Amerindianed

Amerindianed

Kavout ar fichenn
Pobloù amerindian
Pobloù amerindian - Hentoù poblañ, eus norzh da su an Amerikoù

An Amerindianed : pobladoù kentañ Amerika

Graet e vez gant "Amerindianed", "Indianed (Amerika)" pe "Broadoù kentañ" evit ober anv en un doare sklaer eus dalc'hidi gentañ kevandir Amerika. Mat eo gouzout e talvez ar ger "engenidien" e Kanada evit ar Broadoù Kentañ (Amerindianed), an Inuited hag an Hironed (diskennidi bugale ganet diouzh trevadennerien Europa hag Amerindianed).

Nevez 'zo ez eus bet graet dizoloadennoù henoniel hag a zispleg ez eus ouzhpenn 40 000 bloaz 'zo e oa krog an dud kentañ da cheñch lec'h. Deuet e vjent eus Sibiria, treuzet ganto strizh-mor Bering ha pa oa teuzet skornegi Amerika an Norzh o dije kendalc'het da drevadenniñ ar c'hevandir nevez. Martezeadennoù all a lavar e c'hellfe bezañ e vije bet treuzet ar Meurvor Habask gant pobladoù eus Oseania pe c'hoazh pobloù o tont eus Europa. An Amerindianed, int-i, hervez o hengoun dre glevet, a zalc'h groñs d'ar mennozh eo bet o hendadoù o chom eno a-viskoazh.

N'eus forzh penaos ez eus diwanet meur a sevenadur disheñvel war an c'hevandir abalamour da liesseurted an natur. Met, adalek 1492, eo bet pennboellet buhez pobladoù henvroidi Amerika gant an Europeaned o tilestrañ, kalz eus ar pobladoù a zo aet da get da vat, kaset kuit, cheñchet o sevenadur, ha lod zoken zo bet graet sklaved diouto. Hervez Hans Köning en e levr The Conquest of America: How the Indian Nations Lost Their Continent e vije bet marvet, da nebeutañ, 85% eus ar boblañs etre 1492 ha 1700. Kompren a reer neuze mat perak eo ken kizidik ar goulioù, hag ar fedoù n'int ket kozh kennebeut: lazhadeg Wounded Knee, a lakaas un termen d'ar brezel etre ar Stadoù-Unanet hag an Amerindianed, a oa e 1890. Ar feulster, ar gouennelerezh, an dismegañs a zo bepred en o c'heñver n'hell ket diverkañ un istor poanius ha lazhus...

War an dermenadurezh e c'haller lenn ar pennad enlinenn (e galleg emañ), etre "henvroad" hag "engenidig":  http://delaplumealecran.org/pdf/IndigeneAutochtone.pdf

Bez' ez eus kalz a bobloù hag a sevenadurioù disheñvel ha liesseurt

Azasaet eo bet testenn ar rannbennad-se diwar rakskrid levr Hans Köning, Petite histoire de la conquête des Amériques, skrivet gant Sophie Gergaud. Ar best seller-mañ, skrivet e 1992 ha deuet er-maez er Frañs e 2010, a gont un istor reuzus: hini penaos ez eus bet aloubet ur c'hevandir a-bezh, Amerika, ha penaos eo bet foeltret ha dispennet ar sevenadurezhioù a oa gant ar pobladoù a oa o chom eno. War un dro ez eo ivez istor o stourm, adalek Túpac Amaru betek an American Indian Movement.

Bez' e c'heller lavaret ez eus 50 milion a Amerindian en deiz a hiziv, 5,2 million er Stadoù-Unanet (hervez niveradeg 2010, da lavaret eo 1,7% eus ar boblañs a-bezh dasparzhet e 566 meuriad ofisiel, 1,4 milion er C'hanada (niveradeg 2011, da lavarout eo 4,3% eus ar boblañs a-bezh evit 50 broad). En Amerika ar Su hag en Amerika ar C'hreiz, e konter dre vras 670 pobl henvroidi disheñvel, 102 diouto e Kolombia.

