Ar broioù karib
Embann 2010

Karib, «un enezeg enezennoù-raoskl diwanet eus ar stourm enep ar chadennoù» eme Daniel Maximin, skrivagner eus Gwadeloup. Barzhoniezh Césaire, prederouriezh Glissant, skeudennoù Sarah Maldoror pe reoù Euzhan Palcy, lusk ar gwoka, ar vorianed simarron ha manifestadegoù penn kentañ 2009 en Antilhez. Setu abegoù a-leizh evit mont war vor hep termal.
Ar filmaozourien bedet a zo holl barzhed koulz lavaret: Sylvaine Dampierre gant son Pays à l’envers e Gwadeloup,Gilles Elie-Dit-Cosaque gant Zetwal e Martinik; Anne Lescot gant Des hommes et des dieux, ha Arnold Antonin a zo eus Haiti. Helene Lee, hi, a zo eus Jamaika ha heuliañ a ra a-dost ar rasta kentañ, Le premier rasta, e Jamaika...
Tasmantoù ar c'hren-douar en deus graet e reuz en Haiti d'an 12 a viz Genver 2012 o deus dañset gant speredoù vaudou ar seizhvet arz.

Eus tu Breizh: A la gauche du père savet gant Nathalie Marcault; Hentoù 70 gant Roland Michon ha Mathieu Herry; Première passion gant Philippe Baron, darempredoù-don ha tonkadurioù dibar...

Ur film aroueziek : Le premier rasta gant Hélène Lee – 2010- tennad
http://www.youtube.com/watch?v=6JmuiZF4XFU
E penn kentañ ar c'hantved diwezhañ e kuita Leonard Howell, hag eñ yaouank c'hoazh, Jamaika, hag ez a da redek ar bed. War e hent e kej gant holl vennozhioù nevez an amzer...

Notennoù :
Gant Collectif 2004 images, e c'heller kenderc'hel da veajiñ en Haiti
http://www.collectif2004images.org/
Sokiologour ha slamer eo ar Martinikad Malik Duranty hag estonet e vezer gantañ! Selaouit anezhañ o sevel pozioù war ar prim e Naoned.
http://www.dailymotion.com/video/xofqj6_malik-duranty-2eme-partie_creation
Kit da vale war lec'hienn Institut du Tout-Monde, graet gant Edouard Glissant, aet da anaon bremañ, ijinet gantañ Prederouriezh an darempredoù. Adlennit e levrioù!
http://www.tout-monde.com/
Ar film La liste des courses gant Gilles Elie-Dit-Cosaque a gomz eus Manifesto 2009 ha penaos eo tremenet an traoù goude an harzoù-labour en Antilhez
http://www.lamaisongarage.fr/