Amerindianed

Amerindianed

Kavout ar fichenn
Pobloù amerindian
Pobloù amerindian - Hentoù poblañ, eus norzh da su an Amerikoù

An Amerindianed : pobladoù kentañ Amerika

Graet e vez gant "Amerindianed", "Indianed (Amerika)" pe "Broadoù kentañ" evit ober anv en un doare sklaer eus dalc'hidi gentañ kevandir Amerika. Mat eo gouzout e talvez ar ger "engenidien" e Kanada evit ar Broadoù Kentañ (Amerindianed), an Inuited hag an Hironed (diskennidi bugale ganet diouzh trevadennerien Europa hag Amerindianed).

Nevez 'zo ez eus bet graet dizoloadennoù henoniel hag a zispleg ez eus ouzhpenn 40 000 bloaz 'zo e oa krog an dud kentañ da cheñch lec'h. Deuet e vjent eus Sibiria, treuzet ganto strizh-mor Bering ha pa oa teuzet skornegi Amerika an Norzh o dije kendalc'het da drevadenniñ ar c'hevandir nevez. Martezeadennoù all a lavar e c'hellfe bezañ e vije bet treuzet ar Meurvor Habask gant pobladoù eus Oseania pe c'hoazh pobloù o tont eus Europa. An Amerindianed, int-i, hervez o hengoun dre glevet, a zalc'h groñs d'ar mennozh eo bet o hendadoù o chom eno a-viskoazh.

N'eus forzh penaos ez eus diwanet meur a sevenadur disheñvel war an c'hevandir abalamour da liesseurted an natur. Met, adalek 1492, eo bet pennboellet buhez pobladoù henvroidi Amerika gant an Europeaned o tilestrañ, kalz eus ar pobladoù a zo aet da get da vat, kaset kuit, cheñchet o sevenadur, ha lod zoken zo bet graet sklaved diouto. Hervez Hans Köning en e levr The Conquest of America: How the Indian Nations Lost Their Continent e vije bet marvet, da nebeutañ, 85% eus ar boblañs etre 1492 ha 1700. Kompren a reer neuze mat perak eo ken kizidik ar goulioù, hag ar fedoù n'int ket kozh kennebeut: lazhadeg Wounded Knee, a lakaas un termen d'ar brezel etre ar Stadoù-Unanet hag an Amerindianed, a oa e 1890. Ar feulster, ar gouennelerezh, an dismegañs a zo bepred en o c'heñver n'hell ket diverkañ un istor poanius ha lazhus...

War an dermenadurezh e c'haller lenn ar pennad enlinenn (e galleg emañ), etre "henvroad" hag "engenidig":  http://delaplumealecran.org/pdf/IndigeneAutochtone.pdf

Bez' ez eus kalz a bobloù hag a sevenadurioù disheñvel ha liesseurt

Azasaet eo bet testenn ar rannbennad-se diwar rakskrid levr Hans Köning, Petite histoire de la conquête des Amériques, skrivet gant Sophie Gergaud. Ar best seller-mañ, skrivet e 1992 ha deuet er-maez er Frañs e 2010, a gont un istor reuzus: hini penaos ez eus bet aloubet ur c'hevandir a-bezh, Amerika, ha penaos eo bet foeltret ha dispennet ar sevenadurezhioù a oa gant ar pobladoù a oa o chom eno. War un dro ez eo ivez istor o stourm, adalek Túpac Amaru betek an American Indian Movement.

Bez' e c'heller lavaret ez eus 50 milion a Amerindian en deiz a hiziv, 5,2 million er Stadoù-Unanet (hervez niveradeg 2010, da lavaret eo 1,7% eus ar boblañs a-bezh dasparzhet e 566 meuriad ofisiel, 1,4 milion er C'hanada (niveradeg 2011, da lavarout eo 4,3% eus ar boblañs a-bezh evit 50 broad). En Amerika ar Su hag en Amerika ar C'hreiz, e konter dre vras 670 pobl henvroidi disheñvel, 102 diouto e Kolombia.