E Guatemala, e Bolivia, en Ecuador hag e Perou eo e kaver ar muiañ a henvroidi en Amerika ar Su.

E Mec'hiko eo emañ ar muiañ niver a Amerindianed o chom (war-dro trizek milion hervez niveradeg 2005) zoken ma ne ra kement-se nemet un dekvedenn eus ar boblañs a-bezh. An holl vroioù all o deus minorelezhioù indian, bras pe vrasoc'h.

Abaoe un hanter-kant vloaz bennak e kresk, a-galz, poblañs henvroidi Amerika (ur c'hresk a 39% er Stadoù-Unanet etre ar bloavezhioù 2000 ha 2010) ha kalz a gemmoù a zeu diwar-se. Niverusoc'h-niverusañ eo an Amerindianed o chom e kêr (78 % eus an henvroidi er Stadoù-Unanet, 53 % er C'hanada), adsevel ha kemm a reont o identelezh diehan ha micherioù a bep seurt zo ganto.

Eus un emsavadeg d'unan all betek un trec'h bennak...

Adalek ar bloavezhioù 1960 eo en em frammet ha bodet ar pobloù henvroidi en Amerika a-bezh evit difenn o gwirioù, pep hini en e vro da gentañ ha tamm-ha-tamm goude-se e kasont war-raok un argerzh etrebroadel. E-skeud-se e weler o tiwan skrivagnerien amerindian met ivez alvokidi hag enklaskerien skolioù-meur o klask adc'hounit o sevenadur hag oc'h adskrivañ o istor.

Ugent vloaz 'zo, e 1994, e Mec'hiko, o deus kredet Zapatisted ar Chiapas embann dirak ar bed a-bezh e c'helled c'hoazh ober dibaboù all estreget re ar patromoù ekonomikel frankizek, impalaerour ha distrujer. En Hanternoz, e 1999, eo bet krouet bro-Nunavut (Kanada), disoc'h hunvre ha dalc'husted an Inuited o devoa c'hoant da gaout muioc'h a c'halloud hag a emrenerezh war o douaroù gant ur gouarnamant lec'hel. Dek vloaz goude eo deuet a-benn an Inuited da gaout muioc'h a grog war an dachenn bolitikel pa vez anv diouto ha ma weler an traoù o vont war an tu mat e-keñver deskadurezh ha labour, e chom an Nunavut gwan-tre, da skouer, pa vez anv eus an danvezioù naturel dre ma’z eo aesoc'h gounit anezho bremañ hag ur feur uhel a emlazh o deus, kalz en tu-hont da geidenn ar C'hanada.

War-lerc'h dek vloaz a gendiviz, eo bet degemeret, e 2007, en diwezh, Disklêriadur Gwirioù ar Pobloù henvroidi gant Bodadeg ar Stadoù-Unanet. Daoust ma n'eo ket endalc’hus ar reolennoù evit ar Stadoù o deus sinet, ez eo a-bouez an disklêriadur; degemeret eo bet adalek ar mare-se gant ar gumuniezh etrebroadel, e-touez traoù all, ar gwir a zo gant ar pobloù da vezañ emren hag ar redi da gaout o asant pa vez kaoz eus douaroù ha doareoù bevañ. En tu-hont da se, abalamour d'an Disklêriadur, o deus gallet ar pobloù henvroidi kenrannañ o skiant-prenet ha barregezhioù war ul live etrebroadel, kreñvoc'h int evit stourm, gant kenskoazell hag efedusted, a-enep, a-wechoù, d'ar memes enebourien.

Fiziañs a zo deuet en Amerindianed Amerika a-bezh pa'z eo bet anvet Evo Morales (Aymara) da brezidant Bolivia e miz Genver 2009. Meur a zilennad henvroad a zo bet anvet er Stadoù-Unanet e gouarnamant Obama dilennet e 2009 hag e 2013. Obama eo bet an hini kentañ e istor ar Stadoù-Unanet da vont e darempred, meur a wech, gant dilennidi ar 566 broad indian ofisiel hag anzavet en deus, a vouezh uhel, ar fazioù hag al lezober a zo bet graet a-hed an istor. Met kerse a vez ganto ivez pa vez anv eus kudennoù an douaroù hag an danvezioù naturel...

