Menegoù lezenn ha penndivizoù implijout Bed (Bretagne et diversité / Sevenadurioù)

Adwelet d'an: 10 a viz C'hwevrer 2014

I. Menegoù lezenn

Perc'henniezh al lec'hienn

Bretagne Culture Diversité (BCD / Sevenadurioù) eo perc'henn al lec'hienn Bretagne-et-diversite.net, a vez graet Bed (Bretagne et diversité) anezhi.

Bretagne Culture Diversité
3, boulouard Cosmao-Dumanoir 56100 an Oriant
Pgz : 02 97 35 48 77
contact@bcdiv.org
 Niv. SIRET : 788 475 176 000 20

Renerezh an embann

Rener an embann: Ronan Koadig
Rener ar skridaozañ: Charles Quimbert

Skridaozañ ha luskañ

Lusket eo al lec'hienn gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité hag ar gevredigezh Rhizomes (17 straed Kerivel 29100 Douarnenez - 06 66 22 38 96)

Pennadoù skridaozet gant : Caroline Troin association.rhizomes.dz@gmail.com
Kartennoù graet gant : Philippe Rekacewicz (visionscarto.net) contact@visionscarto.net
Troet gant : Divi Kervella
Sevenet eo al lec'hienn gant : studio quinze mille

Herberc'hiañ

Bed, Bretagne-et-diversite.net, a zo herberc'hiet gant OVH

II. Penndivizoù implijout

Perc'henniezh spered

1. Karta c'hrafek al lec'hienn Internet koulz hag ar follennoù stil, ar skeudennoù fichañ en o zouez, a zo perc'hennet gant Bretagne Culture Diversité. An eiladuriñ, an adskeudenniñ a-dammoù pe penn-da-benn, an adimplij, an azasaat, ar c'herziñ pe ar c'hemmañ eus an traoù a gaver enni, e kement doare a zo, gant piv bennak pe penaos bennak, hep aotre sklaer a-berzh Bretagne Culture Diversité, a zo difennet groñs hag a zo ur felladenn dambreziñ hervez kod ar berc'henniezh spered.

2. Kement film (a-dammoù pe penn-da-benn) a zo gwarezet gant gwir ar berc'henniezh spered. Kement implij eus ar videoioù a gaver war al lec'hienn, war-bouez sellet outo en e unan pe ent-prevez, a zo difennet groñs.

3. Testennoù an traoù embannet (pennadoù-kaoz ar sevenerien, fichennoù ar gouel, kinnig ar pobloù) a zo embannet dindan an aotre-implijout Creative Commons CC-BY-NC-ND, da lavaret eo:

  • Grataat —Rankout a rit grataat an oberenn hervez an doare meneget gant aozer an oberenn pe piaouer ar gwir (met arabat ober e doare ma c'hallfed krediñ e vefe a-du ganeoc'h, pe gant an implij emaoc'h oc'h ober eus e oberenn).
  • Implij kenwerzhel ebet — N'o peus ket droed d'implijout an oberenn evit ober aferioù.
  • Oberenn deveret ebet — N'ho peus ket droed da zegas kemm en oberenn, na da dreuzfurmiñ pe azasaat anezhi.

4.Ar skeudenniñ (fotoioù, kartennoù, tresoù, videoioù, h.a.) a ya da heul ar pennadoù a zo embannet dindan reol gwir ar perc'hennañ. Evit kement implij anezho eo dav ober dave d'ar perc'henn a zo meneget en alc'hwez.

Toupinoù

Reiñ a reer da c'houzout d'an implijer e c'hall un "toupin" (cookie) mont war-eeun war e veziant merdeiñ pa zeu da weladenniñ al lec'hienn. Un toupin a zo un teskad roadennoù ha na ro ket tro da c'houzout piv eo an implijer met a servij da verniañ titour a denn da verdeadenn an implijer war al lec'hienn.

Gallout a ra an implijer diweredekaat an toupin-se dre arventennoù ar merdeer, hag ivez, diouzh ret, nac'h anezho hervez an doare displeget er chomlec'h-mañ: www.cnil.fr.

Liammoù gourskrid

Gallout a ra al lec'hienn Bed reiñ liammoù gourskrid don pe eeun hag a gas da lec'hiennoù Internet embannet gant tud all. Al liammoù pe an daveoù-se ne dalvez ket emeur a-du gant ar pezh a gaver enno pe e kadarneer anezho. Ar fed e kinniger liammoù gourskrid hag a gas da lec'hiennoù all a zo hepken evit pinvidikaat al lec'hienn hag e-se n'eo ket dalc'het Bretagne Culture Diversité gant ar pezh a gaver enno e kement doare ’zo holl.

N'hallo ket Bretagne Culture Diversité bezañ lakaet da atebeg, e nep doare, war ar pezh a c'haller kavout war al lec'hiennoù-se, ha n'hallo ket bezañ lakaet da giriek eus nep gwall pe gaou a c'hallfe dont diwarno.

Atebegezh ha divankadurioù

An traoù a zo war ziskwel war al lec'hienn-mañ a zo roet kement ha reiñ da c'houzout hepken. Gallout a reont bezañ cheñchet n'eus forzh pegoulz hep raktermen ebet.

N'eo nemet an implijer a c'hall bezañ lakaet da atebeg war implij an arc'hweladurioù kinniget gant al lec'hienn hag ivez eus kement gaou pe gwall, war-eeun pe dizeeun, a c'hoarvezfe diwar implijout, cheñch, astal, arsav, dizimplijadusted darn eus al lec'hienn pe pep tra.

Daoust d'an evezh bras ha kontrolloù skipailh Bretagne Culture Diversité, e c'hall mankoù pe fazioù dirat bennak menel war al lec'hienn. M'ho pefe evezhiadenn pe zivankadenn da reiñ da c'houzout dimp, kasit anezho dimp d'ar chomlec'h-mañ: contact(at)bcddiv.org.

Kemmadennoù d'ar penndivizoù implijout

Kement kemmadenn d'ar penndivizoù implijout-mañ a zo lakaet da vezañ degemeret gant an implijer.

Lezenn dedalvezadus ha barnerezh barrek

Ar penndivizoù implijout-mañ a zo sujet penn-da-benn da wir ar Frañs. Anzav a ra implijer Bretagne-et-diversité.net barregezh nemeti lezioù-barn barrek Roazhon.