E Guatemala, e Bolivia, en Ecuador hag e Perou eo e kaver ar muiañ a henvroidi en Amerika ar Su.

E Mec'hiko eo emañ ar muiañ niver a Amerindianed o chom (war-dro trizek milion hervez niveradeg 2005) zoken ma ne ra kement-se nemet un dekvedenn eus ar boblañs a-bezh. An holl vroioù all o deus minorelezhioù indian, bras pe vrasoc'h.

Abaoe un hanter-kant vloaz bennak e kresk, a-galz, poblañs henvroidi Amerika (ur c'hresk a 39% er Stadoù-Unanet etre ar bloavezhioù 2000 ha 2010) ha kalz a gemmoù a zeu diwar-se. Niverusoc'h-niverusañ eo an Amerindianed o chom e kêr (78 % eus an henvroidi er Stadoù-Unanet, 53 % er C'hanada), adsevel ha kemm a reont o identelezh diehan ha micherioù a bep seurt zo ganto.

Eus un emsavadeg d'unan all betek un trec'h bennak...

Adalek ar bloavezhioù 1960 eo en em frammet ha bodet ar pobloù henvroidi en Amerika a-bezh evit difenn o gwirioù, pep hini en e vro da gentañ ha tamm-ha-tamm goude-se e kasont war-raok un argerzh etrebroadel. E-skeud-se e weler o tiwan skrivagnerien amerindian met ivez alvokidi hag enklaskerien skolioù-meur o klask adc'hounit o sevenadur hag oc'h adskrivañ o istor.

Ugent vloaz 'zo, e 1994, e Mec'hiko, o deus kredet Zapatisted ar Chiapas embann dirak ar bed a-bezh e c'helled c'hoazh ober dibaboù all estreget re ar patromoù ekonomikel frankizek, impalaerour ha distrujer. En Hanternoz, e 1999, eo bet krouet bro-Nunavut (Kanada), disoc'h hunvre ha dalc'husted an Inuited o devoa c'hoant da gaout muioc'h a c'halloud hag a emrenerezh war o douaroù gant ur gouarnamant lec'hel. Dek vloaz goude eo deuet a-benn an Inuited da gaout muioc'h a grog war an dachenn bolitikel pa vez anv diouto ha ma weler an traoù o vont war an tu mat e-keñver deskadurezh ha labour, e chom an Nunavut gwan-tre, da skouer, pa vez anv eus an danvezioù naturel dre ma’z eo aesoc'h gounit anezho bremañ hag ur feur uhel a emlazh o deus, kalz en tu-hont da geidenn ar C'hanada.

War-lerc'h dek vloaz a gendiviz, eo bet degemeret, e 2007, en diwezh, Disklêriadur Gwirioù ar Pobloù henvroidi gant Bodadeg ar Stadoù-Unanet. Daoust ma n'eo ket endalc’hus ar reolennoù evit ar Stadoù o deus sinet, ez eo a-bouez an disklêriadur; degemeret eo bet adalek ar mare-se gant ar gumuniezh etrebroadel, e-touez traoù all, ar gwir a zo gant ar pobloù da vezañ emren hag ar redi da gaout o asant pa vez kaoz eus douaroù ha doareoù bevañ. En tu-hont da se, abalamour d'an Disklêriadur, o deus gallet ar pobloù henvroidi kenrannañ o skiant-prenet ha barregezhioù war ul live etrebroadel, kreñvoc'h int evit stourm, gant kenskoazell hag efedusted, a-enep, a-wechoù, d'ar memes enebourien.

