Pobl Katalonia
Embann 1986

Katalonia a oar petra eo talvoudegezh priz ar frankiz; stourmet he deus a-enep ar frankoouriezh ha savet a-du gant ar Republik, stourmet he deus a-enep nerzhioù an obskurantegezh ha kollet kalz eus he bugale. Un testeni eo ar filmadurezh katalan eus an dud dibourvez o tont eus ar Su gant La piel quemada Josep Maria Forn, eus ar brezel gant Las largas vacaciones del 36 Jaime Camino, eus ar stourm a-enep ar frankoouriezh gant La plaça del diamant Francesc Betriu, eus ar moustrerezh faskour gant Alicia a l'Espanya de les maravelles Jordi Feliu… Ar sevener Bigas Luna eo an hini en doa graet ar muiañ a berzh er bloaz-se.

Eus tu Breizh, Sklêrijenn, kentañ filmThierry Compain, graet en Enez-Veur.

Ur film aroueziek : Jamón, jamón de Joan Josep Bigas Luna
https://vimeo.com/57442446
Ur skeudennadur eus Bro-Spagn lakaet keñver-ha-keñver modernelezh hag hengoun ...Leone d'Oro al miglior film e Venezia.

Notennoù:
José Luis Guérin, ur filmaozour meur katalan
http://www.bpi.fr/fr/les_dossiers/cinema/filmer_la_ville_jose_luis_guerin.html