Pobloù

Skeudennoù ur film a vez a-walc'h a-wechoù evit kaout c'hoant da c'houzout muioc'h diwar-benn ar bobl-mañ ’r bobl. Goulennet hon eus digant tud a-vicher kinnig, ar berrañ posupl, ar pobloù a anavezont mat-tre.

Nav fobl a zo bet miret p'hon eus digoret Bed (Breizh ha liesseurted) : teir fobl orinat, peder fobl hep stad hag unan disoc'h ur c'hemmesk diwanet eus an trevadennerezh ha peogwir emaomp o vevañ amañ, hini ar Vretoned, fellout a ra deomp diskouez homañ en he liesseurtegezh hag he c’hemplezhegezh.

Pobloù nevez all a zeuio war wel war gartenn ar bed dre m'hor bo skridoù digant kenlabourerien hag ivez hervez an degouezhioù, dreist-holl hervez programm Gouel ar Filmoù Douarnenez a ro bod bep bloaz da unan pe da veur a bobl, minorelezhioù anezho.

Amerindianed

Amerindianed

An Amerindianed : pobladoù kentañ Amerika Graet e vez gant "Amerindianed", "Indianed (Amerika)" pe "Broadoù kentañ" evit ober anv en un doare sklaer eus dalc'hidi gentañ kevandir Amerika. Mat eo gouzout e talvez ar ger "engenidien" e Kanada evit ar Broadoù Kentañ (Amerindianed), an Inuited hag an Hironed (diskennidi bugale ganet diouzh trevadennerien Europa hag Amerindianed). Nevez 'zo ez eus bet graet dizoloadennoù henoniel hag a zispleg ez eus ouzhpenn 40 000 bloaz 'zo e oa krog (...)

Gwelet ar fichenn

Berbered

Berbered

Kavet 'vez Berbered pe Imazighened en un dek bro bennak war an dachennad Maghreb-Sahara-Sahel : Maroko, Aljeria, Tunizia, Libia, Ejipt hag evit an Touareged en Niger, Mali, Burkina-Faso ha Maouritania. Met Aljeria ha Maroko a zo, a-bell, an div vro gant ar muiañ a Verberedo komz o yezh, tost da 20 milion. Ar yezh berber, sin kreñv an identitelezh berber a zo unan binvidik gant un hengoun dre glevet he deus kavet he flas er mediaoù modern. Ouzhpenn-se, ar youl da adimplijout al lizherennaoueg (...)

Gwelet ar fichenn

Bretoned

Bretoned

Istor Breizh ha goulennoù Keltiek ? Kavet vez meneg eus ar Gelted evit ar wech kentañ er VIvet kantved a-raok J.K., met kalz koshoc'h eget se int. Niverus eo ar pobladoù kelt, en o zouez e kaver ar Brittones, bez' e c'heller tostaat an anv-se eus ar c'hembraeg bryd, « spered, preder». Ledanaat a ra tachenn ar sevenadur keltiek e-kerzh ar c'hentañ milved e Kornôg Europa gant an eskemmoù etre strolladoù kenkoulz a-hed ar mor Atlantel evel e kreiz Europa (La Tène).N'o doa tamm (...)

Gwelet ar fichenn

Euskariz

Euskariz

Euskariz, Euskal Herria, bro Euskariz
Ur boblañs a-gozh en Europa. Roud a gaver bepred en Euskadi eus ur boblañs tud staliet eno pell ’zo : etre 300.000 ha 40.000 a-raok J.K., Un daou-ugent lec’h bennak a brou ez eus bet tud abaoe amzer tud Neandertal. Anavezet eo gwelloc’h gant ar skiantourien amzer ar paleolitik uhel etre 45.000 ha 10.000 vloaz) : mougevioù Isturits (Navarra izzel) ha re Santimamiñe (Biscaye) ha Ekain (Guipuzcoa) a zo anezho lec’hioù pouezus evit an (...)

Gwelet ar fichenn

Karibeaned

Karibeaned

Evit komz eus pobloù Karib eo mat sellet a-dost ouzh ur blanisferenn. Ret eo mont pelloc'h eget skeudenn kokozek ez eo un dachenn kalz ledanoc'h gant douaroù war an douar-bras, enezegoù, tud disheñvel-bras hervez al lec'hioù. Met un herêzh voutin a zo dezho holl, graet eo o istor gant ar cheñchamantoù lec'h, ar c'hemmesk, an hironerezh ha stummet hag adstummet a-hed ar bloavezhioù gant an trevadenniñ hag an didrevadenniñ. Kinnig a reomp deoc'h teurel ur sell war ur vro ma'z eus (...)

Gwelet ar fichenn

Kurded

Kurded

35 milion a Gurded a zo bremañ, liammet gant un hevelep sevenadur met dispartiet etre peder Stad: Tukia, Irak, Iran ha Siria. Daou vilion anezho o deus ranket divroañ hag en em santont divroet e-touez an diaspora kurd. Ar c'hoant da gaout ur stad dezho o-unan a zo bet kreñv dalc'hmat er C'hurdistan hag ar c'hoant zo manet daoust d'ar moustrerezh. Ar Gurded a gomz kurdeg, dezhañ meur a rannyezh. Ar c'hurdeg a zo ur yezh indezeuropek eus ar skourr iranek. Hag ar Gurded o deus ur sevenadur hag (...)