Fiziañs a zo deuet en Amerindianed Amerika a-bezh pa'z eo bet anvet Evo Morales (Aymara) da brezidant Bolivia e miz Genver 2009. Meur a zilennad henvroad a zo bet anvet er Stadoù-Unanet e gouarnamant Obama dilennet e 2009 hag e 2013. Obama eo bet an hini kentañ e istor ar Stadoù-Unanet da vont e darempred, meur a wech, gant dilennidi ar 566 broad indian ofisiel hag anzavet en deus, a vouezh uhel, ar fazioù hag al lezober a zo bet graet a-hed an istor. Met kerse a vez ganto ivez pa vez anv eus kudennoù an douaroù hag an danvezioù naturel...

...ar stourm a gendalc'h da vont war-raok!

Siwazh n'eo ket echu gant ar stourm evit ac'hounit o gwirioù. Kenderc'hel a ra bepred. Bras eo ar c'hoant gounit tachenn hag ar re a zo bet diberc'hennet gwechall a glask bremañ adpakañ ul lodenn eus douaroù o hendadoù. Er Chiapas e kendalc'h ar Zapatisted d'en em gannañ, ar vMapuched a ra kement-all e Chile hag en Arc'hantina, an Indianed dizouar e Brazil pe c'hoazh Ameriandianed ar C'hanada hag ar Stadoù-Unanet a vez ingal el lez-varn evit ma vefe doujet d’an emglevioù istorel.

An disoc'h a vez bepred ar memes hini siwazh pa vez kaoz eus embregerezhioù liesvroadel marlonk pe eus atantoù divent : poblañsoù a-bezh a vez laeret o douar diganto pe neuze e vezont kontammet. Ouzhpenn-se n'int ket mestr ken war ar boued a broduont. E Paragauy e vez distrujet muioc'h-mui douaroù ar pobladoù henvroat evit produiñ kig bevin. E Brazil eo aloubet an douaroù gant ar soja hag an eoul palmez... Lazhadeg, gourdrouzoù a varv, aon, setu lod ar re a stourm a-enep an embregerezhioù eztennañ kailh e Guatemala. E Kolombia en deus graet kabal an l’ONIC (Aozadur broadel Henvroidi Kolombia) nevez 'zo evit sachañ an evezh war ar riskl a zo evit un dek kumuniezh bennak da vont da get dre ar vro a-bezh ma ne vez graet netra.

E miz Here 2012, er C'hanada, e klaskas ur raktres gouarnamant cheñch un toullad lezennoù ha reolennoù hep goulenn ali an henvroidi evit lakaat korzennoù da dremen evit kas eoul-maen krai traezh bitumek an Alberta. Ur bern tud o deus respontet d'ar c'halvadenn anvet Idle no More ha klevet int bet er bed a-bezh. Ma n'eo ket deuet Idle no More da benn vat eo bet un digarez evit lakaat henvroidi ha reoù ha n'int ket da genlabourat asambles ha da gelaouiñ un niver bras a dud war stourmoù ar Broadoù Kentañ.

Marteze eo eno emañ nerzh an dek vloaz diwezhañ : dont a benn da vodañ ar muiañ a dud a-du gant an henvroidi. Da skouer, morse betek neuze, ne oa bet bodet kement-all a dud eget e 2008 e Kolombia, gant ar Minga, un emvod hag a ya a lec'h da lec'h, evit difenn an Indianed. Ouzhpenn 2000 Amerindian a oa e Forom bedel sokial Belém e 2009 evit diskuliañ ar gaou bras a vez graet outo. Daoust da bep tra e tiskouez ar bodadoù bras-se n'eo ket echu gant ar stourm !

Hag eus tu ar sinema ?

Hag eus tu ar sinema ?

