvidik e oa ar broioù-se ; ar c'horvoiñ hag ar preizhañ o deus graet o reuz e-pad marevezh ar sklavetaerezh a echuas adalek 1793 hag a aberzhas tud a-leizh.

A-hed ar bloavezhioù ez eus bet enbroidi o tont hag a zo en em vesket gant an hironed a oa eno dija, ganto levezon amerindian, european, afrikan... ha diwezhatoc'h levezon indian hag azian evel Hmonged Gwiana.

Kreolekadur

Kreolekadur ar yezhoù hag ar sevenadurioù a zo krog gant donedigezh tud diavaez hag ar c'hemmesk goude-se. Dre vras e vez treuzfurmet yezh an drevadennerien gant yezh orin tud ar vro pe gant hini ar sklaved ha dre-se e kemm ar fonetik, an ereadurezh ha ster ar gerioù. Evit Édouard Glissant, meizour bras ar C'harib, pennaenn ar c'hreolekadur a dalvez: « An dic'hortoz o tegas traoù nevez en deus roet an tu da grouiñ identetelezhioù sevenadurel bepred war fiñv ». Displegañ a ra Glissant an diforc'h a zo etre kreolekadur hag hironerezh: Ar c'hreolekadur a rank lakaat asambles elfennoù dizunvan evit ma vefent lakaet da gendalvezout, da lavarout eo arabat e vefe gwanaet nag izelaet an den, pe eus an diabarzh pe eus an diavaez en abeg d'ar c'hemmesk ha d'an darempred. Ha perak kreolekadur ha ket hironerezh ? Peogwir eo dic'hortoz ar c'hreolekaat padal e c'heller gouzout en a-raok efed an hironiñ. » 

Efed an didrevadenniñ en deus lakaet mesk er C'harib, gant muioc'h pe nebeutoc'h a nerzh hervez ar broioù. Estreget Glissant ez eus kalz a skrivagnerien all o deus bet ur sell dezho o-unan war mare an didrevadenniñ : Aimé Césaire ha Frantz Fanon er Martinik, Leon-Gontran Damas e Gwiana, Jacques Stephen Alexis ha Jacques Roumain e Haiti...

Hag eus tu ar sinema ?

Hag eus tu ar sinema ?

Ar filmoù karib a zo filmoù graet en inizi dre vras. Poan o devez o vezañ skignet war ar skrammoù broadel hag ur gudenn a zo gant stummañ filmaozourien. Ar filmoù n'o deus tamm pouez kenwerzhel ebet met ken boemus eo buhez pobloù an inizi-se a gaver e meur a senario ma c'heller krediñ e teuint a-benn. Ne reomp meneg amañ nemet eus ur rummad bihan filmoù eus an Antilhez hag eus Haiti hag e lezomp a-gostez sinema Kuba ken disheñvel, ar filmoù jamaikan adalek re Perry Henzell betek re Ted Bafaloukos, n'ankounac'haaomp ket sell doujus ha kornaouegel Hélène Lee, ha reiñ a reomp just anv Serge Poyotte, ar Gwianad. Ne raimp anv amañ nemet eus un dornadig filmoù antilhat hag haitiat.

Emañ, adalek 1976, Sarah Maldoror e-touez ar re gentañ er Martinik, hag un tamm diwezhatoc'h Euzhan Palcy gant Rue Case-nègres (1983). Filmaozourien all evelto a zo en Haiti, Arnold Antonin, n'eo ket ken anavezet ha Raoul Peck, an hini brudetañ. E-touez ar re yaouankañ en Haïti: Anne Lescot, gant Des hommes et des dieux, Rachèle Magloire, Michelange Quay...

En Antilhez e vez mall gant an dud gwelet filmoù Véronique Kanor, Marie-Claude Pernelle, Sylvaine Dampierre hag he film Le pays à l'envers, Camille Mauduech, Gilles Elie Dit Cosaque gant ar film kaer Zetwal, Christian Grandman gant Têt grenné, Alain Agat ha Christian Foret...

An holl anezho a gomz eus diwriziennadur hag harlu, hag an holl o deus un istor da gontañ, ar sonerezh e kreiz ar sevenadur, ar vammvro gant he lezennoù ekonomikel, an tasmantoù o rodal en noz.

Gwirioù skeudennoù : Bernard Gomez, Sylvaine Dampierre ("Le pays à l'envers")

Haïti, chronique d'une catastrophe annoncée

Haïti, chronique d'une catastrophe annoncée

Arnold Antonin

Tamm

D'an 12 a viz Genver 2010 eo skoet departamant Kornôg Republik Haiti gant ur c'hren-douar 7,3 a veurez. Un darvoud mantrus, kalon ha kaerded pobl Haiti, betek pelec'h e c'hell ar genskoazell etrebroadel mont? En em c'houlenn a reer piv zo kablus (...)

