Hon 12 film diwezhañ

Le torrent qui porta le chant aux Ouïghours (1999)

Gant : Mylene Sauloy


Danvez(ioù) : Sonerezh, Stourm
Lec'hiañ : Chine
Pourchas ar film :

Tetramedia

Film war e hed

Bemdez en Azia e vez merc'hed ha paotred o stourm gant gerioù ha notennoù. Pell-pell, en tu all da stepoù Azia Kreiz ha menezioù Tian Chan hag ar Pamir, e gouelec'h an Taklamakan e kan bepred an Ouighoured an daouzek « mukam » bet dastumet gant ur briñsez eus ar XVIIvet kantved. Int-i eo ar c'hreñvañ ramparzh a-enep an trevadennadur sevenadurel sinaat.

Evit gouzout hiroc'h

Mille et une traites (2011)

Gant : Jean-Jacques Rault


Danvez(ioù) : Endro, Glad
Pobl(où) : Bretoned
Lec'hiañ : Bretagne
Pourchas ar film :

Z'azimut films dunz@orange.fr

Tamm

Labourer-douar eo Raymond abaoe 35 bloaz e Kreiz Breizh. Ret eo dezhañ mont war e leve, paouez gant an ti-feurm... Un disamm met ivez ur ranngalon. Ur stourm diwezhañ a raio : ober kement ha ma c'hell evit ma vefe adkemeret e feurm gant unan yaouank a gendalc'ho gant e stumm d'ober.

La langue de Zahra (2011)

Gant : Fatima Sissani


Danvez(ioù) : Glad, Stourm
Pobl(où) : Berbered
Lec'hiañ : Algérie
Film war e hed

Ar Gabiled a zo anezho dre ar gomz da gentañ. Kement jestr, kement prantad amzer eus o buhez a c'hell degas barzhoniezh, treuzskeudennoù, troioù-lavar... Laveret 'vez penaos, er menezioù e lec'h ma vevont, e veze kaset war-raok alies c’hoarioù dibunañ ha kaozeal kaer. Poan 'vez o krediñ kement-se pa weler e kevredigezh an divroidi paotred ha merc'hed na ouzont na lenn na skrivañ, micherourien a-vicher  pe merc'hed er gêr... Diaes krediñ neuze pegen helavar e c'hellont bezañ pa gomzont o yezh.

Evit gouzout hiroc'h

Atarnajuat, la légende de l'homme rapide (2001)

Gant : Zacharias Kunuk


Danvez(ioù) : Tudoniezh
Pobl(où) : Pobloù Arktika
Lec'hiañ : inuit Nunavut
Pourchas ar film :

isuma TV

Film war e hed

Tapet eo bet gant Atanarjuat kalon ar plac'h yaouank a oa da zimeziñ gant mab penn ur c'hlann enebour. Setu an amourouz lezet a-gostez d'en em veñjiñ. Dont a ra a-benn Atanarjuat da dec'hout kuit rak ar gwalldaol graet evit lazhañ anezhañ, en ur redek evel un den dirollet. Kentel ar gontadenn inuit a lavar deomp eo dañjerus ober hervez e c'hoant hep soñjal da gentañ e mad ar gumuniezh. Ar film, troet e 1999 a zo graet en inuktitut... ar senario kentañ er bed bet skrivet ha sevenet er yezh-se. An aktourien, deraouidid koulz lavarout holl, a zo a orin eus Igloolik.

Evit gouzout hiroc'h

Atarnajuat, la légende de l'homme rapide

Angirattut (2015)

Gant : Zacharias Kunuk


Danvez(ioù) : Glad, Tudoniezh, Yezhoù
Pobl(où) : Pobloù Arktika
Lec'hiañ : Grand Nord
Pourchas ar film :

Isuma TV

Film war e hed

Dont a ra ur strollad Inuiz kozh, asambles gant o familhoù, war o lec’hioù-annez kentañ, 50 vloaz goude ma oant bet harluet dioute.

Evit gouzout hiroc'h

Angirattut

2501 migrants (2010)

Gant : Yolanda Cruz


Danvez(ioù) : Arz, Treuzvroañ
Pobl(où) : Amerindianed
Lec'hiañ : Mexique
Gouel ar Filmoù e Douarnenez : 2005
Pourchas ar film :

Petate films

Film war e hed

Kroazet-digroazet evel en ur pezh gwiaderezh, kudennoù an arzour, reoù an divroadegoù etrebroadel ha reoù poblañsoù henvroidi Mec'hiko.