...ar stourm a gendalc'h da vont war-raok!

Siwazh n'eo ket echu gant ar stourm evit ac'hounit o gwirioù. Kenderc'hel a ra bepred. Bras eo ar c'hoant gounit tachenn hag ar re a zo bet diberc'hennet gwechall a glask bremañ adpakañ ul lodenn eus douaroù o hendadoù. Er Chiapas e kendalc'h ar Zapatisted d'en em gannañ, ar vMapuched a ra kement-all e Chile hag en Arc'hantina, an Indianed dizouar e Brazil pe c'hoazh Ameriandianed ar C'hanada hag ar Stadoù-Unanet a vez ingal el lez-varn evit ma vefe doujet d’an emglevioù istorel.

An disoc'h a vez bepred ar memes hini siwazh pa vez kaoz eus embregerezhioù liesvroadel marlonk pe eus atantoù divent : poblañsoù a-bezh a vez laeret o douar diganto pe neuze e vezont kontammet. Ouzhpenn-se n'int ket mestr ken war ar boued a broduont. E Paragauy e vez distrujet muioc'h-mui douaroù ar pobladoù henvroat evit produiñ kig bevin. E Brazil eo aloubet an douaroù gant ar soja hag an eoul palmez... Lazhadeg, gourdrouzoù a varv, aon, setu lod ar re a stourm a-enep an embregerezhioù eztennañ kailh e Guatemala. E Kolombia en deus graet kabal an l’ONIC (Aozadur broadel Henvroidi Kolombia) nevez 'zo evit sachañ an evezh war ar riskl a zo evit un dek kumuniezh bennak da vont da get dre ar vro a-bezh ma ne vez graet netra.

E miz Here 2012, er C'hanada, e klaskas ur raktres gouarnamant cheñch un toullad lezennoù ha reolennoù hep goulenn ali an henvroidi evit lakaat korzennoù da dremen evit kas eoul-maen krai traezh bitumek an Alberta. Ur bern tud o deus respontet d'ar c'halvadenn anvet Idle no More ha klevet int bet er bed a-bezh. Ma n'eo ket deuet Idle no More da benn vat eo bet un digarez evit lakaat henvroidi ha reoù ha n'int ket da genlabourat asambles ha da gelaouiñ un niver bras a dud war stourmoù ar Broadoù Kentañ.

Marteze eo eno emañ nerzh an dek vloaz diwezhañ : dont a benn da vodañ ar muiañ a dud a-du gant an henvroidi. Da skouer, morse betek neuze, ne oa bet bodet kement-all a dud eget e 2008 e Kolombia, gant ar Minga, un emvod hag a ya a lec'h da lec'h, evit difenn an Indianed. Ouzhpenn 2000 Amerindian a oa e Forom bedel sokial Belém e 2009 evit diskuliañ ar gaou bras a vez graet outo. Daoust da bep tra e tiskouez ar bodadoù bras-se n'eo ket echu gant ar stourm !

Hag eus tu ar sinema ?

Hag eus tu ar sinema ?

Da heul ar stourmoù politikel ha luskadoù enebiñ an orinidi e weler an arzoù hag ar gomz o kemer o flas el lec'hioù foran hag e lakaont an traoù da cheñch. Adalek ar bloavezhioù 1980, a-drugarez d'ar video, eo kalz aesoc'h d'ar c'humuniezhoù prenañ binvioù, dister zoken, hag e teuont da vezañ emren evit krouiñ war dachenn ar c'hleweled. D'ar c'houlz-se ez eus bet savet stalioù-labour video: Video Nas Aldeias er Brazil (1986), Kreizenn Stummañ ha Seveniñ Filmoù (CEFREC) e Bolivia (1989) pe c'hoazh Kenurzhierezh latinamerikan sinema ar pobloù henvroidi (CLACPI). Abaoe ar bloavezhioù 2010 e kresk an darempredoù etre an Norzh hag ar Su a-drugarez d'ar CEFREC ha d'ar Wapikoni Mobile, un aozadur stummañ war ar sinema er C'hebek, gant raktresoù-stur e vez eskemmet barregezhioù pep hini e Bolivia, Perou ha Chile.

