Karibeaned

Karibeaned

Kavout ar fichenn
Pobl ar Garibed
Pobl ar Garibed - Un unded douaroniezhel, ul liested politikel

Evit komz eus pobloù Karib eo mat sellet a-dost ouzh ur blanisferenn. Ret eo mont pelloc'h eget skeudenn kokozek ez eo un dachenn kalz ledanoc'h gant douaroù war an douar-bras, enezegoù, tud disheñvel-bras hervez al lec'hioù. Met un herêzh voutin a zo dezho holl, graet eo o istor gant ar cheñchamantoù lec'h, ar c'hemmesk, an hironerezh ha stummet hag adstummet a-hed ar bloavezhioù gant an trevadenniñ hag an didrevadenniñ.

Kinnig a reomp deoc'h teurel ur sell war ur vro ma'z eus diwanet meur a yezh, kavell ar c'hreolekaat, lec'h ma'z eus ijin a-leizh.

Da gentañ e raimp anv eus Malik Duranty, sokiologour ha barzh martinikat :

Liested ar C'harib a zo ur c'hemmesk traoù ha talvoudegezhioù a bep seurt, yezhoù, doareoù komz dezho o-unan, livioù ha c'hwezhioù na vezont nag ankounac'haet na dinac'het... ur vevliesseurted war an douar ha war vor, mojennek ha kevrinek a zo diwanet eno gant red an istor hag a zegas aon bras da eñvor lod 'zo hag a greñva savboent lod all.

Un diazad Karib

 Ar stadoù Karib, pe ar "West Indies" evel ma lavar ar saoznegerien, a zo douaroù tro-dro Mor Karib. 38 stad ha 250 milion a dud o chom enne.

Un diazad bras-tre eo, en Norzh hag er Biz, gwareg an Antilhez, gant an Antilhez bras hag an Antilhez bihan, er C'hornaoug, ledenez Yucatán hag arvor Amerika ar C’hreiz; hag er Su plaenennoù arvorek Kolombia, Venezuela hag ar Gwianaoù a gloz an diazad.

Distroomp da wareg an Antilhez, adalek ar c'hornaoug betek ar reter: Kuba a gomz spagnoleg gant arlivioù afrikanek, Jamaika a gomz saozneg, Haiti, an enezenn gentañ oc'h en em dennañ a-dre dalc'h ar Frañs hag ar Republik Dominikan a ra-hi gant ar spagnoleg, hag ivez Puerto Rico, liammet abaoe pell ouzh ar Stadoù-Unanet, a vez graet an Antilhez bras anezho.

Evit klozañ, eus an Norzh d'ar Su, war talbenn reter an diazad karib emañ, an Antilhez bihan. Ne venegimp amañ nemet un toulladig diouto hag a ziskouez pegen disheñvel e c'hellont bezañ: Barbuda hag Antigua, bet trevadennoù saoz, Montserrat gant diskennidi eus Iwerzhon, Dominica a zo bet gall a-raok dont da vezañ saoz, Gwadeloup ha Martinik a zo bet trevadennoù gall ha departamantoù ha rannvroioù tramor gall ez int bremañ, Trinida-ha-Tobago a zo deuet da vezañ ur republik e diabarzh ar C'hommonwealth, ha Curaçao, bet e dalc'h an Izelvroioù, a zo bremañ ur stad emren e diabarzh rouantelezh an Izelvroioù.

Pobladoù kentañ ha trevadennerezh

An holl zouaroù-se a zo bet poblet da gentañ gant Amerindianed, ar Garibed pe Kalinagoed o tont eus aodoù ar Venezuela e dibenn an IXvet kantved. Ober a raent gant ar ger Arawak evit komz anezho o-unan. N'o deus ket gallet talañ ouzh ar gonkistadored spagnol ha lazhet int bet holl er bloavezhioù 1510-1520 (Cuba a zo bet dizoloet gant Kristol Goulm e 1492).

Ar sklavetaerezh hag ar morianetaerezh o deus padet ouzhpenn tri c'hant vloaz. Diwar daou ved diunvanus hag enebet an eil ouzh egile ez eus diwanet ur bed kreol hag a bad hag a stourm.