Da heul ar stourmoù politikel ha luskadoù enebiñ an orinidi e weler an arzoù hag ar gomz o kemer o flas el lec'hioù foran hag e lakaont an traoù da cheñch. Adalek ar bloavezhioù 1980, a-drugarez d'ar video, eo kalz aesoc'h d'ar c'humuniezhoù prenañ binvioù, dister zoken, hag e teuont da vezañ emren evit krouiñ war dachenn ar c'hleweled. D'ar c'houlz-se ez eus bet savet stalioù-labour video: Video Nas Aldeias er Brazil (1986), Kreizenn Stummañ ha Seveniñ Filmoù (CEFREC) e Bolivia (1989) pe c'hoazh Kenurzhierezh latinamerikan sinema ar pobloù henvroidi (CLACPI). Abaoe ar bloavezhioù 2010 e kresk an darempredoù etre an Norzh hag ar Su a-drugarez d'ar CEFREC ha d'ar Wapikoni Mobile, un aozadur stummañ war ar sinema er C'hebek, gant raktresoù-stur e vez eskemmet barregezhioù pep hini e Bolivia, Perou ha Chile.

An orinidi a ra gant ar c'hamera evit mont a-enep ar skeudennoù stereotipet a vez roet re alies diouto er mediaoù hag ivez evit reiñ ar gaoz da dud disheñvel ha diskouez pegen liesseurt ha kemplezh ez int. Gwir eo, ar pezh a zo bet sevenet e penn kentañ a denn da istor an drevadennerezh, d'an diberc'hennañ ha d'ar cheñchamant sevenadur ha kalz eus ar filmoù a zo teulfilmoù « skeiñ e-barzh » evit ma vefe klevet o mouezh ha doujet. d'o gwirioù diazez. Filmoù Promedios, bet graet da vare ar Zapatisted er Chiapas e 1994 e Mec'hiko a zo arouezius.

Met souezhus eo pegen liesseurt int e meur a geñver :

  • En doare ma'z int bet sevenet : hep tamm gwenneg ebet evit an teulfimoù graet war ar prim met, er C'hanada, ez eus kalz muioc'h a aez da genarc'hantaouiñ ar raktresoù.
  • E liested ar rummadoù (filmoù-faltazi, filmoù-bevaat, filmoù-arnod...)
  • En dibab danvezioù da blijout d'an holl : ouzhpenn teulfilmoù, gwir ostilhoù a stourm evit kelaouiñ ar gevredigezh (Alanis Obomsawin, Sandy Osawa), e kaver ivez filmoù evit treuzkas gouiziegezh ha barregezhioù hengounel (Video Nas Aldeias, Promedios), bez' ez eus ivez filmoù-faltazi evit an holl. Ar sinema oberour a zo aet war gresk, kempleshoc'h hag arzeloc'h, a ro tu d'ar sevenerien d'ober hervez o ijin (Sterlin Harjo, Zacharias Kunuk, Chris Eyre, Steven Paul Judd, Jeff Barnaby...).

    Evit gouzout hiroc'h, gwelet ar pennad savet gant Sophie Gergaud "Les productions audiovisuelles autochtones comme outils de connaissance de l'Autre" (da zont er-maez e-barzh Aktaoù kollok "Amérindianités et savoirs" dalc'het e Poitiers).

Pelec'h gwelet an holl filmoù-se ?

An dasparzherien filmoù a-vicher n'int ket gwall entanet da skignañ anezho. Ne welont ket peseurt gounid a zo rak ne vefe nemet an Amerindianed o c'houlenn anezho hag un toulladig bihan a dud hag a anavez mat an danvez, zoken ma'z eo brudet Phoenix Arizona, ar film-faltazi kentañ graet gant unAmerindian ha skignet er bed a-bezh e 1998, hag Atanarjuat, la légende de l'homme rapide, Kamera Aour e Cannes e 2001. Filmoù amerindian a vez gwelet ivez war ar rouedad, da skouer IsumaTV ; ar savenn kleweled inuit a ginnig ouzhpenn 5 000 film en ouzhpenn 50 yezh henvroat disheñvel.

