Pobl Vask
Embann 1988

An demokratelaat ha diazezadur ur gouarnamant emren goude marv Franco eo en deus roet lañs d'ar sinema e Bro-Vask, dieubet neuze diouzh pep kontrollerezh ha war glask eus un identelezh. Ar filmaozerien o deus gellet krouiñ ha reiñ o flas da filmoù evel Guernika Alain Resnais ha Robert Hessens, film eo hollret gwelet anezhañ. Roet o deus ar gaoz ivez da izili an ETA er film El proceso de Burgos savet gant Imanol Uribe, ha graet o deus dave d'an istor gant Eva Forest, du Front populaire au Pays basque Nicola Lazenberg, hag ur sell war douar ur vro gant Tasio Montxo Armendariz, hag ivez war ar mor gant Gran sol Ferran Llagostera.

Eus tu Breizh, Gwerz gant Jean-Charles Huitorel; Mili gant Thierry Compain; La mer en mémoires gant Laszlo Szabo; ha La Presqu'île gant Georges Luneau, diwar skrid Julien Gracq.

Ur film aroueziek : Mikelen Heriotza – La muerte de Mikel gant Imanol Uribe -1983 – tennad
http://www.youtube.com/watch?v=zuELd_m3ma0
Mikel, apotiker en ur gêriadenn e-kichen Bilbo, a zo ezel eus ur strollad politikel broadelour radikal bask eus an tu kleiz. Ober a ra anaoudegezh un deiz gant Fama, un treuzwiskad hag e kouezh e karantez gantañ…

Notennoù :
Ar bertsolari, ur stumm hengounel e Bro-Vask da aozañ ur gaoz war ar prim, diskouezet en un doare dispar er film Bertsolari gant Asier Altuna
https://vimeo.com/9356906
Hentad ar filmaozour bask Julio Medem
http://www.cinespagne.com/portraits/2043-julio-medem

  • 2012 : ur wech ouzhpenn ur festival war kumuniezhoù emren Spagn : Katalonia, Euskadi, Galiza.