Ar pobloù-se a zo bet trevadennet holl war-lerc'h amzer Kristol Goulm hag ergerzhourien all o klask war-lerc’h o chañs. Komprenet o doa buan pegen pinvidik e oa ar broioù-se ; ar c'horvoiñ hag ar preizhañ o deus graet o reuz e-pad marevezh ar sklavetaerezh a echuas adalek 1793 hag a aberzhas tud a-leizh.

A-hed ar bloavezhioù ez eus bet enbroidi o tont hag a zo en em vesket gant an hironed a oa eno dija, ganto levezon amerindian, european, afrikan... ha diwezhatoc'h levezon indian hag azian evel Hmonged Gwiana.

Kreolekadur

Kreolekadur ar yezhoù hag ar sevenadurioù a zo krog gant donedigezh tud diavaez hag ar c'hemmesk goude-se. Dre vras e vez treuzfurmet yezh an drevadennerien gant yezh orin tud ar vro pe gant hini ar sklaved ha dre-se e kemm ar fonetik, an ereadurezh ha ster ar gerioù. Evit Édouard Glissant, meizour bras ar C'harib, pennaenn ar c'hreolekadur a dalvez: « An dic'hortoz o tegas traoù nevez en deus roet an tu da grouiñ identetelezhioù sevenadurel bepred war fiñv ». Displegañ a ra Glissant an diforc'h a zo etre kreolekadur hag hironerezh: Ar c'hreolekadur a rank lakaat asambles elfennoù dizunvan evit ma vefent lakaet da gendalvezout, da lavarout eo arabat e vefe gwanaet nag izelaet an den, pe eus an diabarzh pe eus an diavaez en abeg d'ar c'hemmesk ha d'an darempred. Ha perak kreolekadur ha ket hironerezh ? Peogwir eo dic'hortoz ar c'hreolekaat padal e c'heller gouzout en a-raok efed an hironiñ. » 

Efed an didrevadenniñ en deus lakaet mesk er C'harib, gant muioc'h pe nebeutoc'h a nerzh hervez ar broioù. Estreget Glissant ez eus kalz a skrivagnerien all o deus bet ur sell dezho o-unan war mare an didrevadenniñ : Aimé Césaire ha Frantz Fanon er Martinik, Leon-Gontran Damas e Gwiana, Jacques Stephen Alexis ha Jacques Roumain e Haiti...

Hag eus tu ar sinema ?

Hag eus tu ar sinema ?

Ar filmoù karib a zo filmoù graet en inizi dre vras. Poan o devez o vezañ skignet war ar skrammoù broadel hag ur gudenn a zo gant stummañ filmaozourien. Ar filmoù n'o deus tamm pouez kenwerzhel ebet met ken boemus eo buhez pobloù an inizi-se a gaver e meur a senario ma c'heller krediñ e teuint a-benn. Ne reomp meneg amañ nemet eus ur rummad bihan filmoù eus an Antilhez hag eus Haiti hag e lezomp a-gostez sinema Kuba ken disheñvel, ar filmoù jamaikan adalek re Perry Henzell betek re Ted Bafaloukos, n'ankounac'haaomp ket sell doujus ha kornaouegel Hélène Lee, ha reiñ a reomp just anv Serge Poyotte, ar Gwianad. Ne raimp anv amañ nemet eus un dornadig filmoù antilhat hag haitiat.

Emañ, adalek 1976, Sarah Maldoror e-touez ar re gentañ er Martinik, hag un tamm diwezhatoc'h Euzhan Palcy gant Rue Case-nègres (1983). Filmaozourien all evelto a zo en Haiti, Arnold Antonin, n'eo ket ken anavezet ha Raoul Peck, an hini brudetañ. E-touez ar re yaouankañ en Haïti: Anne Lescot, gant Des hommes et des dieux, Rachèle Magloire, Michelange Quay...

En Antilhez e vez mall gant an dud gwelet filmoù Véronique Kanor, Marie-Claude Pernelle, Sylvaine Dampierre hag he film Le pays à l'envers, Camille Mauduech, Gilles Elie Dit Cosaque gant ar film kaer Zetwal, Christian Grandman gant Têt grenné, Alain Agat ha Christian Foret...

