Pobloù Tsiganed Europa
Embann 1983

Zoken m'o deus ar Tsiganed hag ar Vretoned doareoù bevañ disheñvel e welont o emzalc'h, o yezh hag o sevenadur lakaet en arvar abalamour d'un aozadur politikel hag melestradurel na zalc'h tamm kont ebet eus o disheñvelver. Beajiñ a-dreuz Europa gant TravellerJoe Comerford en Iwerzhon, Qui chante là-bas ? Slobodan Sijan e Yougoslavia, Kriss Romani Jean Schmidt e Frañs, Gyuri Pal Schiffer en Hungaria, Rêve en rose Dusan Hanak er Republik Tchek, Camelanos naquerar Miguel Alcobendas e Spagn. Evit ar blijadur: J'ai même rencontré des Tsiganes heureuxAleksandar Petrovic. Tony Gatlif ha Gérard Darmon, ar c'hoarier, a zo deuet d'ar festival gant Les Princes, nevez-echuet ganto.

Eus tu Breizh: un distro d'ar filmoù-faltazi gant filmoù kentañ: La fiancée gant Olivier Bourbeillon, Monsieur Tendre Christian Lejalé, Le vrai nageur de l'été gant Pierre Trividic, teulfilmoù lakaet war-wel evel Les enfants du siècle gant Thierry Le Merre.

Ur film aroueziek : Les Princes gant Tony Gatlif – 1982 - tennad
"http://www.youtube.com/watch?v=LBiSotUBR7g
film kentañ ar pezh a zeuio da vezañ un driologiezh war ar bobl jipsian, Latcho Drom eo an eil ha Gadjo Dilo an trede. Diskouez a ra sell Tony Gatlif war Tsiganed divonedet en ur vannlev drist, hep tamm spi ebet ken. Met un devezh e vo trec'h ar c'hoant beajiñ, ar c'hoant bras da vont war an hent en-dro...  

Notennoù :
Ar gelaouenn Etudes tsiganes
"http://www.etudestsiganes.asso.fr/
Lec'hienn filmoù enlinenn Mundiromani, pe ar Rromed filmet ganto o-unan.
"http://www.mundiromani.com/"