Kebek Breizh
Embann 1978

Er bloavezhioù 70 e weler un tamm e pep lec'h er bed dihun ar pobloù minorelaet o gwirioù hag o sevenadur. Ur skouer eo bet evit ar Vretoned degouezh Kebek : dihun sevenadurel ledan, anavezet gant ar c'hanaouennoù hag ar sinema hag ar pouez lakaet war an identelezh vroadel a ya en tu-hont da zifenn ar galleg. Ar filmoù dibabet a glask respont d'ar goulennoù: 15 novembre 1976 gant Hugues Mignault ha Ronald Brault, La nuit de la poésie gant Jean-Claude Labrecque ha Jean-Pierre Masse, L'eau chaude, l'eau frette gant André Forcier...

Pierre Perrault ha Michel Brault, hag o sinema war-eeun a zo un dizoloadenn gaer!

 Eus tu Breizh, Mazoutés aujourd'hui, a zo ur film 16MM gant Nicole ha Félix Le Garrec, Quand tu disais Valéry... a zo ur film 16MM sevenet gant René Vautier diwar-benn an harz-labour e ti Trigano kostez Sant-Nazer...

Ur film aroueziek : Pour la suite du monde gant Pierre Perrault ha Michel Brault -1963 – penn-da-benn
https://www.onf.ca/film/pour_la_suite_du_monde/
Deulfilm barzhoniel hag etnografel war buhez annezidi Isle-aux-Coudres. Ur bennoberenn eus ar sinema graet war-eeun.

Notennoù :
Un diskouezadeg niverel eus ar c'haerañ war an teulfilmoù er C'hanada.
"http://www.nanouk.ca/
An teuliad war Pour la suite du monde gant DVDclassik
"http://www.dvdclassik.com/critique/pour-la-suite-du-monde-brault-carriere-perrault"