Pobl Okitania
Embann 1981

Ma'z eo bet pedet Jean Fléchet ha René Allio, e oa bet pedet o warlerc’hidi ivez ivez.... ha graet o deus un troc'had mat a hent abaoe. Kinniget e oa bet gant Robert Guédiguian e film kentañ: Dernier été, a dremene dija e Marsilha, en Estaque. Jean-Pierre Denis, eñ, en doa garet ar film-faltazi kentañ en okitaneg penn-da-benn, istitlet e galleg. Gounezet gantañ ar Caméra d'Or e festival Cannes.
Kendiviz maget gant filmoù evel La Fam de machugas gant Jean Fléchet, Les Camisards gant René Allio, Ouvrières de Furnon ha Murviel Occitanie gant Michel Gayraud ha CINOC …

Eus tu Breizh, poltred ar filmaozer René Vautier graet gant Alain d'Aix eus ar C'hebek Le dur désir de dire, hag (ad)dizoleiñ 4 film gant Jean Epstein: Le Tempestaire, Mor-Vran, L'or des mers ha Finis Terrae,bet filmet e Breizh.

Ur film aroueziek : Farrebique gant Georges Rouquier – 1947 - tennad
http://www.youtube.com/watch?v=2i0B0ZMm26E
E-pad bloaz en deus rannet ar sevener buhez ur familh peizanted eus ar Roergue. Ur film dibaot ha kreñv, filmet en okitaneg.

Notennoù :
Kreizenn dafar an okitaneg, ar CIRDOC
ttp://www.locirdoc.fr/E_locirdoc/index.php?option=com_content&view=category&layout=blog&id=90&Itemid=191
Lec'hienn Web Paul Carpita, ur filmaozer bras okitan! E film Le rendez-vous des quais, bet difennet abaoe 1955 a c'heller gwelet en-dro abaoe 1990
http://paul.carpita.pagesperso-orange.fr/index1.htm
Breizh-Okitania en deiz a-vremañ, selaouit Dupain!
http://www.youtube.com/watch?v=uFcsvOJO0s4