An holl anezho a gomz eus diwriziennadur hag harlu, hag an holl o deus un istor da gontañ, ar sonerezh e kreiz ar sevenadur, ar vammvro gant he lezennoù ekonomikel, an tasmantoù o rodal en noz.

Gwirioù skeudennoù : Bernard Gomez, Sylvaine Dampierre ("Le pays à l'envers")

A tes côtés

A tes côtés

Patrick Zora

Film war e hed

Aet eo Simeon. Sonn eo e zelwenn er jardin avat ha kenn plom all e levrioù el levraoueg. Soñj he deus c’hoazh Georges, mamm e drizek bugel…

Gwelet ar fichenn

Aimé césaire, une voix pour le XXè siècle

Aimé césaire, une voix pour le XXè siècle

Euzhan Palcy

Tamm

Krennadur ebet

Gwelet ar fichenn

Art naïf et répression

Art naïf et répression

Arnold Antonin

Tamm

An teulfilm-mañ graet e 1976 a zo ur varnadenn eus al livadurioù simpl graet da vare Duvalier. Ober a ra al liamm etre an endro sevenadurel ha politikel hag ivez un adsell war orin an doare livañ-se adalek ar bloavezhioù 40, hag ar goulennoù a (...)

Gwelet ar fichenn

Ballade

Ballade

Gilles Elie Dit Cosaque

Film war e hed

Barzhonegig-video a Vartinik.

Gwelet ar fichenn

Broyage de cannes

Broyage de cannes

Véronique Kanor

Film war e hed

Un adsell war an 38 devezh harz-labour o deus merket penn kentañ ar bloavezh 2009 er Martinik.

Gwelet ar fichenn

Claude, section lolo

Claude, section lolo

Carine Irénée

Film war e hed

Un emgav gant Claude a zo o chom e Grands Fonds en e di bihan koad mod-kozh, leun a eñvorennoù.

Gwelet ar fichenn

Conversation à une voix avec Max Cilla

Conversation à une voix avec Max Cilla

Alain Agat / Christian Foret

Tad « fleüt ar Mornoù » eo Max Cilla, ur fleüt bambouz graet gant ar Vartinikaned evit dousaat o digenvez e diabarzh ar Martinik. Gwrizioù ar sonerezh-se a zeu eus hêrezh Afrika  gant levezon  ar sonerezh klasel hag europat.

Gwelet ar fichenn

Danmyé

Danmyé

Gilles Elie Dit Cosaque

Film war e hed

Barzhonegig-video a Vartinik.

Gwelet ar fichenn

De cases en kaz

De cases en kaz

Sylvaine Dampierre

Webteul

Ar c'hentañ teulfilm evit ar rouedad graet er Gwadeloup gant « ar Stal-labour Varan ». Kontet 'vez dimp ar c'hantadoù a stummoù disheñvel da vevañ er vro.

Gwelet ar fichenn

Deported

Deported

Rachèle Magloire / Chantal Régnault

Tamm

 Abaoe 1996 ha 2002, er Stadoù-Unanet ha nebeutoc'h un tamm er C'hanada, e veze adkaset d'o bro orin kement estrañjour a rae un taol fall bennak. Talvezout a rae kement-se evit muntroù, met ivez evit laeroñsioù bihan ha zoken pa vezed (...)

Gwelet ar fichenn

Des hommes et des dieux

Des hommes et des dieux

Anne Lescot

Tamm

Treuz heñvelrevidi ha treuzwiskidi e bed ar vodou. En ur vro lec'h eo tabou c'hoazh komz eus heñvelreviadezh e teu ar vodou da vezañ ul lec'h frank. Pep hini a c'hell, n'eus forzh petra e vefe e revelezh,  kaout eno repu ha frealzidigezh.

Gwelet ar fichenn

Gwoka, l'âme de la Guadeloupe

Gwoka, l'âme de la Guadeloupe

Caroline Bourgine / Olivier Lichen

Tamm

Sonerezh hengounel ar gwoka, gwriziennet don en istor maezioù an enez ha bet lakaet a-gostez e-pad pell, a zo bremañ arouez adperc'henniezh identitelezh don ar bobl.

Gwelet ar fichenn