Pobloù berber
Embann 1994

P'emañ ar sponterezh oc'h ober e reuz en Aljeria e tegemer Douarnenez Berbered, ur bobl strewet er Maghreb a-bezh, betek e Libia hag en Egipt hag ivez war harzoù Mali ha Niger, ma vez graet Touareged anezho. Un digarez eo da addizoleiñ ar sinema trevadennel gant L'Atlantide savet gantJacques Feyder, pe eneptrevadennel evel Avoir vingt ans dans les Aurès savet gant Vautier.
Un digarez eo ivez da vont war-zu sevenadurioù ar Gabiled, ar Rifianed, ar Chaouied, ar Vozabited… Kudennoù ar gwirioù sevenadurel, reoù ar yezh hag ar gomz a zeu alies war wel. Diwar ar festival-mañ eo deuet ar c'hentañ kendalc'h amazigh er bed.

Eus tu Breizh eo bet priziet Le village au cimetière gant Thierry Compain. Ar filmaozour donezonet-mañ en deus filmet kalz en Enez-Veur ha dastumet memor bev ar c'hornig-se eus Bro-Dreger.

Ur film aroueziek : L'Atlantide gant Jacques Feyder - 1921 – tennad
http://www.youtube.com/watch?v=mwxQI-tid1Q
Daou zen kollet o hent ganto e dezerzh Sahara Aljeria a zo tapet gant tud ar rouanez, Antinea, a lavar groñs eo-hi rouanez Atlantid.

Notennoù: 
L'Atlantide, ur film dispar adkempennet gant dielloù gall ar filmoù 
 http://www.cnc-aff.fr/internet_cnc/Home.aspx?Menu=MNU_ACCUEIL ha roet gant Eric Le Roy
Evit kompren gwelloc'h stad ar bobl-se, ar Greizenn enklask verber ezel eus an Inalco dindan renerezh Salem Chaker 
 http://www.centrederechercheberbere.fr/accueil.html
Evit dizoleiñ Berbered Maroko e c'heller mont da vale gant Ivan Boccara, filmaozour gall-ha-marokan.
Un teuliad diwar-benn Berbered Maroko bet embannet er gelaouenn ArMen.
http://gerard.alle.site.free.fr/documents/Berberes.pdf
Evit kaout ur sell didruez war Aljeria a-vremañ, Habiba Djahnine pe Abdenour Zahzah