Phoenix Arizona (titl orin: Smoke Signals) a vez lakaet da vezañ ar c'hentañ film amerindian. Deuet eo er-maez er Stadoù-Unanet e 1998. Sevenet eo bet gant Chris Eyre (Cheien/Arapaho), awenet gant romant ar skrivagner amerindian Sherman Alexis (Spokane). N'eus nemet Indianed o c'hoari e-barzh, ha dizoloet ez eus bet evel-se aktourien evel Adam Beach (Saulteaux), Gary Farmer (Cree), Tantoo Cardinal (Cree) hag ivez Irene Bedard (Inupiat/Inuit), hag ar re-mañ a ra berzh bras er bed a-bezh.

Koulskoude ne vez skignet al lodenn vrasañ eus filmoù indian Amerika nemet a-drugarez d'ar rouedadoù kevredigezhel a genskoazell pe e-kerzh festivalioù. Film and Video festival a zo bet an hini kentañ oc'h ober festivalioù filmoù diwar-benn an Amerindianed ha kaset da benn gant Smithsonian Institute New York adalek 1978 betek 2011. Reoù all a gendalc'h gant an hent boulc'het evel American Indian Film Festival e San Francisco pe Festival etrebroadel ar sinema ha video henvroidi aozet bep daou vloaz gant ar CLACPI, bep gwech en ur vro disheñvel eus Amerika ar Su. Er C'hanada eo digor dibab ImagineNative d'an holl sevenerien orinat eus ar bed ha Festival Ciné Alter'Natif eo ar festival nemetañ e Bro-C'hall hag a skign filmoù graet gant an Amerindianed.

Gouere 2014
Sophie Gergaud
Etnofilmaozourez
Kendiazerez ha prezidantez ar gevredigezh De la Plume à l'Ecran
Renerez arzel Festival Ciné Alter'Natif

muioc'h a ditour war ar sinema orinat eus Amerika :

Filmadurezh :

Reel Injun, gantNeil Diamond, 88', 2009 Un teulfilm roadmovie, pedagogel, fromus ha fentus war an dro, Reel Injun hag a gont emdroadur skeudenn an Amerindianed abaoe amzer ar filmoù mut betek an deiz a hiziv.

http://delaplumealecran.org/#btq;DVD

levrlennadurezh :

  • ALEISS Angela, Making the White Man's Indian, Native Americans and Hollywood movies, Praeger, 2005
  • BELLIER Irène, « Autochtone », in Espace Temps.net, Mensuelles, http://test.espacestemps.net/articles/autochtone, 09.02.2009.
  • GERGAUD Sophie, Les productions audiovisuelles autochtones comme outils de connaissance de l'Autre, Aktaoù kollok « Amérindianités et savoirs », Skol-veur Poitiers, 2014 (da zont er-maez).
  • GERGAUD Sophie, De l'utilisation des termes "indigène" et "autochtone", http://delaplumealecran.org/pdf/IndigeneAutochtone.pdf, 2014.
  • KILPATRICK, Jacquelyn, Celluloid Indians : Native Americans and films, University of Nebraska Press, 1999.
  • KONING Hans, Petite Histoire de la Conquête des Amériques, rakskrid gant Sophie Gergaud, L'Echappée, [1992] 2010.
  • MATEUS MORA Angelica, Cinéma et audiovisuel latino-américains, l'Indien : images et conflits, Pariz, L’Harmattan, 2012.
  • WILSON Pamela, Global Indigenous Media, Duke University Press, 2008, pp.39-57.

Gwirioù skeudennoù : Vincent Carelli, Wapikoni Mobile (issues de l'exposition photographique "Les Yeux des Sans Voix" de l'association De la Plume à l'Ecran)

Kayapos : Raoni

Kayapos : Raoni

Eddy Malenfant

Tamm

Taolenn ar penn bras brudet Kayapo, Raoni, o weladenniñ  Innued Basse-Côte-Nord Bro-Gebek e 2001. Barn a ra al liammoù a vez gant ar gouarmantoù,  hini  Brazil hag hini Kanada.

Gwelet ar fichenn

L'amendement

L'amendement

Kevin Papatie

Film war e hed

Teulfilm berr aozet gant ar studio Wapikoni Mobile : ur film diardoù  sevenet gant  Kevin Papatie diwar-benn marv an algonkineg, yezh an Algonkined.