An orinidi a ra gant ar c'hamera evit mont a-enep ar skeudennoù stereotipet a vez roet re alies diouto er mediaoù hag ivez evit reiñ ar gaoz da dud disheñvel ha diskouez pegen liesseurt ha kemplezh ez int. Gwir eo, ar pezh a zo bet sevenet e penn kentañ a denn da istor an drevadennerezh, d'an diberc'hennañ ha d'ar cheñchamant sevenadur ha kalz eus ar filmoù a zo teulfilmoù « skeiñ e-barzh » evit ma vefe klevet o mouezh ha doujet. d'o gwirioù diazez. Filmoù Promedios, bet graet da vare ar Zapatisted er Chiapas e 1994 e Mec'hiko a zo arouezius.

Met souezhus eo pegen liesseurt int e meur a geñver :

  • En doare ma'z int bet sevenet : hep tamm gwenneg ebet evit an teulfimoù graet war ar prim met, er C'hanada, ez eus kalz muioc'h a aez da genarc'hantaouiñ ar raktresoù.
  • E liested ar rummadoù (filmoù-faltazi, filmoù-bevaat, filmoù-arnod...)
  • En dibab danvezioù da blijout d'an holl : ouzhpenn teulfilmoù, gwir ostilhoù a stourm evit kelaouiñ ar gevredigezh (Alanis Obomsawin, Sandy Osawa), e kaver ivez filmoù evit treuzkas gouiziegezh ha barregezhioù hengounel (Video Nas Aldeias, Promedios), bez' ez eus ivez filmoù-faltazi evit an holl. Ar sinema oberour a zo aet war gresk, kempleshoc'h hag arzeloc'h, a ro tu d'ar sevenerien d'ober hervez o ijin (Sterlin Harjo, Zacharias Kunuk, Chris Eyre, Steven Paul Judd, Jeff Barnaby...).

    Evit gouzout hiroc'h, gwelet ar pennad savet gant Sophie Gergaud "Les productions audiovisuelles autochtones comme outils de connaissance de l'Autre" (da zont er-maez e-barzh Aktaoù kollok "Amérindianités et savoirs" dalc'het e Poitiers).

Pelec'h gwelet an holl filmoù-se ?

An dasparzherien filmoù a-vicher n'int ket gwall entanet da skignañ anezho. Ne welont ket peseurt gounid a zo rak ne vefe nemet an Amerindianed o c'houlenn anezho hag un toulladig bihan a dud hag a anavez mat an danvez, zoken ma'z eo brudet Phoenix Arizona, ar film-faltazi kentañ graet gant unAmerindian ha skignet er bed a-bezh e 1998, hag Atanarjuat, la légende de l'homme rapide, Kamera Aour e Cannes e 2001. Filmoù amerindian a vez gwelet ivez war ar rouedad, da skouer IsumaTV ; ar savenn kleweled inuit a ginnig ouzhpenn 5 000 film en ouzhpenn 50 yezh henvroat disheñvel.

Phoenix Arizona (titl orin: Smoke Signals) a vez lakaet da vezañ ar c'hentañ film amerindian. Deuet eo er-maez er Stadoù-Unanet e 1998. Sevenet eo bet gant Chris Eyre (Cheien/Arapaho), awenet gant romant ar skrivagner amerindian Sherman Alexis (Spokane). N'eus nemet Indianed o c'hoari e-barzh, ha dizoloet ez eus bet evel-se aktourien evel Adam Beach (Saulteaux), Gary Farmer (Cree), Tantoo Cardinal (Cree) hag ivez Irene Bedard (Inupiat/Inuit), hag ar re-mañ a ra berzh bras er bed a-bezh.