Gwelet ar fichenn

Orinidi

Orinidi

An Orinidi (Aborijened) eo annezidi gentañ Aostralia. Erruet e oant war an douar bras-se setu bremañ tremen 40 000 bloaz 'zo, moarvat o tont eus enezeg Indonezia. Ur c'hevandir lesanvet gant an alouberien saoz terra nullius goude dilestradeg Cook e 1770. Eno koulskoude e veve strewet dre ar vro ouzhpenn 250 meuriad gant kement-all a yezhoù; chaseourien-dastumerien e oant hag abaoe milvedoù en em ingalent brav gant danvezioù an douar. Bez' o deus ur sistem kemplezh a lezennoù diazezet war (...)

Gwelet ar fichenn

Palestinianed

Palestinianed

Istor Palestina a c'hellfe kregiñ gant Kanaan pe ar Bibl, aloubadeg ar Romaned pe an Aviel, ar Vizantined pe aloubadeg an Arabed, ar Groaziadeg pe Saladin pe c'hoazh gant an Impalaeriezh otoman. Bez' e c'hellfed ivez lavarout e c'heller komz eus an teir relijion undoueek (yuzeviezh, kristeniezh, islam).Komz a c'hellfed ivez eus an diemglev a vez dalc'hmat e traoñiennoù an Nil hag an Eufratez, etre daou sevenadur bras, Egipt ar faraoned diouzh un tu, hini Sumer ha Babilona diouzh an tu all. (...)

Gwelet ar fichenn

Papoued

Papoued

Eil brasañ enezenn ar bed eo Ginea-Nevez (810 000 km2), goude Greunland. Pa seller outi diouzh an oabl, e welet e tenn d’ur saorian, glas don ; un doare mastodont a ya e livenn-gein eus c’hornôg d’ar reter, war un hed a ouzhpenn 2 000 km dre aradennadoù menezioù ken uhel a 5 000 metr eus tu ar c’hornôg. An aradennad kreiz-se a zo goloet gant gwez-raden ha kinvi aloubus dindan un oabl koumoulek peurliesañ ; eus kostez ar c’hreisteiz ez eus (...)

Gwelet ar fichenn

Pobloù ar Balkanoù

Pobloù ar Balkanoù

Ha bezañ ez eus eus ar Balkanoù? Petra ’vefe o bevennoù? Ar menez anvet “Balkan” gant an Durked a zo e Bulgaria, ha ne vez klevet komz e gwirionez eus ar Balkanoù nemet adalek an XIXvet kantved: kaoz a veze eus “Turkia Europa” evit ober anv eus douaroù impalaeriezh Otoman en Europa. N’haller ket dielfennañ en un doare rik gant ar c'heografiezh: daoust hag emañ c’hoazh Roumania e norzh an Danav, er Balkanoù? Daoust hag ez eo Kroatia, balkanek, kreizeuropat pe kreizdouarel? (...)

Gwelet ar fichenn

Pobloù ar C’haokaz

Pobloù ar C’haokaz

A-c’haol war Europa hag Azia emañ ar C’haokaz., ur steudad menezioù anezhañ hag en em led eus Mor Kaspia er reter betek ar Mor Du er c’hornog. Da 5 643 metr emañ en e uhelañ, e beg ar menez Elbrus. A-hed an istor eo bet meuriadoù kantreidi norzh ar plato-uhel o pellaat hag o tiforc’hañ diouzh pobladoù arsezidi ar su, bet diorreet gante ur sevenadur kêr diwar al labour-douar. Pobloù ar C’haokaz : cheñch-dicheñch a-viskoazh Un tiriad rannet gant an (...)

Gwelet ar fichenn

Pobloù Arktika

Pobloù Arktika

Pobloù Arktika a zo en em voazet, a-hed an amzerioù, ouzh un endro bev-mat (ha n'eo ket dezerzhek evel ma kreder a-wechoù dre fazi). Hag abaoe pell e ouzont kustumiñ ouzh ar c'hemmoù. Perzhioù sevenadurel boutin a zo ganto holl, met disheñvel int evit pezh a sell ouzh an ekonomiezh hengounel, darn a zo saverien loened ha kantreerien, darn all chaseerien, pesketaerien damgantreerien pe staliet da vat; evel el lec'hioù m'emaint o vevañ: Kanada, Stadoù-Unanet, Kevread Rusia, Greunland, (...)

Gwelet ar fichenn

Rromed

Rromed

Rromed, Tsiganed, Manouched, Jipsianed, Kantreourien
Hervez termenadur Kuzul Europa hag Unaniezh Europa e vez graet gant ar ger Rrom evit ober anv ar pobladoù deuet eus gwalarn Indez er milved kentañ. Ma c'heller ober Tsiganed anezho holl ha bremañ Rromed ez eus koulskoude meur a c'her evit envel anezho :Tsiganed, Manouched, Sintied, Beajourien pe Jipsianed... Ar pobloù Rrom eo ar vinorelezh etnikel vrasañ en Europa (10 da 12 milion a dud). Kendalc'het o deus da zegas da Europa, abaoe (...)

Gwelet ar fichenn