Gwarez Filmoù
Krouet e 1986, Gwarez Filmoù a vir hag a skign glad klewelet pemp departamant Breizh : Aodoù-an-Arvor, Penn-ar-Bed, Il-ha-Gwilen, Liger-Atlantel ha Mor-Bihan. Ouzhpenn 30 000 film amatour pe a-vicher a vez miret gantañ, filmet e Breizh pe gant Breizhiz.
Filmoù faltazi, teulfilmoù, filmoù familh, kelaouadennoù diwar-benn darvoudoù lec'hel : dalc'had Gwarez Filmoù a zo un testeni dibar war ar gevredigezh, an istor, ar c'hemmadurioù sokiologel, an obererezhioù ekonomikel hag industriel, ar sport, an touristerezh, an hengounioù, an artizanerezh ; ur gwir vemor filmet eus Breizh hag eus ar sevenadurioù ha broioù bet gweladennet gant Breizhiz abaoe an XXvet kantved eo.
Lakaat a ra Gwarez Filmoù an dastumad-se e-kerz an holl war e lec'hienn internet (ouzhpenn 7200 film enlinenn) ha dre skignadennoù, sine-sonadegoù ha kenlabourioù liesseurt gant an obererien sevenadurel breizhat, mirdioù, mediaouegoù, kevredigezhioù...