Gwelet ar fichenn

Haïti, le chemin de la liberté

Haïti, le chemin de la liberté

Arnold Antonin

Tamm

Ar film-mañ a zo bet graet e 1974 ha kontañ a ra stourm pobl Haiti evit ar frankiz, adalek dilestradeg Kristol Goulm betek Jean-Claude Duvalier. Tud a bouez a c'houlenn an unaniezh evit adsevel ar vro. Dielfennadur darvoudoù hag a dalvez c'hoazh (...)

Gwelet ar fichenn

Haiti, nous là ! Nou la !

Haiti, nous là ! Nou la !

Tahani Rached

Film war e hed

Setu skeudennoù ha testenioù eus Haiti o tiskouez an aon o ren e-kerzh dilennadoù c'hwitet an 29 a viz Du 1987. Polis an arme a zo galloudus hag e servij ur galloud despotek hag a spont ur bobl baour hag a rank menel sujet. Ha ma na vefe an holl (...)

Gwelet ar fichenn

Intrigues et passions à la cité Chanzy

Intrigues et passions à la cité Chanzy

Abel

Film war e hed

Er site Chanzy, e-tro-kêr Pointe-à-Pitre, e vez lusket devezhioù miz eost gant c’hoarioù ar vugale, ar baleadennoù war ar pondalezioù… hag an telenovelas ne vez den evit chom hep sellout oute.

Gwelet ar fichenn

Jacmel

Jacmel

Rachèle Magloire / Chantal Régnault

Tamm

Un tu bennak er mor Karib, e foñs ur bae eus ar c'haerañ, ez eus ur gêr deuet a-benn da lakaat klotañ an amzer a vremañ gant an amzer dremenet : Jacmel. Kêr ar varzhed hag an droubadoured, kêr an arzourien, al livourien, ar romantourien hag (...)

Gwelet ar fichenn

Jane

Jane

Guy Cabon

Film war e hed

Tammoù eñvorennoù : Jane distagellet he zeod ; Eva na gosha ket ; Lucina a vez o c’hortoz dibaouez : teir maouez war o 90 vloaz, krog kleñved Alzheimer enne.

Gwelet ar fichenn

Kamo – Mme Renée

Kamo – Mme Renée

Gilles Elie Dit Cosaque

Film war e hed

Kamo a zo un dastumad momedoù tapet dre laer, tammoù eus ar vuhez pemdeziek er Martinik, ar film a zo hanter-hent etre un teulfilm, ur c'hlip hag ur film arnod.

Gwelet ar fichenn

L'or noir

L'or noir

Patrice Roturier

Film war e hed

Diwar eñvorennoù an armatour Joseph Mosneron eus Naoned e teu war wel en-dro istor an aour du ; ar morianetaerezh. Istorourien eus Afrika, an Antilhez ha Bro-C'hall a ro o sell war marc'had tric'hornek Naoned, Afrika, hag ar Martinik, lec'hioù a (...)

Gwelet ar fichenn

La liste des courses

Gilles Elie Dit Cosaque

Tamm

D'ar 5 a viz C'hwevrer 2009, goude Gwiana ha Gwadeloup, e oa tro ar Martinik d'ober harz-labour evit ar wech kentañ, un harz-labour bras ha hir. Unan eus ar goulennoù pennañ a oa kaout un distaol 20%  war ar produoù ret-holl,  ul (...)

Gwelet ar fichenn

Le bouillon d'awara

Le bouillon d'awara

Marie-Clémence ha Cesar Paes

Tamm

Soubenn awara a zo un doare kig-soubenn gant ur bern traoù a bep seurt e-barzh. Lâret 'vez penaos an hini a zebr diouti deiz Lun Fask ne guitao morse ken Gwiana. Adalek ur rekipe kegin, a zo war un dro ur vetaforenn hag ur meuz, e weler mat (...)

Gwelet ar fichenn

Le pays à l'envers

Le pays à l'envers

Sylvaine Dampierre

Bandenn-vrudañ

Ur veaj e koun ar sklaverezh e kreiz ar Gwadeloup... Un doare klet ha kizidik da zizoloiñ ar sevenadur karib.

Gwelet ar fichenn

Le port

Le port

Gilles Elie Dit Cosaque

Film war e hed

Barzhonegig-video a Vartinik.

Gwelet ar fichenn