Pobloù

Euskariz

Euskariz, Euskal Herria, bro Euskariz

Ur boblañs a-gozh en Europa.

Roud a gaver bepred en Euskadi eus ur boblañs tud staliet eno pell ’zo : etre 300.000 ha 40.000 a-raok J.K., Un daou-ugent lec’h bennak a brou ez eus bet tud abaoe amzer tud Neandertal.
Anavezet eo gwelloc’h gant ar skiantourien amzer ar paleolitik uhel etre 45.000 ha 10.000 vloaz) : mougevioù Isturits (Navarra izzel) ha re Santimamiñe (Biscaye) ha Ekain (Guipuzcoa) a zo anezho lec’hioù pouezus evit an arzoù mougevel.

10.000 vloaz zo eo kroget al labour-douar e meur a lec’h er bed ha dreist-holl er Reter-Kreiz : an dud o deus gouezet labourat an douar, gounit edajoù. War gresk da vat eo aet neuze ar boblañs hag aet an dud etrezek Europa.

Div boblañs en em gav da neuze en Europa : ar boblañs european paleolitek, chaseourien-kutuilherien eus un tu hag ar boblañs a orin eus ar Reter-kreiz eus un tu all, a zegas ganti he zeknikoù (labour-douar). Hervez studi ar merkoù genetek (rizh gwad, ADN mitokondriek, kromozom Y) ez eo ar boblañs euskarat hini dostañ, e-keñver ent-genetek, eus ar pobladoù european koshañ a-raok donedigezh labourerien-douar ar Reter-kreiz.

Un toullad mat a yezhourien a soñj dezho eo bet degaset ar yezhoù indo-european gant labourerien-douar eus ar Reter-kreiz. Bez’ e oa eus an euskareg (Euskara) a-raok donedigezh an Indo-europeaned, zoken ma n’ouzer ket penaos e oa d’ar c’houlz-se (an testennoù kentañ o deus 2.000 vloaz).

Ur yezh voutin, an Euskara

A-fet geriaoueg ha yezhadur ez eus en euskareg heñvelderioù gant yezhoù ha n’int ket indo-european pe gant lod all eus kevandirioù all, hep na vefe prouet ez int kar. Setu perak e lavarer ez eo ur yezh digenvez.
Liammet eo tud Euskadi dre ul lennegezh dre gomz fonnus (barzhoniezh, ijinadennoù war ar prim, kan, c’hoariva) hag ul lennegezh skrivet pinvidik (al levr kentañ a zo deuet er maez e 1545).
Unvanet eo an euskareg abaoe 1968 (gant Akademiezh an euskareg) ha deuet eo da vezañ ul liamm etre Euskariz ar 7 proviñs.

Kelennet e vez euskareg abaoe 1954 en Euskadi ar C’hreisteiz (tu Spagn) ha 1969 e Euskadi an Hanternoz (tu Bro-C’hall). Ur perzh bras o deus bet an ikastolas (skolioù dre soubidigezh) e kelennadurezh ar yezh.
E 2016 zo 9.852 bugel er skolioù kentañ derez en Euskadi an Hanternoz, da lavarout eo o deus 38,3 % eus ar vugale skoliataet ur gelennadurezh dre soubidigezh pe divyezhek en euskareg.
Kelennet e vez ivez euskareg d’an dud deuet a-drugarez da aozadurioù deskiñ ha lennekaat evel AEK en Euskadi an Hanternoz (1.300 skoliad).

Bro Euskadi hiziv an deiz

  • Un dachenn vras, ouzhpenn 20 000km2, war div Stad : Bro-C’hall ha Bro Spagn.
  • Ur boblañs a ouzhpenn 3 milion a dud, 290 000 en tu gall ha 317 000 a vo er bloavezhioù 2020. An 2/3 eus euskariz an Hanternoz pe eus an tu gall a vev en arvor, dreist-holl kostez Bayonne-Anglet-Biarritz.
  • Seizh proviñs istorel : Labourd (Bayonne/Baiona), Basse-Navarre (Saint-Jean-Pied-de-Port / Donibane Garazi), Soule (Mauléon/Maule) eus tu an hanternoz. Biscaye (Bilbao/Bilbo), Gipuzkoa (Saint-Sébastien/Donostia), Alava (Gasteiz/Vitoria) ha Navarre (Pampelune / Iruñea) eus tu ar c’hreisteiz.
  • Tri stern ensavadurel disheñvel :
    • Tri froviñs Euskadi an Hanternoz (Labourd, Basse-Navarre, Soule), a ya d’ober ul lodenn eus departamant ar Pireneoù Atlantel gant ar Bearn, a vo kemmet o aozadur tiriadel adalek ar c’hentañ a viz Genver 2017 : un etrekumunelezh euskarat hec’h-unan emeur bremañ o studiañ.
    • Ar pevar proviñs en Euskadi ar C’hreisteiz o deus ur statud emrenerezh abaoe 1979. Biscaye, Gipuzkoa hag Alava a ya d’ober Kumuniezh emren Euskadi. Navarra hec’h-unan a ya d’ober Kumuniezh Forel Navarra.
    • Un eizhvet proviñs euskarat : adalek ar XVIvet kantved e tivroas Euskariz, dreist-holl evit mont etrezek Amerika. Mont a raent kuit evit dizoleiñ, evit krouiñ traoù nevez pe evit treuzvevañ hepken. Un diaspora a zek milion anezho a zo bremañ er bed a-bezh, ha chomet int feal d’o bro orin.

Ur c’hoant da vevañ

Pep hini eus 7 proviñs istorel Euskadi en deus bet e emdroadurioù politikel dezhañ e-kerzh ar c’hantvedoù tremenet. An dra-se en deus degaset disheñvelded ha lakaet ar proviñsoù da bellaat pe da dostaat an eil diouzh egile.

An diazezoù boutin d’ar seizh proviñs :

  • Ur sistem politikel ha gwir (reolennoù ar foroù, bodadegoù broioù) en deus merket don kevredigezh Euskadi betek dibenn an XIXvet kantved hag addeuet war wel hiziv dindan stummoù aozadurioù kengred, dreist-holl war tachennoù an ekonomiezh, ar sevenadur hag ar politikerezh.
  • Ur yezh voutin komzet gant 30 % eus ar boblañs hag a zalc’h da vezañ ur simant kreñv : abadennoù ha boazioù sevenadurel a bep seurt a vez aozet tro-dro d’ar yezh.
  • Ur c’hoant da vevañ ha da grouiñ asambles, daoust ma vez degemeret en Euskadi 34 000 a weladennerien bemdez hag e kresk ar boblañs (+1,23 % ar bloaz pa’z eo +0,65 % e Bro-C’hall) abalamour d’an dud a zeu eus an diavaez hepken, e chom ur gwir vro ha neket ul lec’h vakañsiñ.

Evit gouzout hiroc’h

Evit gouzout hiroc’h :

  • Xamar, Orhipean, le pays de la langue basque, éditions Pamiela, 2006.
  • Dictionnaire de culture et civilisation basques, Elkar-Arteaz, Bayonne 2013.

Cliquez sur :

Terexa Lekumberri, e karg eus servij ar glad en Euskal kultur erakundea (Ensavadur sevenadurel Euskadi).