Koulskoude ne vez skignet al lodenn vrasañ eus filmoù indian Amerika nemet a-drugarez d'ar rouedadoù kevredigezhel a genskoazell pe e-kerzh festivalioù. Film and Video festival a zo bet an hini kentañ oc'h ober festivalioù filmoù diwar-benn an Amerindianed ha kaset da benn gant Smithsonian Institute New York adalek 1978 betek 2011. Reoù all a gendalc'h gant an hent boulc'het evel American Indian Film Festival e San Francisco pe Festival etrebroadel ar sinema ha video henvroidi aozet bep daou vloaz gant ar CLACPI, bep gwech en ur vro disheñvel eus Amerika ar Su. Er C'hanada eo digor dibab ImagineNative d'an holl sevenerien orinat eus ar bed ha Festival Ciné Alter'Natif eo ar festival nemetañ e Bro-C'hall hag a skign filmoù graet gant an Amerindianed.

Gouere 2014
Sophie Gergaud
Etnofilmaozourez
Kendiazerez ha prezidantez ar gevredigezh De la Plume à l'Ecran
Renerez arzel Festival Ciné Alter'Natif

muioc'h a ditour war ar sinema orinat eus Amerika :

Filmadurezh :

Reel Injun, gantNeil Diamond, 88', 2009 Un teulfilm roadmovie, pedagogel, fromus ha fentus war an dro, Reel Injun hag a gont emdroadur skeudenn an Amerindianed abaoe amzer ar filmoù mut betek an deiz a hiziv.

http://delaplumealecran.org/#btq;DVD

levrlennadurezh :

  • ALEISS Angela, Making the White Man's Indian, Native Americans and Hollywood movies, Praeger, 2005
  • BELLIER Irène, « Autochtone », in Espace Temps.net, Mensuelles, http://test.espacestemps.net/articles/autochtone, 09.02.2009.
  • GERGAUD Sophie, Les productions audiovisuelles autochtones comme outils de connaissance de l'Autre, Aktaoù kollok « Amérindianités et savoirs », Skol-veur Poitiers, 2014 (da zont er-maez).
  • GERGAUD Sophie, De l'utilisation des termes "indigène" et "autochtone", http://delaplumealecran.org/pdf/IndigeneAutochtone.pdf, 2014.
  • KILPATRICK, Jacquelyn, Celluloid Indians : Native Americans and films, University of Nebraska Press, 1999.
  • KONING Hans, Petite Histoire de la Conquête des Amériques, rakskrid gant Sophie Gergaud, L'Echappée, [1992] 2010.
  • MATEUS MORA Angelica, Cinéma et audiovisuel latino-américains, l'Indien : images et conflits, Pariz, L’Harmattan, 2012.
  • WILSON Pamela, Global Indigenous Media, Duke University Press, 2008, pp.39-57.

Gwirioù skeudennoù : Vincent Carelli, Wapikoni Mobile (issues de l'exposition photographique "Les Yeux des Sans Voix" de l'association De la Plume à l'Ecran)

Nous sommes

Nous sommes

Kevin Papatie

Film war e hed

Goude bezañ kejet gant Zapatisted e Mec'hiko, e sach Kevin evezh e Vroad-eñ gant ur film-manifesto.

Gwelet ar fichenn

Nuestra voz de tierra, memoria y futuro

Nuestra voz de tierra, memoria y futuro

Marta Rodriguez

Film war e hed

E-pad pemp bloaz eo bet ar filmaozourien oc’h ambroug ur strollad Indianed an Andez tra ma vevent cheñchamantoù en o istor hag en o sevenadur, kement ha diskouez na luziet eo an hent a gas eus ar sujidigezh d’ar stourm evit derc’hel ur (...)

