Rromed, Tsiganed ha kantreerien.
Embann 2013

Ur bern goulennoù a sav diwar-benn kudenn an identelezh: liesseurted ar Tsiganed en Europa, kudennoù hag a denn muioc’h d’an Istor, kudenn ar bac’hañ hag ar gouennlazh pe c'hoazh kudenn ar yezh rromani. Komz a ra ar veajourien o-unan eus kudenn ar Gantreerien er Frañs, ispisial-kenañ, un tem a-bouez. Evit echuiñ ez eus kaoz eus ar pezh a sell ouzh an eneptsiganelezh er bed a-vremañ hag eus kudenn an divroañ ekonomikel, merket d’an tamalladur etnek.
E-touez ar filmoù niverus kinniget war an temoù-se: Le bateau en carton José Vieirape Adela Avril Besson, filmoù Raphaël Pillosio... ha pennoberennoù: J'ai même rencontré des Tsiganes heureux savet gant Aleksandar Petrovic; Meine zigeuner mutter savet gant Therese L. Ràni; Papusza savet gant Joanna Kos-Krause ha Krzysztof Krauze, pe Zigeuner sein savetgantPeter Nestler...

Eus tu Breizh: Mille et une traites gant Jean-Jacques Rault; Pascaline et Clara gant Céline Drean; Ricardo Cavallo gant Isabelle Rèbre; pe Mon lapin bleu gant Gérard Alle; ar filmoù a ziskouez liesseurted an trubuilhoù. A-hend-all e komzer kalz eus daou film hir : Lann Vras gant Soazig Daniellou ha Les lendemains gant Bénédicte Pagnot.

Ur film aroueziek : Faces of change gant Katalina Barsony – klok
http://www.mundiromani.com/videos/?video%5Bvideo%5D%5Bitem%5D=30
Ur veaj dre Europa a-bezh evit respont da zek maouez Rrom hag a nac’h e vefent gwelet e pep lec'h evel tud hag a rankfed kaout disfiz diouto.

Notennoù :
Al lec’hienn savet gant Gerhard Baumgartner war ar gouennlazh
www.romasintigenocide.eu
Filmoù Mundi romani, kenurzhiet gant Katalyn Barsony, a ziskouez liested ar filmoù sevenet gant Rromed Europa.
http://www.mundiromani.com/
An teulfilm web kinniget e Douarnenez  La valse des roms
http://rue89.nouvelobs.com/2013/09/28/valse-roms-webdoc-manuel-valls-246098
Blog ar strollad PEROU, pedet e Douarnenez e 2013
http://perou-risorangis.blogspot.fr/