Gwelet ar fichenn

La conquête de l'Amérique 1

La conquête de l'Amérique 1

Arthur Lamothe

Film war e hed

Kaset omp gant an teulfilm-mañ da heul ur strollad Amerindianed hag a glask adc'hounit o gwirioù war ar stêrioù eoged a-enep kluboù prevez ha kreizennoù pesketa ha chase. Mont a reomp ganto, eus un eil gumuniezh d'eben, a-hed ar stêr (...)

Gwelet ar fichenn

La conquête de l'Amérique 2

La conquête de l'Amérique 2

Arthur Lamothe

Film war e hed

Kaset omp gant an teulfilm-mañ da heul ur strollad Amerindianed hag a glask adc'hounit o gwirioù war ar stêrioù eoged a-enep kluboù prevez hag kreizennoù pesketa ha chase. Mont a reomp ganto, eus un eil gumuniezh d'eben, a-hed ar stêr (...)

Gwelet ar fichenn

La palabra del agua

La palabra del agua

Chavez Pachero / Guzman Hugo

Tamm

 Istor skingomz Nomndaa, ur skingomz kumuniezhel e Stad Guerrero, un arouez eus ar raktresoù kenhentiñ emren e Mec'hiko. Unan eus ar raktresoù war hent emrenerezh ar bobl Amuzgo.

Gwelet ar fichenn

La veritable légende du sous-commandant Marcos

La veritable légende du sous-commandant Marcos

Tamm

EZLN : Istor ur gerilha difeuls ha demokratel ha hini hec'h arme, bet filmet e 1994.

Gwelet ar fichenn

Le garçon s'appelait Apache

Le garçon s'appelait Apache

Stéphane Goël

Film war e hed

Kounnar a zo savet en Anasazied San-Carlos abalamour m’emaer krog da sevel un arsellva stered divent war unan eus o menezioù-neved.

Gwelet ar fichenn

Le monde va nous prendre pour des sauvages

Le monde va nous prendre pour des sauvages

Françoise Bujold / Jacques Godbout

Film war e hed

Un teulfilm berr ha mut hag a daolenn bugale micmac Baie-des-Chaleurs. Ober a reont pompinelloù met diegi o devez o tiskouez anezho koulskoude : « Kemeret e vimp evit gouezidi gant an dud. »

Gwelet ar fichenn

Le pays des peuples sans maître

Le pays des peuples sans maître

Mauricio Acosta

Film war e hed

Mouezhioù henvroidi, peizanted, Afro-kolombianed, merc’hed, sindikalourien, studierien, harluidi en em savet da goulz ar Minga, ur gerzhadeg vras evit ar gwirioù sokial hag ar gwirioù war an douar e miz here ha miz du 2008.

Gwelet ar fichenn

Le vent de la révolte

Le vent de la révolte

Alessi d'el Umbria

Bandenn-vrudañ

Stourm a ra Indianed strizh-douar Tehuantepec e Bro-Vec’hiko ouzh ar rodoù-avel, a vez parkadoù divent anezhe.

Gwelet ar fichenn

Les événements de Restigouche

Les événements de Restigouche

Alanis Obomsawin

Film war e hed

Un darvoud, gwasket start gant ar polis, a zo  c'hoarvezet e Restigouche e bro Gebek e miz Even 1981: un afer lezennoù pesketa eoged a lak freuz ha reuz. Aloubet eo bet gant 550 poliser proviñsat ur mirva Mikmak, enni 150 Amerindian hag o (...)

Gwelet ar fichenn

Les indiens munduruku : tissant la résistance

Les indiens munduruku : tissant la résistance

Nayana Fernandez

Film war e hed

Stourm a ra ar Vundurukued ouzh ar stankelloù dourdredan bet raktreset gant gouarnamant Brazil.

Gwelet ar fichenn