Gwelet ar fichenn

Québékoisie

Québékoisie

Mélanie Carrier

Bandenn-vrudañ

Daou Gebekad yaouank o kas kompren pelec’h emañ ar c’hemm etreze ha henannezidi o bro.

Gwelet ar fichenn

Reel injun

Reel injun

Neil Diamond

Bandenn-vrudañ

Pedet omp gant Neil Diamond da vont da heul Reel Injun d'ober ur veaj boemus e kreizih-kreiz Amerika ha Norzh-Pellañ Kanada. Ar « film-war-an-hent »-mañ a ziskouez penaos eo bet taolennet an Amerindianed abaoe amzer ar filmoù mut betek an amzer (...)

Gwelet ar fichenn

Reflejos de un desencuentro

Reflejos de un desencuentro

Gabriela Diaz Montalegre

Tamm

Buhez pemdeziek ar bobl Nunak, hec’h-unan war aod Amazonia, e Bro Golumbia.

Gwelet ar fichenn

Rêve d'or

Rêve d'or

Diego Quemada-Diaz

Bandenn-vrudañ

Juan, Sara ha Samuel, 15 vloaz, a dec'h eus ar Guatemala evit klask tizhout ar Stadoù-Unanet. P'emaint o treuziñ Mec'hiko en em gavont gant Chauk, un Indian Tzotnil na oar ket spagnoleg hag a veaj hep tamm paper ofisiel ebet. Ar grennarded a zo (...)

Gwelet ar fichenn

Smokin'Fish

Smokin'Fish

Cory Mann

Tamm

Cory Mann, un Tlingit yaouank, a zo un oristal anezhañ, ha stourm a ra evit delc'her en e sav e embregerezh bihan e Juneau en Alaska. Kontañ a ra Smokin'Fish, gant ur fent lemm ha garv, penaos e klask un den ober e dreuz en ur bed penboellet holl (...)

Gwelet ar fichenn

Songes lointains

Songes lointains

Alejandro Legaspi

Bandenn-vrudañ

E 1987, Negro, 11 vloaz ha Gringo, bloaz yaouankoc'h, a labour evel kalz a vugale all e marc'had ar frouezh e Lima. En teulfilm berr Encuentro de hombrecitos (kejadenn gant daou zen bihan), o doa kontet o buhez, o labour hag o hunvreoù. Ugent vloaz (...)

Gwelet ar fichenn

Sueños binacionales

Sueños binacionales

Yolanda Cruz

Film war e hed

Daou desteni skiant-prenet dibar henvroidid Mec'hiko o tivroañ d'ar Stadoù-Unanet: ar vMichteked, aet da Galifornia e-kerzh an tregont vloaz diwezhañ hag ar Chatinosed aet da Norzh Kalifornia nebeutoc'h eget dek vloaz 'zo.

Gwelet ar fichenn

Territoire des ondes

Territoire des ondes

Patrick Boivin

Film war e hed

Kejañ a ra Patrick Boivin, ar sonour atikamekw e karg bremañ eus skingomz Wemotaci, gant an den fur Charles CooCoo. Ur film kaer hag a ziskouez pegen talvoudus eo d'an henvroidid pec'hennañ ar mediaoù a-vremañ evit ma vefe klevet mouezh o fobl.

Gwelet ar fichenn

Un monde moins vert

Un monde moins vert

Nicolas Muñoz

Film war e hed

Ober a ra industriezh an etanol he reuz e buhez ar bobl Gwarani-Kaiowá, henvroidi ar Mato Grosso e Brazil.

Gwelet ar fichenn

Viva Mexico

Viva Mexico

Nicolas Défossé

Bandenn-vrudañ

E-pad ur veaj a-dreuz menezioù Gevred Mec'hiko betek an harzoù gant ar Stadoù-Unanet en norzh e ro an iskomandant Marcos ha pobl Mec'hiko ur skeudenn disoñjet eus ar vro. Ul lid en enor d'ar stourm evit an douar hag an enor.

Gwelet ar fichenn