2501 migrants

Grozny, des nouvelles du 51 (2009)

Gant : Mylene Sauloy


Danvez(ioù) : Merc'hed, Stourm
Lec'hiañ : Caucase
Pourchas ar film :

contact BCD

Film war e hed

Petra eo deuet da vezañ annezidi ar savadur 51 e Grosny bet filmet pa veze bombezennet tost da  zek vloaz 'zo?Adkavout a reomp anezho er sioulder souezhus hag el levenez goude brezel…

Evit gouzout hiroc'h

Wapikoni : escale à Kitcisakik (2010)

Gant : Mathieu Vachon


Danvez(ioù) : Arz, Stourm
Pobl(où) : Amerindianed
Lec'hiañ : Canada
Gouel ar Filmoù e Douarnenez : 1997
Pourchas ar film :

onf canada

Film war e hed

Mont a ra an teulfilm hir-mañ gant ar Wapikoni Mobile, ur studio mont-dont graet evit seveniñ war dachenn ar c'hleweled hag ar sonerezh,  davet yaouankizoù kumuniegezhioù henvroidi.

Evit gouzout hiroc'h

Le loup et l'amazone (2000)

Gant : Mylene Sauloy


Danvez(ioù) : Merc'hed, Stourm
Lec'hiañ : Caucase
Pourchas ar film :

Tetramedia

Film war e hed

Ar vojenn a lavar ez eo ar merc'hed tchetchen diskennadezed an Amazoned, brezelourezed taer an Henamzer. A-dal d'ar c'hirri-arsailh rusian o deus dalc'het an Amazoned d'o  brud.  Prest int da vevañ o buhez a verc'hed muzulman ha tchechen evel ma karont, evel merc'hed dieub.

Evit gouzout hiroc'h

Retour à Plozévet (1999)

Gant : Ariel Nathan


Danvez(ioù) : Glad
Pobl(où) : Bretoned
Lec'hiañ : Bretagne
Gouel ar Filmoù e Douarnenez : 2008
Pourchas ar film :

Vivement lundi

Film war e hed

Dont a ra en-dro ar film war an enklask bras skiantoù an den, kaset da benn gant Mirdi an Den e penn kentañ ar bloavezhioù 60 e Plozeved e Penn-ar-Bed. E-pad 5 bloaz, ur c'hant enklasker bennak o deus aloubet ar gumun vreizhat a 3000 annezad. Meur a studiadenn a zo deuet alese, en o zouez hini Edgar Morin (La Métamorphose de Plozevet) ha teir eurvezh filmoù etnologel.

Evit gouzout hiroc'h

Derrière la forêt (1999)

Gant : Gulya Mirzoeva


Danvez(ioù) : Glad, Sonerezh
Lec'hiañ : Turquie
Pourchas ar film :

Unlimited-films

Film war e hed

Soner ur gêriadenn eus mervent Turkia a ya da glask ur c'homper kozh evit aozañ ur gouel.

Evit gouzout hiroc'h

Le système Poutine (2013)

Gant : Jean-Michel Carré


Danvez(ioù) : Glad, Stourm
Lec'hiañ : Russie
Pourchas ar film :

Grain de Sable

Film war e hed

Goude dilennadegoù falset, eo bet addilennet Vladimir Poutin. Kerkent eo bet kastizet kalet e enebourien ha lakaet en deus mouezhiañ kalz a lezennoù hag a wallgas ar frankiz : deuet eo Rusia da vezañ ur Stad penn-da-benn dindan yev ar «servijoù urzh » : polis, arme hag ar c'helaouiñ, ha Poutin eo ar mestr bras hollc'halloudus.  Kresket eo galloud ar Sevij Kevreadel Surentez Kevread Rusia, disonestiz e pep lec'h, emglevioù gant an iliz, krouidigezh un enebiezh, dizesper an embregerien nevez, emglevioù taktik gant Sina, an holl draoù-se eo  kudennoù Rusia an deiz a-hiziv… p'emañ Poutin o klask reiñ ur skeudenn skedus en diavaez gant C'hoarioù Olimpek Sotchi.